Michele Mazzarino : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
D
→‎E vuhez: typo, replaced: e o → e o (7) using AWB
No edit summary
D (→‎E vuhez: typo, replaced: e o → e o (7) using AWB)
 
==E vuhez==
[[File:Roma-Santa_Maria_sopra_Minerva.jpg |thumb| Iliz [[Santa Maria sopra Minerva]], e Roma. ]]
Ganet e oa e [[Pescina]], e [[Rouantelezh Naplez]], met savet e voe e Roma. Alessandro e oa e anv-badez. Mab e oa da Pietro Mazzarini, ha d'e bried Ortensia Buffalini. E vamm a oa eus un tiegezh a renk uhel, a orin eus [[ Città di Castello]], en [[Umbria]], ha filhorez e oa da [[Filippo Iañ Colonna]], Konestabl Naplez. C'hwec'h bugel a oa en tiegezh, [[Giulio Mazzarino]] e oa ar c'hentañ, ha Michele an eil.
 
E 1620 ez eas da skol [[Urzh an Dominikaned]] e kouent penniliz [[Santa Maria sopra Minerva]] e Roma hag eno e kemeras an anv ''[[Michele]]'' . E 1624 ez eas da echuiñ e studioù da [[Viterbo]] ha [[Bologna]]. Beleget e voe e 1628, ha kelenn a reas an doueoniezh hag ar brederouriezh e meur a skol dalc'het gant an Dominikaned, ha meur a garg a bouez a voe roet dezhañ.
 
Anvet e voe da vestr ar palez sakr gant ar pab [[Urban VIII]], ha gant [[Inosant X]] da arc'heskob Aix-en-Provence e 1645 (hag e chomas betek e varv), da gardinal, da vesroue Katalonia ha da gannad e Roma.
 
==E varv==

Lañser merdeiñ