Kuzulier-departamant : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: dilamet ar patrom hervez an diviz votet (-{{Peurunvan}} +)
D Robot ouzhpennet: es:Consejero general
Linenn 14: Linenn 14:
[[Rummad:Kuzulier-departamant|*]]
[[Rummad:Kuzulier-departamant|*]]


[[es:Consejero general]]
[[fr:Conseiller général]]
[[fr:Conseiller général]]

Stumm eus an 30 Gou 2007 da 11:50

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


E Frañs e vez dilennet ar C'huzulier-departamant da geñver ur mouezhiadeg hollek eeun, gant elektourien ur c'hanton, hervez reolennoù ur mouezhiadur unanv muianiverek div dro dezhañ.

An holl guzulierien bet dilennet en un departamant bennak a ya da ober ar C'huzul-departamant, framm melestradurel an departamant. Galloud-oberiant ar framm-se a vez dalc'het gant prezidant ar C'huzul-departamant, harpet gant ar Bodad-pad.

E pep departament e vez nevesaet an hanter eus ar guzulerien bep tri bloaz, an eil votadeg o tegouezhout da vare an dilennadeoù-kêr hag eben da vare an dilennadegoù-rannvro.

Dilennet eo kement kuzulier-departamant evit 6 bloaz, nemet ma'z eo bet dilennet goude ur votadeg darnel (aozet goude marv ar c'huzulier e plas, da skouer). Padout a ra amzer-gefridi an dilennad nevez betek termen amzer-gefridi ar c'huzulier kent. Evel-se ne vez ket kemmet deiziataer an dilennadegoù-departamant.

Daoust ma n'eo ket termenet da vat ez eo un tamm ar c'huzulier-departamant en e ganton, evel ar c'hannad en e bastell-vro.