Lostger : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: mk:Наставка |
D Robot ouzhpennet: bg:Наставка |
||
Linenn 65: | Linenn 65: | ||
[[Rummad:Morfologiezh]] |
[[Rummad:Morfologiezh]] |
||
[[bg:Наставка]] |
|||
[[ca:Sufix]] |
[[ca:Sufix]] |
||
[[cs:Přípona (mluvnice)]] |
[[cs:Přípona (mluvnice)]] |
Stumm eus an 8 Her 2007 da 11:25
Er yezhoniezh e vez implijet an termen lostger (saoz: suffix) evit komz eus ur vorfemenn stag implijet evel kenger staget ouzh diwezh ur vorfemenn bennañ, anvet ar wrizienn, da skouer:
- "bras" > "brasder"
- "kan-" > "kanañ"
Bez e c'hellont bezañ berniet ivez a-wezhoù an eil war-lerc'h egile hag implijet war un dro gant rakgerioù, da skouer:
- "gall" > "galleg" > "gallekaat" > "dic'hallekaat"
Perzh pennañ ar yezhoù daspegel eo ar fed ma vez berniet gante meur a genger an eil war-lerc'h egile, en o zouez lostgerioù, da skouer
- Meur a lostger ren-ouzh-renk
- Turkeg
- "göz" ('"lagad")
- gözlük ("lunedoù")
- gözlükçü ("un den a werzh lunedoù")
- gözlükçülük ("gwerzhañ lunedoù")
- gözlükçülükte ("gwerzherezh lunedoù")
- Turkeg
Koulz semantikel ha kevreadurezhel a c'hell bezañ arc'hwel ul lost ger:
- Arc'hwel kevreadurezhel
Bez' e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel kevreadurezhel pa dalvez evit deverañ ur ger all , da skouer:
- Displegadur ar verboù
- Brezhoneg
- "kan-" > "kanan", "kanez"...
- Brezhoneg
- Displegadur an anvioù
- Finneg
- "talo" (nominativel) > "talossa" (inesivel)
- ("ti" > "en (un) ti")
- Finneg
- Arc'hwel semantikel
Diouzh an tu all avat e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel semantikel pa dalvez evit kemmañ ster ur ger, da skouer:
Evit a sell ouzh implij ar c'hengerioù e brezhoneg e talvez al lostgerioù evit kas da benn kemmoù kevreadurezhel peurliesañ keit ha ma talvez ar rakgerioù evit kas da benn kemmoù semantikel, keñveriit:
- Brezhoneg
- Kenger kevreadurezhel: lostger
- "klev-" > "klevet"
- Kenger kevreadurezhel: lostger
- Kenger semantikel: rakger
- "klev-" > "heklev"
- Kenger semantikel: rakger