Rener (yezhadur) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: sl:Osebek
Linenn 40: Linenn 40:
[[ja:主語]]
[[ja:主語]]
[[lt:Veiksnys]]
[[lt:Veiksnys]]
[[ml:കര്‍ത്താവ്]]
[[nl:Onderwerp (zinsontleding)]]
[[nl:Onderwerp (zinsontleding)]]
[[nn:Subjekt]]
[[nn:Subjekt]]

Stumm eus an 11 Her 2007 da 20:43

Hervez dielfennerezh ar yezhoniezh ez eo 'rener ur frazenn kevatal da arguzenn ar verb o tennañ, peurliesañ, da orin an ober deskrivet gant ar verb-se. Er yezhoù a implijont an tu-gouzañnv eo luzietoc'h un tamm peseurt elfenn ar frazenn a dalvez da rener honnezh rak ar rener a c'hell bezañ ivez pal ar verb ha n'eo ket orin ar verb evel boaz.

Peurliesañ ez eo ar rener an elfenn er frazenn gant an nebeuutañ a verkoù morfologel evit diskwel ar c'has rak nominativel e vez er yezhoù n'int ket ergativel.

Ouzhpenn-se e vez techet ar yezhoù da lakaat ar rener da gentañ p'en deus ur verr meur a arguzenn (d.s. ur renadenn eeun). Yezhoù zo a laka ar rener goude renadenn ar verb, met ral-tre eo seurt yezhoù.

P'emañ gwir evit meur a yezh en devez dre ret pep verb ur rener, ar brezhoneg avat a c'hell ober heptañ a-wechoù en ur ober gant verboù dibersonel. Keñveriañ:

  • Yezhoù a implij ur rener dre ret:
It is raining (Ne ra dave ar raganv it da anv-kadarn ebet)
il pleut (Ne ra dave ar raganv it da anv-kadarn ebet)
mae hi'n bwrw glaw (Ne ra dave ar raganv hi da anv-kadarn ebet)

Ne denn ar raganvioù implijet amañ da rener fetis ebet: graet e vez raganvioù faos (saoz. "dummy pronoun").

  • Yezhoù a c'hell over gant verboù dibersonel:
"chove"
"glav a ra"

Ret eo ober an diforc'h avat etre ar yezhoù a c'hell ober gant verboù dibersonel diouzh un tu hag ar re a c'hell implijout raganvioù pe get hag e vez graet pro-drop' languages oute e saozneg, da lâret eo e c'hellont leuskat ar raganvioù da gouezhañ, evel e galizeg, da skwer:

"non como" = "eu non como" ("ne debran ket")

Gwelet ivez: