Bleiz-stêr : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ja:オオカワウソ
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{Taxobox Loen | Bleiz-stêr|Riesenotter.jpg | P. brasiliensis }}
{{Taxobox Loen | Bleiz-stêr|Riesenotter.jpg | P. brasiliensis|statud=EN }}
{{Taxobox Phylum | Chordata }}
{{Taxobox Phylum | Chordata }}
{{Taxobox Classis | Vertebrata}}
{{Taxobox Classis | Vertebrata}}
Linenn 10: Linenn 10:
{{Taxobox Echu}}
{{Taxobox Echu}}


Ar c'hi-dour brasañ er bed eo ar bleiz-stêr (''Pteronura brasiliensis''). Ezel nemetañ ar genad Pteronura eo.
Ar c'hi-dour brasañ er bed eo ar '''bleiz-stê'''r (''Pteronura brasiliensis''). Ezel nemetañ ar genad '''Pteronura''' eo.


==Livadur==
==Livadur==

Stumm eus an 25 Gou 2007 da 20:10

Bleiz-stêr

P. brasiliensis


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Pteronura
Anv skiantel
Pteronura brasiliensis
Gmelin, 1788
Statud CITES  : Stagadenn I ,
Amzeriad adwel dianav
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hi-dour brasañ er bed eo ar bleiz-stêr (Pteronura brasiliensis). Ezel nemetañ ar genad Pteronura eo.

Livadur

Ar bleiz-stêr a c'hell tizhout 180 cm ha pouezañ 34 kg. Ar parezed a vez bihanoc'h ha pouezañ a reont 26 - 27kg hepken. Ur blevad stank ha c'hwek, gell-du he liv, en-deus. Un dachenn wenn disheñvel he stumm evit pep pennvras ez eus war ar gouzoug. Ront eo ar penn ha berr an divskouarn. Gant kreoñ eo goloet ar fri hag an divfron hepken a zo gwelus. E zaoulagad ledan a ro tro dezhañ da hemolc'hiñ dindan an dour. Berr ez eo e garioù ha roeñvet e bavioù. 12 bloavezh e c'hel bevañ en erreoù, kalz nebeutoc'h mooarvat en natur.

Annez

Kavout a reer bleizi-stêr er c'helc'hiadoù trovanel eus an holl vroioù eus Amerika ar Su estreget Chili. Dezhañ e plij gwelloc'h stêrioù ha lennoù an izeldirioù. Da ral tre eo aet e Paraguay, Uruguay hag Arc'hantina.

Emzalc'h

Unan eus ar breizherien vrasañ er rannvro eo ar bleiz-stêr. Pesked a zebr dreist holl met argas a ra kranked, kaimaned vihan ha naered ivez. Gallout a ra hemolc'h gantañ pe e strolladoù. Ur spesad kevredel eo ar bleiz-stêr. E strolladou-familh a 4-8 izel e vev. Ar barezed a c'han etre 1 ha 5 menn en un douarenn ur wech pep bloaz. Gant o mamm e chom ar venned etre daou ha tri bloavezh.

Mirerezh

Hemolc'het eo ar bleiz-stêr evit e groc'henn met ivez evit e gig. En arvar eo hervez an IUCN, abalamour d'an hemolc'h met ivez da zistrujadur e annez, da gleñvdedoù dezouget gant an anevaled-ti ha d'an dilastezerien a vern en e gorf.

Liammoù diavaez

(Saozneg)Ar bleiz-stêr war an Animal Diversity Web

(Saozneg)Ar bleiz-stêr war lioncrusher.com