Serc'h : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ouzhpennik
Linenn 17: Linenn 17:


==El lennegezh-pobl==
==El lennegezh-pobl==
*''Itron amañ ne vefet ket Serc’h d’an aotrou ne laran ket'', Gwerziou Breiz Izel (eil levrenn, pajenn 232), dastumet gant [[Fañch an Uhel]]
*''Itron amañ ne vefet ket Serc’h d’an aotrou ne laran ket'', [[Gwerziou Breiz Izel]] (eil levrenn, pajenn 232), dastumet gant [[Fañch an Uhel]]





Stumm eus an 16 Gou 2007 da 08:30

Ur serc'h (serc'hed el liester, serc'hoù a-wechoù) eo ar plac'h a vev gant ur paotr hep ma vefent dimezet.

Kavout a reer ar ger en anv-lec'h Koadserc'ho, e-kichen Montroulez.

Istor

Seblantout a ra bezañ ur ger dereat, en istor ar yezh, stag ouzh an dud uhel, e-skoaz ar ger gast, a zo stag ouzh tud izel o renk.

Gerioù heñvelster

Er yezh a-vremañ e vez graet gant pried-kleiz, gwreg-kleiz, adwreg, pa vez kaoz eus ur plac'h, ha n'eo ket dimezet, hag a vev gant ur gwaz, a zo dimezet, pe a zarempred anezhañ.

Ar ger mestrez n'eo ket heñvelster tamm ebet: talvezout a ra kement ha mestrez ar galon, dousig.

Gerioù kar

  • Serc'heg eo ar ger a vez graet ouzh ur paotr.
  • Serc'hiñ zo bevañ gant ur serc'h, da lavarout eo gant ur plac'h hep bezañ dimezet: bezañ ajolbet, a vez lavaret ivez er yezh a-vremañ.
  • Serc'haouiñ zo bevañ gant serc'hoù (da geñveriañ gant gastaouiñ), ha kaout ur vuhez diroll.

El lennegezh-pobl