Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: <ref → <ref (2), <ref> → <ref> using AWB
 
Linenn 1: Linenn 1:
An '''doare-skrivañ KLT''' a oa bet implijet evit skrivañ [[brezhoneg]] etre [[1908]] ha deroù ar [[bloavezhioù 1950]]. Ne vez ket graet gantañ ken abaoe an amzer-se met chomet eo an anv [[KLT]], implijet n'eus forzh penaos a-wechoù.
An '''doare-skrivañ KLT''' a oa bet implijet evit skrivañ [[brezhoneg]] etre [[1908]] ha deroù ar [[bloavezhioù 1950]]. Ne vez ket graet gantañ ken abaoe an amzer-se met chomet eo an anv [[KLT]], implijet n'eus forzh penaos a-wechoù.


==Istor==
==Istor==
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emglev ar skrivagnerien]], oc'h en em glevout diwar-benn ar reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhoneg [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''.
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emglev ar skrivagnerien]], oc'h en em glevout diwar-benn ar reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhoneg [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''.


Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno. Sinet e oa an emglev gant an dud-mañ : [[Frañsez Vallée]], [[Emil Ernod]], [[Louis Le Clerc]] (Kloareg ar Wern), [[Yann-Vari Perrot]], Koroller, [[Erwan ar Moal]], [[Aogust Bocher]], Caurel, [[Klaoda ar Prad]], [[Jos-Pêr ar Braz|Jos ar Braz]] (Dirlem), anvioù meneget e ''Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier'' <ref>Pajennoù 223-234, trede embannadur. Adembannet e 1986 gant Ar Skol vrezoneg - Emgleo Breiz. </ref>, gant [[Louis Le Clerc]], diwar pennadoù eus ar sizhunieg [[Kroaz ar Vretoned]] .
Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno. Sinet e oa an emglev gant an dud-mañ : [[Frañsez Vallée]], [[Emil Ernod]], [[Louis Le Clerc]] (Kloareg ar Wern), [[Yann-Vari Perrot]], Koroller, [[Erwan ar Moal]], [[Aogust Bocher]], Caurel, [[Klaoda ar Prad]], [[Jos-Pêr ar Braz|Jos ar Braz]] (Dirlem), anvioù meneget e ''Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier''<ref>Pajennoù 223-234, trede embannadur. Adembannet e 1986 gant Ar Skol vrezoneg - Emgleo Breiz.</ref>, gant [[Louis Le Clerc]], diwar pennadoù eus ar sizhunieg [[Kroaz ar Vretoned]] .


Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]].
Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]].
Linenn 11: Linenn 11:


==Nevez-flamm: "Komz KLT"==
==Nevez-flamm: "Komz KLT"==
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet ''KLT'' a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez [[Bro-Wened]], gant Gwenedourien zo <ref> [[Job Jaffré]], e-barzh ''Etrezomp e brezhoneg, 1974-1975'', er bajenn 128, a gomz eus ''brezhoneg KLT'' ([[sic]])</ref> hag a sell ouzh rannyezhoù ar broioù brezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo<ref>Abadennoù [[Ken tuch']], kenskrivet gant [[Goulwena An Henaff]]</ref>.
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet ''KLT'' a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez [[Bro-Wened]], gant Gwenedourien zo<ref>[[Job Jaffré]], e-barzh ''Etrezomp e brezhoneg, 1974-1975'', er bajenn 128, a gomz eus ''brezhoneg KLT'' ([[sic]])</ref> hag a sell ouzh rannyezhoù ar broioù brezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo<ref>Abadennoù [[Ken tuch']], kenskrivet gant [[Goulwena An Henaff]]</ref>.
<br />
<br />
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz [[Kerne]], [[Bro-Leon|Leon]] ha [[Treger]], hep ankouaat [[Goueloù]].
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz [[Kerne]], [[Bro-Leon|Leon]] ha [[Treger]], hep ankouaat [[Goueloù]].

Stumm red eus an 6 Meu 2022 da 07:41

An doare-skrivañ KLT a oa bet implijet evit skrivañ brezhoneg etre 1908 ha deroù ar bloavezhioù 1950. Ne vez ket graet gantañ ken abaoe an amzer-se met chomet eo an anv KLT, implijet n'eus forzh penaos a-wechoù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en Emglev ar skrivagnerien, oc'h en em glevout diwar-benn ar reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhoneg Leon, Kerne ha Treger, alese an anv KLT.

Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno. Sinet e oa an emglev gant an dud-mañ : Frañsez Vallée, Emil Ernod, Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern), Yann-Vari Perrot, Koroller, Erwan ar Moal, Aogust Bocher, Caurel, Klaoda ar Prad, Jos ar Braz (Dirlem), anvioù meneget e Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier[1], gant Louis Le Clerc, diwar pennadoù eus ar sizhunieg Kroaz ar Vretoned .

Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant Frañsez Vallée hag e gelaouenn Kroaz ar Vretoned, met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel Gwalarn pe Feiz ha Breiz. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar gwenedeg.

E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel Langleiz, da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ peurunvan.

Nevez-flamm: "Komz KLT"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet KLT a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez Bro-Wened, gant Gwenedourien zo[2] hag a sell ouzh rannyezhoù ar broioù brezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo[3].
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat Goueloù.

Pouez-mouezh KLT[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e vez graet anv eus "taol-mouezh KLT", da lavaret eo, al lodenn eus ar brezhonegva ma vez pouezmouezhiet ar gerioù war ar silabenn eildiwezhañ, ar pezh a c'hoarvez e Leon a-bezh, e Treger a-bezh (war-bouez nebeut), hag ul lodenn vras eus Kernev.
Koulskoude, ma'z eo unvan a-walc'h dre vras an taol-mouezh en dachennad-se, ez eus un toullad diforc'hioù bihan en diabarzh, da skouer:

  • en ul lodenn vat eus Treger ne vez ket taolmouezhiet ar ger ket, met ar silabenn a-raok, pa vez taolmouezhiet bep tro e Leon
  • taolmouezhiet e vez an trede silabenn diwezhañ alies e kornioù zo (Pelem ha tro-war-dro), evel er ger brezhoneg ([‘brεznεk]),
  • gerioù unsilabennek evel moan a vez divsilabennek e Leon.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pajennoù 223-234, trede embannadur. Adembannet e 1986 gant Ar Skol vrezoneg - Emgleo Breiz.
  2. Job Jaffré, e-barzh Etrezomp e brezhoneg, 1974-1975, er bajenn 128, a gomz eus brezhoneg KLT (sic)
  3. Abadennoù Ken tuch', kenskrivet gant Goulwena An Henaff

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

+ Doareoù-skrivañ ar brezhoneg