Stlennvon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: hi:डेटाबेस
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: az:Verilənlər bazası
Linenn 70: Linenn 70:
[[af:Databasis]]
[[af:Databasis]]
[[ar:قاعدة بيانات]]
[[ar:قاعدة بيانات]]
[[az:Verilənlər bazası]]
[[be:База дадзеных]]
[[be:База дадзеных]]
[[be-x-old:База дадзеных]]
[[be-x-old:База дадзеных]]

Stumm eus an 22 Her 2007 da 19:02


Un hollad roadennoù eo ur stlennvon, pe bon roadennoù ("Database" e saozneg), o telvanañ ergorennoù eus ar bed gwerc'hel hag o vezañ ur skor evit un arload stlennegel. Evit bezañ ur stlennvon e rank un hollad roadennoù nann dizalc'h an eil re ouzh ar re all bezañ atersadus dre e endalc'had. Evit un atersadur e ranker kavout e-touez ar roadennoù an holl ergorennoù a c'hell eilgeriañ da zezverkoù lavaret, da skouer an holl levrioù bet skrivet gant X. Grall (ar stlennvon eus ul levraoueg). Atersadus e rank bezañ ar roadennoù hervez forzh pehini dezverk a vez oc'h aroueziañ an ergorennoù bezant er stlennvon. Rankout a reer ivez adkavout hollad an dezverkoù a ra d'ober framm ar roadennoù, da skouer evit stlennvon al levraoueg : Titl al levr, Niver a bajennoù, Skrivagner, Amprestet Ya pe Get.

E-barzh ur stlennvon e c'heller kadaviñ roadennoù neuze en ur doare frammel ha gant al leiañ ar gwellañ a c'hourleizhad. Gant lies arloadoù pe arveriaded e tle gallout bezañ arveret ent diaser ar roadennoù kadavet e-barzh ur stlennvon. Neuze, evit gallout lakaat boutin ar roadennoù-se e vez peurliesañ kennasket ur stlennvon ouzh ur rouedad a-dreñv un dafariad. Setu perak e vezont anvet bon.

Ardeiñ ar stlennvon

Gant ur meziant anvet RASV (Reizhiad Ardeiñ ar StlennVon) eo e vez ardoet ur stlennvon. Evit gwir, un hollad meziantoù eo a ro an tu d'an arveriaded d'ensoc'hañ, da zaskemmañ pe d'enklask en un doare efedus roadennoù spesadel e-touez ur c'halzad bras a stlennoù dasparzhet etre meur a arveriaded. Treuzwellus a seblant bezañ an dasparzh evit arvalien ar stlennvon dre-benn d'ar RASV hag e soñj da bep hini anezhe e-mod-se e vez o labourat e-unan gant ar stlennvon.

Peurvuiañ e vez kadavet ar roadennoù war gantennoù galet pe skoroù gwarellek arall.

Erounezet e c'hell bezañ un enklask dre talvoud lavaret ur roadenn anavezet gant an anv e-barzh ar stlennvon e-touez un hollad ergorennoù (da skouer an holl levrioù muioc'h eget 100 pajenn dezhe) pe ivez dre daveadurioù etre ergorennoù (da skouer al levrioù amprestet gant un arval lavaret).

Evit berraat, ar RASV a zo un hollad gwazadurioù a vez o kinnig an tu d'ardeiñ ur stlennvon evit :

  • Kevaraezañ an haeziñ ar roadennoù ent aes,
  • Aotren an haeziñ ar stlennoù da lies arveriaded,
  • Dazverañ ar roadennoù bezant er stlennvon (ensoc'hañ, dilemel, daskemmañ),

Gallout a reer digenaozañ ur RASV e tri is-reizhiad :

  • Ar reizhiad ardeiñ ar restroù : kevaraezañ a ra ar c'hadaviñ d'ar stlennoù war skoroù gwarellek. Live kentañ ar stlennvon eo. Pourchas a ra d'al liveoù uheloc'h memorioù eorizhek hag a vez ennegus dre anvioù an ergorennoù hag en araez da enklask dre endalc'had an ergorennoù (gwikefre ibiliañ).
  • Ar RASV diabarzh : ardeiñ a ra kanturzhiañ ar stlennoù. Ardeiñ ar roadennoù kadavet e-barzh ar restroù, kenstrollañ ar roadennoù-se da frammañ an ergorennoù, lec'hiañ an ergorennoù-se e-barzh ar restroù, ardeiñ an ereoù etre an ergorennoù ha frammoù o kevaraezañ herrekaat an haeziñ an ergorennoù a ra d'ober eil live ar RASV. Peurliesañ e vez al live-se oc'h en em harpañ war un delvan (ur patrom) roadennoù diabarzh da skouer taolennoù ereet gant bizied.
  • Ar RASV diavaez : ar c'hetal ouzh an arveriad eo. E arc'hwel pennañ a zo ar stummañ hag an erouezañ ar roadennoù d'an arloadoù ha d'an arveriaded. An trede live-se a ziogel an dezrannañ hag an deveizañ ar rekedoù eus an arveriaded e arc'hadoù diabarzh.

Ouzhpenn e vez ur RASV oc'h ardeiñ an dasparzhañ hag ar gevanlen war ar roadennoù. Hag e vez ivez o kwareziñ ar roadennoù diouzh an haezadurioù diaotreet.

Un tamm istor

Er bloavezioù c'hwegont (60) e oa bet ergrafet ar stlennvon kentañ. Hemañ a oa bet frammet tro-dro da restroù ereet gant bizied. Kediet e vez ar restroù gant molladoù kadavet an eil re da heuilh ar re all hag haezadus dre c'hras gwerzhoù anvet alc'houez.

Ar reizhiadoù IDS.I ergrafet gant Honeywell ha IMS.I ergrafet gant IBM e 1965 evit ar programmoù APOLLO a oa meziadoù diaraoger ar RASV arnevez.

E dibenn ar bloavezhioù 60 e oa bet ergrafet da vat ar RASV kentañ pe gentoc'h rummad kentañ anezhe. Gallout a reer menegiñ TOTAL, IDMS, IDS 2 hag IMS 2 evel RASVoù pennañ ar rummad kentañ.

Un eil rummad RASV a oa bet ergrafet diwezhatoc'h, e deraou ar bloavezhioù 70, oc'h ober gant an delvan daveaduriek. Pal ar rummad-se a oa aesaat haeziñ ar roadennoù evit an arveriaded eleze daskemmañ ar RASV diavaez. Ar roadennoù a vez erouezet neuze dindan stumm taolennoù . Dont a ra war well neuze un areg nevez anvet SQL (Structured Query Language) o kwazañ evit an enklask hag evit an hizivaat. Gallout a reer menegiñ ORACLE, INGRES, SYBASE, INFORMIX, DB2 ha SQL Server evel RASVoù an eil rummad.

Un trede rummad a oa bet ergrafet er bloavezhioù 80. Ouzhpenn an delvan daveaduriek, eo kevanaet gant ar RASVoù-se an delvan ergorennek. Reizhiadoù ergorennek-daveaduriek evel Oracle 8, DB2, Universal Database pe Informix Universal Server a zo ar RASVoù kentañ an trede rummad. Ur reizhiad ergorennek evel ObjectStore pe O2 a zo arnevesoc'h eget ar re all er rummad-mañ o vezañ ma eo azasoc'h ouzh ezhomm an arloadoù nevez (liesvedia, Kenrouedad, CAO ....).

Ur pevare rummad a zo hag a zo e bal bezañ azas diouzh ezhommoù a-vremañ evel da skouer ar Genrouedad, an ergorennoù liesvedia, skoazell ouzh an divizout hag an eztennañ gouiziegezhioù eus roadennoù ("Data minig").

Ar stlennvonoù ergorennek a zegas gallusterioù nevez hogen ne zeuont ket a-benn c'hoazh da erlerc'hiañ ouzh ar stlennvonoù daveaduriek diazezet war an daveoù etre taolennoù. Degas a reont dezhe kentoc'h arc'hwelioù ouzhpenn ha azasoc'h diouzh an ezhommoù a-vremañ evel al liesvedia.

Stlennvonoù pennañ

  • Ingres
  • Microsoft Access
  • Oracle
  • MySQL (meziant diskarg pe frank, lec'hienn :MySQL
  • PostgreSQL (meziant diskarg pe frank ivez, lec'hienn :postgreSQL