Tog : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 10: | Linenn 10: | ||
*Darn a c'holo ar gouzoug pe an dremm, ouzhpenn ar blev. |
*Darn a c'holo ar gouzoug pe an dremm, ouzhpenn ar blev. |
||
*Darn zo kornek, daougornek, tric'hornek... |
*Darn zo kornek, daougornek, tric'hornek... |
||
[[Image:JackieKennedy.jpg|right|thumb|150px|[[Togoù dierien a vez alies gant ar merc'hed, evel amañ gant [[Jacqueline Kennedy]].]] |
|||
[[Image:Detail from a painting of Napoleon.jpg||thumb|200px|Tog daougornek Napoleon.]] |
[[Image:Detail from a painting of Napoleon.jpg||thumb|200px|Tog daougornek Napoleon.]] |
||
Stumm eus an 9 Gwe 2007 da 15:10
Un tog, pe ur c'habell, zo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.
Stummoù
- Darn a vez lakaet war ar penn, hag a zo dierien.
- Darn all zo erienet, evel ar sombrero .
- Darn a c'holo ar gouzoug pe an dremm, ouzhpenn ar blev.
- Darn zo kornek, daougornek, tric'hornek...
[[Image:JackieKennedy.jpg|right|thumb|150px|[[Togoù dierien a vez alies gant ar merc'hed, evel amañ gant Jacqueline Kennedy.]]
Gerdarzh ha distagadur
Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "toque". Kavout a reer daou zistagadur d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doare Kerne-Izel (liester tokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doare Treger (liester togoù).
Gwiskañ ar penn
Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad a bep seurt anvioù dezhe: boned, kasketenn , koef, bered.
Betek kreiz an ugentved kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho. Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.
Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn.
|
Tennañ an tog
Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.
Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.
Gwiskañ un tog
Togoù a bep seurt
A bep seurt anvioù zo, hervez ar stumm, an danvez, ar vro orin ar yezh.
- An tog plouz
- An tog foñs uhel, pe tog foñs hir,
- An tog pompad, pe tog pomper, a zo bowler hat e saozneg, a weler er filmoù kozh war bennoù Charlie Chaplin pe Stan Laurel hag Oliver Hardy
- An tog voulouz, pe tog goz, pe tog blev goz, togoù doare Breizh.
- An tog ruz: tog ar gardinaled, en iliz katolik.
- An tog feur, gwisket er broioù yen, chapka e ruseg.
- An tog-houarn, pe tokarn, pe helm, a vez gwisket gant soudarded.
Gerioù deveret
- Un tog-touseg, pe ur c'habell-touseg zo unan.
- Didog, pe diskabell eo an hini n'eo ket goloet e benn.
- Didogañ un dra bennak a zo kement ha tennañ ar seurt tog zo warnañ, evel an dent, a vez toget hag a c'hall bezañ didoget.
Troioù-lavar
²Mont e tog: pa voe dilezet ar c'hoefoù gant ar merc'hed diwar ar maez, e-kerzh an ugentved kantved, e veze lavaret ez aent e tog.
- Togañ ar bern plouz: aozañ ar bern plouz evel pa vije lakaet un tog dezhañ.
Anvioù-tud
Anavezet eo an anvioù-tiegezh-mañ:
- Kabelleg
- Daougabell
Anvioù togoù eus ar bed
- An akubra eus Aostralia.
- Ar borsalino, an tog feltr aozet gant Giuseppe Borsalino, deuet da vout hini riblerien ar bloavezhioù 30.
- Ar chupalla, eus Chile
- An homburg, pe hombourg
- Ar fedora, ur seurt borsalino
- Ar panama, ha n'int ket graet e Panama, met en Ekwador.
- Ar sombrero, tog erienet ledan Spagn, pe broioù spagnolek: brudet eo ar sombrero mec'hikan.
- An togoù kornek:
- An trilby.