Werner Haase : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: l [ → l [ (10) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1: Linenn 1:
'''Werner Haase''' ([[2 a viz Eost]] [[1900]] e [[Köthen]] – [[30 a viz Du]] [[1950]] e [[Moskov]]) a oa kelenner medisinerezh hag ofiser [[SS]]. Unan eus mezeien personnel [[Adolf Hitler]] e voe. ''SS-[[Obersturmbannführer]]'' eo ar grad diwezhañ a dizhas.

==E vuhez==
==E vuhez==
Linenn 5: Linenn 5:

E dibenn [[emgann Berlin]] e miz Ebrel [[1945]] e sikouras [[Ernst Günther Schenck]] da louzaouiñ tud gloazet (siviled ha soudarded) a oa bet bodet en ur gwarez staliet dindan ar C'hañsellerdi, e-kichen ar [[Führerbunker]]. D'an [[29 a viz Ebrel]] e voe galvet er Führerbunker ma sikouras [[Ludwig Stumpfegger]] da reiñ sianur da Blondi (ki Hitler), peogwir e felle da Hitler gouzout hag efefus e oa ar c'hapsulennadoù sianur<ref>Ian Kershaw ; ''Hitler'', volume II ; W.W. Norton ; 2000, p. 286</ref>. Er bunker e chomas betek m'en em lazhef Hitler, ha goude-se e tistroas da labourat er gwarez, ma voe tapet gant soudarded an [[Arme Ruz]].

D'ar [[6 a viz Mae]] e c'houlennas ar Soviediz digant Haase bezañ e-touez ar re o doe da anavezout korfoù devet [[Joseph Goebbels]], [[Magda Goebbels|Magda]] hag o [[Bugale Goebbels|c'hwec'h bugel]]. Haase eo a anavezas korf Goebbels, a-drugarez d'an harp a oa ouzh e c'har dehou.

Haase a chomas prizoniad ar Soviediz betek e varv. E miz Even [[1945]] e voe tamallet outañ bezañ bet ''unan eus mezeien personnel Hitler ha bezañ louzaouet pennoù-bras all gouarnamant Hitler hag ivez izili NSDAP ha re an SS''. Mervel a reas e miz Du [[1950]] abalamour d'an droug-skevent. Mervel a reas e toull-bac'h-ospital Boutyr, da lavaret eo marteze toull-bac'h Boutyrka e [[Moskov]].

Stumm eus an 15 C'hwe 2022 da 07:54

Werner Haase (2 a viz Eost 1900 e Köthen30 a viz Du 1950 e Moskov) a oa kelenner medisinerezh hag ofiser SS. Unan eus mezeien personnel Adolf Hitler e voe. SS-Obersturmbannführer eo ar grad diwezhañ a dizhas.

E vuhez

Emezelañ a reas en NSDAP e 1933 hag en SS e 1941. Etre 1935 ha 1945 e voe unan eus mezeien Hitler, hag a gasas ur pellskrid dezhañ da-geñver e zeiz-ha-bloaz[1].

E dibenn emgann Berlin e miz Ebrel 1945 e sikouras Ernst Günther Schenck da louzaouiñ tud gloazet (siviled ha soudarded) a oa bet bodet en ur gwarez staliet dindan ar C'hañsellerdi, e-kichen ar Führerbunker. D'an 29 a viz Ebrel e voe galvet er Führerbunker ma sikouras Ludwig Stumpfegger da reiñ sianur da Blondi (ki Hitler), peogwir e felle da Hitler gouzout hag efefus e oa ar c'hapsulennadoù sianur[2]. Er bunker e chomas betek m'en em lazhef Hitler, ha goude-se e tistroas da labourat er gwarez, ma voe tapet gant soudarded an Arme Ruz. D'ar 6 a viz Mae e c'houlennas ar Soviediz digant Haase bezañ e-touez ar re o doe da anavezout korfoù devet Joseph Goebbels, Magda hag o c'hwec'h bugel. Haase eo a anavezas korf Goebbels, a-drugarez d'an harp a oa ouzh e c'har dehou.

Haase a chomas prizoniad ar Soviediz betek e varv. E miz Even 1945 e voe tamallet outañ bezañ bet unan eus mezeien personnel Hitler ha bezañ louzaouet pennoù-bras all gouarnamant Hitler hag ivez izili NSDAP ha re an SS. Mervel a reas e miz Du 1950 abalamour d'an droug-skevent. Mervel a reas e toull-bac'h-ospital Boutyr, da lavaret eo marteze toull-bac'h Boutyrka e Moskov.

Er film alaman Der Untergang (2004) ez eo an aktor Matthias Habich a c'hoari perzh Haase.

Notennoù

  1. V.K. Vinogradov et al ; Hitler's Death: Russia's Last Great Secret from the Files of the KGB ; Chaucer Press ; 2005 ; p. 85
  2. Ian Kershaw ; Hitler, volume II ; W.W. Norton ; 2000, p. 286