Woody Allen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D esaouenn using AWB
Linenn 78: Linenn 78:
==Danvez loreadurioù==
==Danvez loreadurioù==
* Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ film gant ''Hannah and Her Sisters''
* Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ film gant ''Hannah and Her Sisters''
* Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ sevener gant ''[[:en:Bullets Over Broadway|Bullets Over Broadway]]'' ; ''Crimes and Misdemeanors'' ; ''Hannah and Her Sisters'' ; ''[[Broadway Danny Rose]]'' ; ''Interiors''

* Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ senario gant ''Deconstructing Harry'' ; ''Mighty Aphrodite'' ; ''[[:en:Bullets Over Broadway|Bullets Over Broadway]]'' ; ''Husbands and Wives'' ; ''[[Alice]]'' ; ''Crimes and Misdemeanors'' ; ''[[Radio Days]]'' ; ''The Purple Rose of Cairo'' ; ''[[Broadway Danny Rose]]'' ; ''[[Manhattan]]'' ; ''Interiors''

* Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ aktor gant ''[[Annie Hall]]''
* Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ aktor gant ''[[Annie Hall]]''
Linenn 99: Linenn 99:
*[http://www.evene.fr/celebre/biographie/woody-allen-75.php Buhezskrid, koñchennoù hag ur bern arroudennoù gant Woody Allen]
*[http://www.evene.fr/celebre/biographie/woody-allen-75.php Buhezskrid, koñchennoù hag ur bern arroudennoù gant Woody Allen]
*[http://www.ldainfos.com/annuaire/arts_culture/cinema/allen_woody.htm Ldainfos.com – Un dibab liammoù a-zivout Woody Allen]
*[http://www.ldainfos.com/annuaire/arts_culture/cinema/allen_woody.htm Ldainfos.com – Un dibab liammoù a-zivout Woody Allen]
*[http://www.lescitations.net/citations/auteurs/Woody_Allen.html Buhezskrid hag un nebeud arroudennoù gant Woody Allen]
*[http://www.lescitations.net/citations/auteurs/Woody_Allen.html Buhezskrid hag un nebeud arroudennoù gant Woody Allen]
*[http://www.avoir-alire.com/mot-cine.php3?id_mot=172 Un teuliad klok diwar-benn Woody Allen : barnadennoù eus e filmoù pennañ, filmadurezh klok, buhezskrid]
*[http://www.avoir-alire.com/mot-cine.php3?id_mot=172 Un teuliad klok diwar-benn Woody Allen : barnadennoù eus e filmoù pennañ, filmadurezh klok, buhezskrid]
* [http://www.horschamp.qc.ca/article.php3?id_article=137 "Ar godiserezh evit nompas kaout aon" (diwar-benn Anything Else)], Yannick Rolandeau
* [http://www.horschamp.qc.ca/article.php3?id_article=137 "Ar godiserezh evit nompas kaout aon" (diwar-benn Anything Else)], Yannick Rolandeau

Stumm eus an 13 C'hwe 2022 da 17:35

Woody Allen (2006)

Woody Allen, pe Allan Stewart Konigsberg e wir anv, zo ur c’homedian, ur film-barer hag ur sevener-filmoù amerikan. Ganet eo bet d’ar 1 a viz Kerzu 1935, e Brooklyn. Dimezet eo bet div wech ha tri bugel en deus, unan anezho bet advabet gantañ. E 1997 e timezas da Soon-Yi Previn, adverc’h Mia Farrow a oa bet e gompagnunez. E 1952, e-ser studiañ en High School Midwood, e skriv fentigelloù en ur gazetenn. Goude-se ez a war ar vicher gagman (aozer fentigelloù) e servij farserien evel Bob Hope ha Buddy Hackett, hag e 1957 e teu da vezañ skridaozer abadenn skinwel Garry Moore. Ur skrivagner eo ivez (pezhioù-c’hoari, romantoù ha danevelloù zo bet skrivet gantañ). Woody Allen zo unan eus filmaozerien amerikan vrudetañ an daou-ugent vloaz tremen, a-dra-sur unan eus ar re a sav ar muiañ a filmoù. Lod a lavar ez eo ivez unan eus ar re europeanañ. Troet eo dreist-holl gant ar c’homediennoù buhezegezh, diazezet war ar bredelfennerezh alies, daoust ma pled a-wechoù gant seurtoù filmoù all. En un toullad mat eus e filmoù e vez aktor ivez, ha peurliesañ e c’hoari un dudenn tost a-walc’h outañ e-unan, flemmskeudenn un den a spered yuzev (hag ar fent yuzev) newyorkat, hag eñ skoet gant barradoù anken skrijus ha fentus war un dro. Woody Allen ne c’hall ket padout gant ar c’hoant aozañ filmoù : abaoe penn kentañ ar bloavezhioù 1970, pa oa krog da dapout brud, n’eo ket paouezet a filmañ. Tost ur film ar bloaz a vez sevenet gantañ, ar pezh a zo un taol-kaer e-keñver padusted hag ingalded e produerezh ur filmaozer. Ur soner klarinetenn eo ivez. Savet en deus ul laz-seniñ jazz ha mont a ra war al leurenn gantañ.

Arroudennoù

  • Hir eo ar beurbadelezh, war an diwezh dreist-holl.
  • Dre forzh selaou Wagner e vezan gant ar c’hoant aloubiñ Polonia.
  • Ne c’houlan nemet ur sin digant Doue ! Ken nemet lakaat ur bern arc’hant war ur gont-bank suis em anv, da skouer.
  • Peseurt diforc’h zo etre ar blijadur revel hag ar marv ? Mervel a c’hallit ober hoc’h-unan-penn ha den ebet ne ray goap ac’hanoc’h.
  • Ar vuhez zo ur preti bihan, fall ha ker. Ouzhpenn-se eo re verr.
  • Me zo ganet er feiz hebraek, met goude on bet gounezet d’an narsisegezh.
  • N'on ket spontet rak ar marv, met gwelloc'h e kavan bezañ en ul lec'h all pa teuio.

Filmoù evel aktor

Woody Allen, Oviedo.

Filmoù evel sevener hag aktor a-wechoù

Prizioù pennañ

  • Oscar ar sinema evit ar gwellañ film gant Annie Hall
  • Oscar ar gwellañ sevener gant Annie Hall
  • Oscar ar gwellañ senario gant Hannah and Her Sisters
  • Oscar ar gwellañ senario gant Annie Hall
  • Golden Globe ar gwellañ senario gant The Purple Rose of Cairo
  • César evit ar gwellañ film estren gant The Purple Rose of Cairo
  • César ar gwellañ film estren gant Manhattan
  • British Academy Award ar gwellañ film gant Hannah and Her Sisters
  • British Academy Award ar gwellañ film gant The Purple Rose of Cairo

Danvez loreadurioù

  • Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ film gant Hannah and Her Sisters
  • Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ sevener gant Bullets Over Broadway ; Crimes and Misdemeanors ; Hannah and Her Sisters ; Broadway Danny Rose ; Interiors
  • Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ senario gant Deconstructing Harry ; Mighty Aphrodite ; Bullets Over Broadway ; Husbands and Wives ; Alice ; Crimes and Misdemeanors ; Radio Days ; The Purple Rose of Cairo ; Broadway Danny Rose ; Manhattan ; Interiors
  • Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ aktor gant Annie Hall
  • Danvez loreadurioù evit Golden Globe ar gwellañ film gant Everyone Says I Love You ; Hannah and Her Sisters ; The Purple Rose of Cairo ; Manhattan ; Annie Hall
  • Danvez loreadurioù evit Golden Globe ar gwellañ sevener gant Hannah and Her Sisters ; Interiors
  • Danvez loreadur evit Golden Globe ar gwellañ aktor gant Annie Hall
  • Danvez loreadurioù evit César ar gwellañ film estren gant Manhattan Murder Mystery ; Husbands and Wives ; Alice ; Hannah and Her Sisters

Levrlennadur

Liammoù diavaez