Republik sizalpin : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot tennet: de, en, es, it, ja, la, nl, no, pl, pt, ru, sl, zh
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
D Kemmoù BenoniBot (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Llydawr
Linenn 23: Linenn 23:
[[Rummad:Stadoù-suj da Vro-C'hall]]
[[Rummad:Stadoù-suj da Vro-C'hall]]
[[Rummad:Istor Italia]]
[[Rummad:Istor Italia]]


[[de:Cispadanische Republik]]
[[en:Cispadane Republic]]
[[es:República Cispadana]]
[[it:Repubblica Cispadana]]
[[ja:チスパダーナ共和国]]
[[la:Res Publica Cispadana]]
[[nl:Cispadaanse Republiek]]
[[no:Den cispadanske republikk]]
[[pl:Republika Cispadańska]]
[[pt:República Cispadana]]
[[ru:Циспаданская республика]]
[[sl:Cispadanska republika]]
[[zh:奇斯帕达纳共和国]]

Stumm eus an 21 Gwe 2007 da 20:29

D’ar 16 a viz Here 1796 e voe embannet gant ar jeneral Bonaparte ur Republik Cispadania.

D’ar 27 a viz Mezheven 1797, e voe unanet gantañ Republikoù Cispadania ha Transpadania d’ober ur Republik Cizalpin.

Istor

Pa erruas ar jeneral Bonaparte en Italia d’an 10 a viz Ebrel 1796 e voe aloubet Lombardia gant e arme, da lavarout eo kêrioù a oa e dalc’h Aostria (Mantova) pe Stadoù ar Pab (Bologna, Ferrara). War-lerc’h an hañv e voe aloubet ivez ar stadoù dalc’het gant an Tiegezh Este (Modena, Reggio, Massa-ha-Carrara).

Embannet e voe republikoù nevez an eil war-lerc’h eben, e Ferrara, Bologna, Reggio, Modena, ha re all).

D’ar 15 a viz Here 1796, gant an douaroù er c’hreisteiz d’ar Po (Modena, Bologna, Ferrara ha Reggio) e voe savet ur C’hengevredad cispadan, gant skoazell Bonaparte, hag en devoa ezhomm da sioulaat an traoù evit gallout kaout soudarded nevez da vont da vrezeliñ ouzh Aostria. Gant ar C’hengevredad e voe graet Republik Cispadania d’ar 27 a viz Kerzu, a voe roet dezhi ur Vonreizh d’an 19 a viz Meurzh 1797. D’an 30 a viz Genver 1797 e voe kresket, gant Massa-ha-Carrara ha Garfagnana, ha neuze, d’an 19 a viz C’hwevrer 1797, gant Romagna.


Savet e voe ur bagad gwarded keodedel, gant chaseourien ha kanolierien. D’ar 7 a viz Genver 1797, er Sala del Tricolore e Reggio, e voe savet ur gouarnamant ha dibabet ur banniel.

Banniel

Ur banniel triliv e oa, ruz gwenn ha gwer. E kreiz e oa ur gurunenn lore hag un arouez gant ur c’hlaouier-biroù, ennañ pevar bir da aroueziañ ar peder republik kentañ.

D’an 9 a viz Mezheven 1797 e voe kendeuzet Republikoù Cispadania ha Transpadania, d’ober ar Republik Cizalpin.