São Luís (Maranhão) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Image:São Luís in Brazil.png|thumb|200px|Gwelout pelec'h emañ São Luís (Maranhão) e Brazil.]]

'''São Luís''' eo anv kêrbenn stad [[Maranhão]] e [[Brazil]], en [[Enez São Luís]], e [[Baía de São Marcos]], en aber graet gant meur a stêr, ha dreist-holl an teir-mañ: [[Pindaré]], [[Mearim]], [[Itapecuru]].
'''São Luís''' eo anv kêrbenn stad [[Maranhão]] e [[Brazil]], en [[Enez São Luís]], e [[Baía de São Marcos]], en aber graet gant meur a stêr, ha dreist-holl an teir-mañ: [[Pindaré]], [[Mearim]], [[Itapecuru]].



Stumm eus an 8 Gwe 2007 da 17:01

Gwelout pelec'h emañ São Luís (Maranhão) e Brazil.

São Luís eo anv kêrbenn stad Maranhão e Brazil, en Enez São Luís, e Baía de São Marcos, en aber graet gant meur a stêr, ha dreist-holl an teir-mañ: Pindaré, Mearim, Itapecuru.

Tost d'ur milion a dud a oa o chom e kêr e 2006, hag 1,227,659 er veurgêr, ar 16vet tudetañ eus Brazil.


Istor

Da gentañ e oa ur gêriadenn dalc'het gant an "indianed" Tupinambá .

Bloavezhioù ar C'hallaoued

Kentañ Europeiz a voe gwelet eo Gallaoued e oant, e 1612, o klask sevel un drevadenn. Ur c'hreñvlec'h a voe da gentañ, anvet "Saint Louis", diwar-lerc'h ar roue gall Loeiz IX, hag evit enoriñ o roue da-neuze Loeiz XIII.

Tro Portugaliz

Kemeret e voe ar c'hreñvlec'h gant soudarded eus Portugal renet gant Jerônimo de Albuquerque e 1615, setu n'o doe ket amzer ar C'hallaoued da sevel ur gêr. Se zo kaoz e vez tabut a-wechoù da c'houzout gant piv e voe savet kêr São Luís.

Izelvroiz

E 1641 e voe aloubet kêr gant Izelvroiz, a chomas enni betek 1645 , hep lezel o roud war ar sevel tier, ne chom nemet ar soñj eus o gwask rust ha garv.

Tier

Restr:São Luís Brasil.jpg
Talbenn un ti , gant an "azulejos"

E São Luís e weler ttier ha savadurioù kaer, hêrezh an drevadennerien bortugalat.

Aten Brazil a vez graet anezhi, abalamour d'ar varzhed ha skrivagnerien zo deuet anezhi, evel Aluísio Azevedo, Graça Aranha, Gonçalves Dias, Ferreira Gullar.


E 1997 e voe anvet kreiskêr Lec'h Sevenadurel ar Bed gant an UNESCO.


Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.