Lennegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Daveoù ha notennoù: netra d'ober amañ
Linenn 3: Linenn 3:
== Lenn... ==
== Lenn... ==
=== Orin ar ger ha sterioù ===
=== Orin ar ger ha sterioù ===
;Etimologiezh
==== etimologiezh ====
Skrivet gant ar stumm ''lennégez'' e oa moulet ar ger e 1821 gant ar Gonideg e-barzh ar geriadur en devoa graet<ref>GONIDEG, (Yann-Fañch-Mari ar), ''Dictionnaire celto-breton ou breton-français'', 1821.</ref>. Savet<ref>DESHAYES, (Albert), ''Dictionnaire étymologique du breton'', Douarnenez, Éditions du Chasse-Marée, 2003.</ref> eo gant ''lenn'', deuet eus ar ger latin ''legendum'' : pezh zo da lenn, hag al lost-ger -egezh.
Skrivet gant ar stumm ''lennégez'' e oa moulet ar ger e 1821 gant ar Gonideg e-barzh ar geriadur en devoa graet<ref>GONIDEG, (Yann-Fañch-Mari ar), ''Dictionnaire celto-breton ou breton-français'', 1821.</ref>. Savet<ref>DESHAYES, (Albert), ''Dictionnaire étymologique du breton'', Douarnenez, Éditions du Chasse-Marée, 2003.</ref> eo gant ''lenn'', deuet eus ar ger latin ''legendum'' : pezh zo da lenn, hag al lost-ger -egezh.
==== Termenadur ====
;Termenadur
Kevatal eo ouzh ar gerioù galleg ha saozneg ''littérature'' ha ''literature'', deuet eus ur ger latin ivez : ''litteratura'' (skritur, yezhadur, kultur). Red an amzer a cheñchas ster ar ger e yezh ar broioù-se. Skouer ar galleg<ref>"Littérature" e ''Le nouveau petit Robert'', Pariz, Dictionnaires Le Robert, 1993.</ref> eo : An holl skriturioù ({{XIIvet kantved}}), ar c'hultur dre vras ({{XVvet kantved}}) hag adalek an {{XVIIIvet kantved}} e talc'h ar ger an doare a intentomp anezhañ hiziv. Da lavaret eo<ref>"Lennegezh" e ''Geriadur brezhoneg an Here'', Plougastell-Daoulaz, An Here, 2001.</ref> :
Kevatal eo ouzh ar gerioù galleg ha saozneg ''littérature'' ha ''literature'', deuet eus ur ger latin ivez : ''litteratura'' (skritur, yezhadur, kultur). Red an amzer a cheñchas ster ar ger e yezh ar broioù-se. Skouer ar galleg<ref>"Littérature" e ''Le nouveau petit Robert'', Pariz, Dictionnaires Le Robert, 1993.</ref> eo : An holl skriturioù ({{XIIvet kantved}}), ar c'hultur dre vras ({{XVvet kantved}}) hag adalek an {{XVIIIvet kantved}} e talc'h ar ger an doare a intentomp anezhañ hiziv. Da lavaret eo<ref>"Lennegezh" e ''Geriadur brezhoneg an Here'', Plougastell-Daoulaz, An Here, 2001.</ref> :
* un anv hollek gant sterioù difetis evel
* un anv hollek gant sterioù difetis evel

Stumm eus an 7 C'hwe 2022 da 10:07

Lenn...

Orin ar ger ha sterioù

Etimologiezh

Skrivet gant ar stumm lennégez e oa moulet ar ger e 1821 gant ar Gonideg e-barzh ar geriadur en devoa graet[1]. Savet[2] eo gant lenn, deuet eus ar ger latin legendum : pezh zo da lenn, hag al lost-ger -egezh.

Termenadur

Kevatal eo ouzh ar gerioù galleg ha saozneg littérature ha literature, deuet eus ur ger latin ivez : litteratura (skritur, yezhadur, kultur). Red an amzer a cheñchas ster ar ger e yezh ar broioù-se. Skouer ar galleg[3] eo : An holl skriturioù (XIIvet kantved), ar c'hultur dre vras (XVvet kantved) hag adalek an XVIIIvet kantved e talc'h ar ger an doare a intentomp anezhañ hiziv. Da lavaret eo[4] :

  • un anv hollek gant sterioù difetis evel
  1. arz ar sevel oberennoù skrivet pe gomzet pa seller outo diouzh savboent o c'hened ha diouzh hini ar perzh a gemeront er sevenadur ;
  2. hollad an oberennoù lennegel ;

Skrivagnerien ha skriverien

E brezhoneg bemdez e karg ar ger skrivagner pouez ar skriv : pep hini a skriv zo ur skrivagner : skrivagner publik ivez ha tout. Arroudet aboae 1499 e teufe ar ger eur al latin pobl *scribenum[5]. A-fed lennegezh ez eus bet rannet an dud etre ar re a skriv levrioù ingal, ar re-se zo skrivagnerien. Douget eo bet aze ster nobl ar re zo skrivañ levrioù o labour. "Skriver" zo ledanoc'h e ster ha bodet eo an holl a skriv lennegezh, pennadoù da lenn en un doare disuit dindan an anv a skriver, ul levr a lizheradur da nebeutañ.

Levrioù hag oberennoù

Pal al lennegezh eo ar gened. Lamet eo al lizheradur hag an holl levrioù na vez ket o danvez krouiñ un oberenn eus ar gened evel levrioù war an istor, war ar brederouriezh, war ar politikerezh. E-maez emañ al levrioù dijapl (Penaos deskiñ saozneg ?, Desevel ma bugale), daoust ma voe skrivet ul levr a sekredoù kegin gant Flaubert. Doareoù al lennegezh a veze a-hed an istor tost eus he skorioù. Pa voe krouet un dra anvet levr gant follennoù nij karrez staget e levrennoù ha bodet a-gevret dindan ur golo e voe cheñchet an doare da resev ar skriturioù, da lenn, da skrivañ. Levrioù moulet a voe un cheñchamant all eus an doare da resev al lenn ha da ober gant ar skrivañ. Traoù nevez a vezo ijinet e korf an oberennoù lennegel war-bouez implij ar Rouedad. Tammoù lies-media a vezo paket e-touez ar skriturioù.
E-book, ger saozneg evit ul levr elektronek, a zo ur chañs bras evit an holl n'o devez ket darempredoù gant hanterourien ar c'hultur evel al levraouegoù, ar skolioù, ar skolioù-meur… en Trede Bed. Er C'hornôg, avat, e vez divizoù war gwirioù an aozerien. Penaos d'an dud kendelc'her o micher a skrivagnerien, e-barzh strolladoù musik, evel treserien bannoù-treset… ma vez roet ar c'hultur d'an dud evit mann.


…Ha dilenn

Rummadoù lennegel

Pa skriver e raer gant stummoù ha furmoù dibabet : Rummadoù lennegel. Ne vez ket termenet fin a-wezhioù met e vez sentet an diforc'h etre ur romant, ur barzhoneg pe ur pezh-c'hoari. Dibabet eo lusk ur skrid hag is-rummadoù a vez rannet : du evel ma vez romantoù polis zo, karantez leun ar pajennadoù evit al lennegezh roz, levrioù hag a vez skrivet gant tud gour evit ar re yaouank eo lennegezh ar yaouankiz. Ne vez ket bevennet resis hag er bed ma vevomp ez eus tremen eus un doare d'unan all.
Degemeret e vez stummoù evel gwir lennegezh ; disprizet e vezent un amzer zo bet gant kelennerien war al Lizhiri : Skiant-faltazi, romantoù polis…

Istor al lennegezhioù

E-kerzh an amzerioù

  • Lennegezh an Henamzer
  • Lennegezh ar Grennamzer

A-hed ar broioù

  • Lennegezh Frañs
  • Lennegezh Iwerzhon
  • Lennegezh SUA
  • Lennegezh Vreizh

E skeud ar yezhoù

  • Lennegezh c'halleg
  • Lennegezh saozneg
  • Lennegezh vrezhoneg
  • Roll al levrioù e brezhoneg
  • Roll al levrioù e galleg
  • Roll al levrioù e saozneg

Studiañ lennegezhioù ha dielfennañ al lennegezh ?

E-pad pell ez eus bet ur pal d'ar studi lennegel : rannañ pezh a veze bet skrivet mat, hervez reolennoù klasel diouzh an holl oberennoù, lezet a-gostez.
Bremañ e vez degemeret muioc'h a zanvezioù ha liesseurt eo deuet da vezañ ar studiañ lennegezhioù. Kemeret e vez an oberennoù en o amzer, sklêrijennet gant oberioù ar skrivagner, piv en devoa levezonet anezhañ. Hag al lennegezh keñveriet a laka keñver-ha-keñver lennegezhioù a bep seurt evit gouzout mont en-dro al lennegezh studiet.

Daveoù ha notennoù

  1. GONIDEG, (Yann-Fañch-Mari ar), Dictionnaire celto-breton ou breton-français, 1821.
  2. DESHAYES, (Albert), Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Éditions du Chasse-Marée, 2003.
  3. "Littérature" e Le nouveau petit Robert, Pariz, Dictionnaires Le Robert, 1993.
  4. "Lennegezh" e Geriadur brezhoneg an Here, Plougastell-Daoulaz, An Here, 2001.
  5. DESHAYES, (Albert), Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Éditions du Chasse-Marée, 2003.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.