South Park : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: az:South Park
Linenn 39: Linenn 39:


[[ar:ساوث بارك]]
[[ar:ساوث بارك]]
[[az:South Park]]
[[bar:South Park]]
[[bar:South Park]]
[[be:South Park]]
[[be:South Park]]

Stumm eus an 15 Eos 2007 da 02:34

South Park a zo anezhi un dresadenn-vev, bet krouet gant an amerikaned Trey Parker ha Matt Stone. Skignet eo war ar rouedad Comedy Central abaoe an 13 a viz Eost 1997. Skignet eo bet evit ar wezh kentañ e Frañs ar 17 a viz Gouere 1998 war Canal plus, ha war ar chadenn Comedie abaoe 2002.

Synopsis

Ar rummad tresadennoù bev-se a gont istor pevar mignon, tro 8 bloaz anezho a vev e South Park, ur geriadenn eus Kolorado. Plij a ra dezho implij ur bern gerioù groñs hag hudurezh eo o fent alies.


An tudennoù

Stan Marsh : paotr marteze ar muiañ en e reizh eus ar serienn paneve e tisloñk re alies war ar plac’h emañ amourus ganti, Wendy Testaburger. E penn ar strollad emañ tamm pe damm, ha gantañ alies e vez klozet an abadenn gant ur gentel bennak.

Kyle Broflovski : yuzev anezhañ, a zo ur paotrig sensupl tre, abalamour d’e vamm kalz re war e lerc’h. E vreur, Ike e anv, a zo bet adoptet gant e dud. Kanadian eo, ha se zo kaoz n’en deus ket e benn ar memes stumm evit ar re all. Plijout a ra kalz da g/Kyle c’hoari mell-droad gantañ. Ober a ra “Tenn er babig !” eus ar c’hoari-mañ.

Kenny McKormick : a zo bepred e benn skoachet gant e gapuchenn. Gwall digomprenus neuze eo pezh a lâr. Paour-razh emañ e familh, hag e vignoned a ra goap outañ alies abalamour d’an dra-se. Drouklazhet vez ar paotr mañ bewezh, hag atav en un doare disheñvel, pezh a laka e vignoned estlammiñ : « Gast ! Lazhet o deus Kenny ! »

Eric Cartman : Hennezh a zo lart kenañ, droug, penn-gouez, gouennelour, ha paotr outañ e-unan. Abuziñ a ra e amzer en ur lakaat reuz. E vamm, protestantez he deus c’hoariet ba filmoù revr. N’anavezer ket tad Cartman.


Politikerezh

An dresadenn-vev-mañ a zo ur flemmgan eus ar gevredigezh amerikan. Drezi e tagont gwir darvoudoù, gwir tud liammet gant ar relijion, ar bolitikerezh hag ur bern sujedoù taboù. A-ratozh emañ stank an hudurezh enni. Graet eo evit direnkañ tud zo, pe just-awalc'h tud o deus c'hoant pismigat. Engajet int ha politikel-tre emañ an dresadenn-vev-se. Disklêriañ a reont pezh na blij ket dezho en ur vont pell a-walc'h ganti. Keñvered eo South Park alies gant ar Simpsons.

Prizioù

  • Emmy Award 2005 : Gwellañ rummad-film evit an abadenn Best Friends Forever


Film

  • South Park : Bigger Longer & Uncut (1999)

Links