Eben : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7: Linenn 7:
|doare=[[kan ha diskan]], [[sonerezh rock|rock]], [[elektro]]
|doare=[[kan ha diskan]], [[sonerezh rock|rock]], [[elektro]]
|bloavezhioù=Adalek 2018
|bloavezhioù=Adalek 2018
|label=[[Coop Breizh]]}}
|label=[[Coop Breizh]]
|izili=[[Marine Lavigne]]<br>[[Sterenn Le Guillou]]<br>[[Enora Jegou]]}}
'''Eben'''<ref name="Eben" />([{{LFE|e'be:n}}]) zo ur strollad sonerien ha kanerezed brezhonek bet krouet e [[2019]], da-heul un abadenn kinniget e [[Gouel etrekeltiek an Oriant]] e [[2018]].<ref name="FIL">{{fr}} {{Liamm web|url=https://www.festival-interceltique.bzh/eben-un-album-et-des-concerts/|titl=Pajenn Eben|embanner=Gouel Etregeltiek an Oriant|lennet d'=ar 17 a viz Ebrel 2020}}</ref> Ennañ ez eus teir c'hanerez hag a azasa kanaouennoù hengounel pe a skriv kanaouennoù er stil-se, a-gevret gant tri soner. Ur strollad kan-ha-diskan eo eta.

Stumm eus an 14 Meu 2022 da 20:43

Eben
Eben e Yaouank 2019

Bro orin Breizh Breizh
Doare(où) kan ha diskan, rock, elektro
Bloavezhioù oberiant Adalek 2018
Label(ioù) Coop Breizh

Izili Marine Lavigne
Sterenn Le Guillou
Enora Jegou

Eben[1]([e'be:n]) zo ur strollad sonerien ha kanerezed brezhonek bet krouet e 2019, da-heul un abadenn kinniget e Gouel etrekeltiek an Oriant e 2018.[2] Ennañ ez eus teir c'hanerez hag a azasa kanaouennoù hengounel pe a skriv kanaouennoù er stil-se, a-gevret gant tri soner. Ur strollad kan-ha-diskan eo eta.

Goude o sonadeg kentañ dindan stumm New Leurenn ("Leurenn nevez") o doa kinniget o albom kentañ er gouel Yaouank e 2019. Diwar atiz Gouel Etrekeltiek an Oriant o doa sonet asambles gant ar strollad skosat Sian, ur strollad heñvel gant teir c'hanerez gouezelek a-gevret gant sonerien.[2]

Izili

Albom

E 2019 e oa bet embannet un albom, ennañ dek ton da zañsal[3] :

  1. Paskoù hir ar c'hemener - Polka plinn
  2. An disput - Ton simpl gavotenn
  3. Ar yarig - Tamm kreiz
  4. Gwerz ar Maen - Ton doubl gavotenn
  5. Son an ibil gwer - Rond Landeda
  6. N'eo ket n'ho ti tavarnourez - Kas a barh
  7. Keben - Ton kentañ plinn
  8. War sujed an dimeziñ - Bal plinn
  9. Degemer mat er Republik - Ton diwezhañ plinn
  10. Ar Vretonez vihan - Kost ar c'hoad

En o zouez e kaver tonioù skrivet a-ratozh, evel "Keben", un doare da adkontañ istor ar sorserez enebet ouzh Sant Ronan diouzh he sell dezhi, gant un tu benelour kentoc'h. "Degemer mat er Republik" zo ur grouadenn all diwar-benn talvoudoù Republik Frañs ha penaos e vezont lakaet da dalvezout evit gwir, dreist-holl e-keñver ar repuidi.

Liammoù diavaez

Daveoù

  1. 1,0 ha1,1 Pajenn degemer Eben, Eben. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Pajenn Eben, Gouel Etregeltiek an Oriant. Lennet d'ar 17 a viz Ebrel 2020
  3. (fr) CD Eben, Coop Breizh. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020