Johnny Depp : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: . D → . D using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Johnny Depp (July 2009) 2.jpg|thumb|'''Johnny Depp''', luc'hskeudennet<br>e [[Pariz]] e miz Gouere [[2009]].]]
[[Restr:Johnny Depp (July 2009) 2.jpg|thumb|'''Johnny Depp''', luc'hskeudennet<br>e [[Pariz]] e miz Gouere [[2009]]]]
'''Johnny Depp''', bet ganet '''John Christopher Depp II''' d'an [[9 a viz Even]] [[1963]] en [[Owensboro]] ([[Kentucky]], [[Stadoù-Unanet Amerika]]), a zo un aktour, sevenour, gitarour, senarier ha produer sinema [[SUA|stadunanat]].
'''Johnny Depp''', bet ganet '''John Christopher Depp II''' d'an [[9 a viz Even]] [[1963]] en [[Owensboro]] ([[Kentucky]], [[Stadoù-Unanet Amerika]]), a zo un aktour, sevenour, gitarour, senarier ha produer sinema [[SUA|stadunanat]].



Stumm eus an 11 Gen 2022 da 00:38

Johnny Depp, luc'hskeudennet
e Pariz e miz Gouere 2009

Johnny Depp, bet ganet John Christopher Depp II d'an 9 a viz Even 1963 en Owensboro (Kentucky, Stadoù-Unanet Amerika), a zo un aktour, sevenour, gitarour, senarier ha produer sinema stadunanat.

Deuet eo da vezañ brudet er bloavezhioù 1980 gant ar stirad skinwel 21 Jump Street. Goude en deus c'hoariet tudennoù dibar evel Edward e-barzh Edward Scissorhands (1990), Raoul Duke e-barzh Fear and Loathing in Las Vegas (1998), Ichabod Crane e-barzh Sleepy Hollow (1999), Jack Sparrow e-barzh an heuliad Pirates of the Caribbean (2006), an toger foll e-barzh Alice in Wonderland (2010) ha Barnabas Collins e-barzh Dark Shadows (2012). C'hoariet en deus ivez tudennoù gwir evel Ed Wood e-barzh Ed Wood (film) (1994), Joseph Dominick Pistone e-barzh Donnie Brasco (1997), George Jung e-barzh Blow (2001) ha John Dillinger e-barzh Public Enemies (2009).

Difetiñ a ra e dudennoù dreist ar braz eus an dud peurliesañ. Divoutin int abalamour d'o herder hag orinelezh. Adalek ar bloavezhioù 1990 eo krog Johnny Depp da labourat gant ar filmaozer ha mignon Tim Burton, bet troet 8 film gantañ.

Araok 1998 en deus bet Johnny Depp kalz mignonezed, en o zouez Winona Ryder ha Kate Moss. Bet eo o chom etre Bro-C'hall hag ar Stadoù-Unanet eus miz Even 1998 betek miz Even 2012, gant e geneilez ar gannerez hag aktourez c'hall Vanessa Paradis. Daou vugel o deus : Lily-Rose Melody ganet d'ar 27 a viz Mae 1999 ha Jack John Christopher III ganet d'an 9 a viz Ebrel 2002. Embannet o deus o disparti d'an 19 a viz Mae 2012 goude pevarzek bloaz a zarempred kenetrezo. Dimeziñ a ra Johnny Depp gant Amber Heard e 2015 met dibriediñ a reont e 2016, pep hini o tamall feulster d'egile all.