Nymphadora Tonks : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:

[[Skeudenn:Tonksmovie.jpg]]


'''Nymphadora Tonks''' zo ur sorserez eus romantoù ''[[Harry Potter]]'', skrivet gant [[J. K. Rowling]].
'''Nymphadora Tonks''' zo ur sorserez eus romantoù ''[[Harry Potter]]'', skrivet gant [[J. K. Rowling]].
Linenn 6: Linenn 6:
Kaoz zo anezhi adalek trede chabistr ar pempvet levrenn, ''Harry Potter hag Urzh ar Feniks'' (''Harry Potter and the order of the Phoenix''). C'hoariet e vez he roll gant an aktourez : Natalia Tena.
Kaoz zo anezhi adalek trede chabistr ar pempvet levrenn, ''Harry Potter hag Urzh ar Feniks'' (''Harry Potter and the order of the Phoenix''). C'hoariet e vez he roll gant an aktourez : Natalia Tena.


[[Skeudenn:Tonksmovie.jpg|right]]



== Evit mont pelloc'h==
== Evit mont pelloc'h==

Stumm eus an 31 Gou 2007 da 12:41


Nymphadora Tonks zo ur sorserez eus romantoù Harry Potter, skrivet gant J. K. Rowling. Ezel e oa eus ar c'hoskoriad anvet Hufflepuff e skol Hogwarts. Labourat a ra bremañ evel auror evit maodierndi an hudouriezh hag ezel eo eus Urzh ar Feniks. Ne blij ket dezhi hec'h anv-badez, Nymphadora. Mont a reer outi eta dre he anv familh, Tonks.

Kaoz zo anezhi adalek trede chabistr ar pempvet levrenn, Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the order of the Phoenix). C'hoariet e vez he roll gant an aktourez : Natalia Tena.

Evit mont pelloc'h

Ganet eo bet Nymphadora Tonks e 1973 moarvat. He zad zo ur "muggle", anvet Ted Tonks hag he mamm, Andromeda Black, zo ur genitervez da Sirius Black. Nymphadora Tonks zo ur sorserez he "gwad mesklet" eta (enebet d'ar re o "gwad glann"). Stumm ur galon zo d'he fenn, gant daoulagad du ha lufrus. Gouest eo da cheñch stumm he dremm pe liv he blev hag hini he daoulagad pa he dez c'hoant evel ar Metamorphomagused all. Da gustum e vez ros bubble-gum he blev. O liv naturel zo gell marteze. Er filmoù e vezont mouk. Dont a reont da vezañ ruz pa ya droug enni.

Nymphadora Tonks a oa ur plac'hig hepken e-pad ar brezel kentañ a-enep Lord Voldemort. Studiet he deus e Hogwarts, er c'hoskoriad Hufflepuff. E-pad e studioù n'eo ket bet prefed evit he c'hoskoriad, ne oa ket sirius a-walc'h kredapl daoust dezhi da gaout notennoù mat moarvat rak deuet eo da vezañ aurorez goude bezañ tremenet seiz bloavezh e Hogwarts.

Teir bloavezh studi zo c'hoazh evit dont da vezañ auror.


He c'herent hag he anaouedegezhioù

Evit ar familh Black e oa dizenorus eurediñ gant ur muggle, eviti a oa "glann he gwad" hag evite dreis-holl ... Abalamour da se e oa bet skarzhet Andromeda Black eus gwezenn-lignez he familh[1]. Ha Nymphadora a zo bet lakaet a-gostez gant ar re Vlack o deus heug outi.

Andromeda zo ivez ur genitervez da Sirius Black zo bet tennet eus gwezenn-lignez ar familh ivez. Sirius a lavar e oa Andromeda unan eus e genitervezed a gare ar muiañ[2]. C'hoarezed Andromeda eo Narcissa Malefoy ha Bellatrix Lestrange. Lucius Malefoy ha Rodolphus Lestrange a zo eontred evit Tonks eta ha Draco Malefoy zo he c'henderv. Met ne zarempredont ket an eil re ar re all ken abalamour d'o mennnozhioù.

Andromeda Black ha Ted Tonks n'ho deus bet bugale all ebet met Tonks he deus kavet un doare c'hoarig, Ginny Weasley. En em glevout a reont mat o-div. N. Tonks zo amourous eus Remus Lupin. Asambles e vezont gwelet er C'hwec'hvet levrenn.

Lupin ha Tonks a vez dimezet er seizvet levr hag ur mad o deus, anvet Teddy Tonks. Nymphadora Tonks, Remus Lupin ha Ted Tonks a z'aio da anaon er seizvet levr. E unan e chomo Teddy gant Andromeda Tonks, Harry Potter a vo paeron dezhan.

Er sinema

Tonks a zo c'hoariet gant Natalia Tena er film Harry Potter and the Order of the Phoenix zo aet er-maez d'an 11 a viz Gouere 2007. Siwazh ne weler Tonks nemet e penn-kentañ ar film.


Liammoù diavaez


Notennoù

  1. Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the order of the Phoenix)
  2. Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the order of the Phoenix)