Forn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Istor: ortho, replaced: ref><ref → ref>{{,}}<ref using AWB
D ortho, replaced: .<ref>[http://www.historyworld.net/wrldhis/PlainTextHistories.asp?historyid=ab73 History of THE INDUS CIVILIZATION]</ref>{{,}}<ref>Dales, George, ''Excavations at Balakot, Pakistan, 1973'', Journal of Field using AWB
Linenn 1: Linenn 1:
{{adkas|Forn}}
{{adkas|Forn}}
[[Skeudenn:Jean-François Millet (II) 005.jpg|thumb|Ur '''forn''', en un daolenn gant [[Jean-François Millet]]]]
[[Skeudenn:Jean-François Millet (II) 005.jpg|thumb|Ur '''forn''', en un daolenn gant [[Jean-François Millet]]]]
Ur '''forn''' zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ ([[bara]], [[kig]] ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù [[poderezh]].
Ur '''forn''' zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ ([[bara]], [[kig]] ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù [[poderezh]].

== Istor ==
== Istor ==
[[Skeudenn:Four - intérieur.jpg|thumb|right|200px|Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en [[Okitania]].]]
[[Skeudenn:Four - intérieur.jpg|thumb|right|200px|Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en [[Okitania]].]]
Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an [[Indus]], en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K.<ref>[http://www.historyworld.net/wrldhis/PlainTextHistories.asp?historyid=ab73 History of THE INDUS CIVILIZATION]</ref>{{,}}<ref>Dales, George, ''Excavations at Balakot, Pakistan, 1973'', Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [http://www.jstor.org/pss/529703]</ref>
Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an [[Indus]], en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K<ref>[http://www.historyworld.net/wrldhis/PlainTextHistories.asp?historyid=ab73 History of THE INDUS CIVILIZATION]</ref>{{,}}<ref>Dales, George, ''Excavations at Balakot, Pakistan, 1973'', Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [http://www.jstor.org/pss/529703]</ref>.

Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet [[bara]] gant ar C’hresianed en [[Henamzer]]. Graet e vezent gant [[pri]] ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.

Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh [[300]] e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.

== [[Keginañ]] ==
== [[Keginañ]] ==
[[Skeudenn:Oven.agr.jpg|thumb|left|Ur forn vodern]]
[[Skeudenn:Oven.agr.jpg|thumb|left|Ur forn vodern]]
Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e [[metal]] peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : [[kig]], [[legumaj]], [[tourtennoù]] a bep seurt, [[gwastell|gwastilli]], ha bara ivez a-wechoù.

Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe [[glaou]]. Bremañ e vez graet peurliesañ gant [[gaz]] pe [[tredan]]. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer [[fornigell]] anezhañ.

Stumm eus an 6 Meu 2022 da 10:46

Ur forn, en un daolenn gant Jean-François Millet

Ur forn zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ (bara, kig ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù poderezh.

Istor

Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en Okitania.

Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an Indus, en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K[1],[2].

Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet bara gant ar C’hresianed en Henamzer. Graet e vezent gant pri ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.

Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh 300 e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.

Keginañ

Ur forn vodern

Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e metal peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : kig, legumaj, tourtennoù a bep seurt, gwastilli, ha bara ivez a-wechoù.

Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe glaou. Bremañ e vez graet peurliesañ gant gaz pe tredan. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer fornigell anezhañ.

Ur forn graet gant pri, e Maroko.

Er fornioù modern e c’haller reoliañ an tommder, war-bouez ur gwrezreoler. Gallout a reer ivez reoliañ ar pad a-wechoù, da c’houzout pegeit amzer e chom ar boued er forn : evel-se e c’hell ar poazhañ chom a-sav e-unan. Un doare fornioù modern bihan, ar skinfornioù, a vez tommet pe poazhet buan ar boued enno dre berzh gwagennoù tredan-warellek berr.

Implijoù all

Estreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : brikennoù, teol pe priajoù a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.

Gwelet ivez

Notennoù

  1. History of THE INDUS CIVILIZATION
  2. Dales, George, Excavations at Balakot, Pakistan, 1973, Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [1]

Liammoù diavaez

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger forn er
wikeriadur, ar geriadur frank.