Minihi Levenez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31: Linenn 31:


==Bennoz doue==
==Bennoz doue==
[[Skeudenn:job.jpg]]
Bennoz doue dit Job an Irien, evit al labourioù p'eus kaset a-benn gant hag evit mad ar brezhoneg. Degemeret out bet e Urzh an Erminig, gourc'hemenoù!
Bennoz doue dit Job an Irien, evit al labourioù p'eus kaset a-benn gant hag evit mad ar brezhoneg. Degemeret out bet e Urzh an Erminig, gourc'hemenoù!



Stumm eus an 30 Gwe 2007 da 16:17

Minihi Levenez a zo ur gevredigezh bet krouet dindan lezenn 1901, e 1984. Ar bal a zo strollan an holl re a zo kristen ha brezhoneger pe troet war ar brezhoneg, evit kas war-raok ar sevenadur relijiel breizhat en eskopti Kemper ha Leon.

Ar gevredigezh a vez kavet e Trelevenez (29), hag ar prezidant a zo Job An Irien.

An obererezhioù

  • Meur a oberiantizioù en eus ar gevredigezh evit ar relijion kristen.

Beb trimiziad e vez embannet levrioù brezhoneg-galleg war buhez ar sent (Sant Paol Orelian, Sant Kaourantin...) hag henoniezh ar savadurioù relijiel ("ar c'hroazioù hag ar c'halvarioù"...).

  • Kinniget e vez koñferañsoù a-hed ar bloaz e Penn-ar-bed.
  • Aozet e vez pelerinajoù: Iwerzhon, Bro Skos, Kerne... evit heuliañ hent ar Sent deuet e Breizh da c'houde.

Pelerinajoù en Douar-Santel a zo aozet ivez ( d'ar 16 betek ar 26 a viz eost 2007, evit ar bloavezh-mañ).

  • Aozet e vez kentelioù noz evit deskiñ brezhoneg ha stajoù kantikoù relijiel e brezhoneg a vez.

(CDoù ha levrioù kan a vez moullet).

  • Degemeret e vez liseidi ha skolajidi e-kerz un dibenn-sizhun evit ur retred bihan.

An overennoù e brezhoneg

Bep sadorn da 7e (ur pred a vez goude an overenn bep eil sadorn ar miz )e Trelevenez.

Bep mercher da 6e45 e Landerne.

Bep sul ar mizioù ampar da 9e45 er Folgoad.

Yaou Bask da 10e30 bep sul e miz Mae da 10e e Lannuon.

Bennoz doue

Bennoz doue dit Job an Irien, evit al labourioù p'eus kaset a-benn gant hag evit mad ar brezhoneg. Degemeret out bet e Urzh an Erminig, gourc'hemenoù!

Anavezet-mat eo ar beleg-mañ gant lennerien Ya!; "Le progrès de Cornouaille", "Courrier du Leon" dre an embann kronikennoù er c'hazetenn-mañ bep sizhun. Betek 1982 en doa embennet kalz er Bleun brug. Paotr ar furnez eo-e 164, ha dalc'hmat e vez o klask treuzkaz furnez hag e feiz d'ar re yaouank, dre aozañ pirc'hinajoù gante. Oberiant-kanañ eo war dachenn ar sonerezh ivez: torkadoù kantikoù ha kantadoù e-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (Ar Marh-dall, War warh ar mor), hag evit ar vugale (Klask a ran, Dremm an Aotroù...). Testennoù sakr e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez.

Da wellet