Éamonn Ceannt : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 9: | Linenn 9: | ||
Ceannt a zo bet toull-bac'het e Kilmainham betek ma vefe kaset d'ar marv an [[8 Mae|8 a viz Mae]] [[1916]], pa oa 34 bloaz. |
Ceannt a zo bet toull-bac'het e Kilmainham betek ma vefe kaset d'ar marv an [[8 Mae|8 a viz Mae]] [[1916]], pa oa 34 bloaz. |
||
[[Rummad:Istor Iwerzhon|Ceannt, Éamonn]] |
|||
[[Rummad:Tud|Ceannt, Éamonn]] |
|||
[[Rummad:Ganedigezhioù 1881|Ceannt, Éamonn]] |
|||
[[Rummad:Marvioù 1916|Ceannt, Éamonn]] |
|||
[[ca:Éamonn Ceannt]] |
|||
[[en:Éamonn Ceannt]] |
|||
[[es:Éamonn Ceannt]] |
|||
[[ga:Éamonn Ceannt]] |
|||
[[no:Éamonn Ceannt]] |
Stumm eus an 1 Eos 2007 da 13:11
Éamonn Ceannt (Edward Thomas Kent), ganet d'an 21 a viz Gwengolo 1881 ha marvet d'an 8 a viz Mae 1916, oa ur broadelour hag un dispac'hour iwerzhonat.
Ceannt a zo bet ganet e Glenamaddy e Ballymoe e-barzh ranvro Galway en ur familh a seiz bugel. E dad oa un ezel eus ar Royal Irish Constabulary. Pa z'eas war e leve e 1882, eñ hag e familh a zeas war-zu Dulenn.
Aze Ceannt a deuas da vezañ disachet gant ar strolladoù sevenadurel hag ar stourm broadel iwerzhonat. Dont a reas da vezañ un ezel eus ar Gaelic League (adalek e zonedigezh er gevredigezh e cheñchas stumm e anv "Edward" evit kemer ar stumm e iwerzhoneg: "Éamonn") ha dont a reas da vezañ un dreist c'hoarier a uilleann pipes. Mont a reas da c'hoari eus ar benveg-se dirak ar Pab Pius X. Labourat a reas e kontouriezh an Dublin Corporation.
War-dro 1913 e deuas da vezañ un ezel eus an Irish Republican Brotherhood, ha diwezhatoc'h unan eus krouerien an Irish Volunteers. Ceannt oa unan eus izili kuzul milourel evit aozadur emsavadeg Pask e 1916, ha sinañ a reas gant ar re all embannadenn ar Republik. Lakaet e oa bet e penn 4vet batailhon ar Volunteers, hag e pad an emsav e oa staliet e Su Dublin Dublin Union hag e-kichenn strilherezh Marrowbone Lane gant muioc'h hag ur c'hantved den stag ouzh e aotrouniezh (e eil-a-gamp oa Cathal Brugha ha William Thomas Cosgrave). E vagad-stourm a vevas kalz a emgannoù e-pad ar sizhunvezh, met reiñ a reas e zilez d'ar saozon pa z'eo bet goulennet dezho gant ar gomandant Patrick Pearse. Tachennoù ha savadurioù dalc'het gant Ceannt zo e touez a re nemeto da non-paz bezañ bet tapet gant ar saozn (gant Milin Boland dalc'het gant Éamon de Valera).
Ceannt a zo bet toull-bac'het e Kilmainham betek ma vefe kaset d'ar marv an 8 a viz Mae 1916, pa oa 34 bloaz.