Vendôme : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+interwiki-links
D Robot ouzhpennet: nn:Vendôme, ro:Vendôme
Linenn 28: Linenn 28:
[[it:Vendôme]]
[[it:Vendôme]]
[[nl:Vendôme]]
[[nl:Vendôme]]
[[nn:Vendôme]]
[[pl:Vendôme]]
[[pl:Vendôme]]
[[pt:Vendôme]]
[[pt:Vendôme]]
[[ro:Vendôme]]
[[sl:Vendôme]]
[[sl:Vendôme]]
[[vi:Vendôme, Loir-et-Cher]]
[[vi:Vendôme, Loir-et-Cher]]

Stumm eus an 11 Gwe 2007 da 19:08

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur gumun c'hall eo Vendôme (Gwenngen hervez Meven Mordiern, genidik eus ar vro) e departamant al Loir-et-Cher. War ribl al Lez emañ, 35 kilometr e gwalarn Blois ha dre ar TTB e c'haller mont da Bariz dindan 42 munutenn.

Istor

E-kichen kêr Vindocinum e veze un oppidom war un dorgenn a oa savet ur c'hastell-kreñv warni er Grennamzer. E Vendôme e marvas Nevenoe, dug Breizh e 851. Diazezañ a reas abati an Dreinded sant Bienheuré er Vvet kantved. Chom a ra an iliz evel m'eo bet savet er stil gotek flamennek. Dont a reas ar vro da vezañ glad familh ar Vourboned-Vendôme, ur skourr d'an dierniezh c'hall er XIVvet kantved. E 1515 e oa kemmet ar c'ontelezh da dugelezh evit Charlez a Vourbon, tad-kozh Herri IV, roue Bro-C'hall. Hemañ a roas an dugelezh d'e mab bastard, Kaezar. Pelloc'h e oe roet dezhañ post gouarnour Breizh gant Anna a Aostria, intañvez Herri IV.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz abati an Drinded gant ur c'hloc'hdi distag hag un talbenn kizellet meurbet er stil gotek flamennek
  • Mirdi e savadurioù abati an Dreinded (XIVvet-XVIved kantved)
  • Iliz ar Madalen (XVvet kantved)
  • Tour Sant-Marzhin, bet kloc'hdi un iliz aet da get
  • Dor Sant-Jord
  • Ospital kozh ha skolaj kozh, an ti-kêr ennañ hiziv
  • Levraoueg Abad Grégoire
  • Dismantroù kastell konted vendôme
  • Delwennoù Pierre de Ronsard ha kont ha marichal a Rochambeau
  • Kartieroù kozh

Tud c'henidik eus ar vro