Diforc'hioù etre adstummoù "Pêr Even"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
64 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
+rummadoù
(Kempenn)
(+rummadoù)
{{peurunvan}}
 
Ganet e oa bet [[Per Even]] e [[Bro-Oueloù]] e 1919, e [[Goudelin]]] nepell diouzh [[Lannlon]], hag aod Mor Breizh, war-du [[Sant-Brieg]]. Dont a rae Per Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar [[brezhonegva]]. Bez'e oa anezhañ enta ur brezhoneger a vihanik.
Skoliet e oa bet e [[kelenndi]] ar Salezidi e [[Koad-ar-Roc'h]], etre [[Kastellaodren]] ha [[Gwengamp]], gant ar [[Salezidi]], a blede eno gant ur skolaj vicherel.
Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e [[Normandi]]. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e [[Kloerdi]] bras Sant-Brieg. Per Even en doa dilezet hent ar [[beleg|velegiezh]] a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur [[broadelouriezh|broadelour]], evel meur a gloareg all, evel [[Per ar Meur]], [[Armans Ar C'halvez]],[[Loeiz ar Floc'h]], Marsel [[Klerg]], [[Per Bourdellez]], [[Gwilherm Dubourg]], ha re all c'hoazh, yaouankoc'h.
* A-c'houdevezh e kasas Per Even, reoliek tre, pennadoù a [[feizoniezh]] kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn [["Ar Feiz dre ar Meiz"]] gant Imbourc'h.
 
* daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al "Lexique complémentaire français-breton" hag al "Lexique complémentaire breton-français", tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant [[Imbourc'h]] er bloaz e 1996 hag er bloaz 2000.
 
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rumad:Yezhoniourien Breizh]]
11 461

modification

Lañser merdeiñ