Hedy West : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
D
→‎He buhez: typo, replaced: t [ → t [ (4) using AWB
D (corr using AWB)
D (→‎He buhez: typo, replaced: t [ → t [ (4) using AWB)
Ganet e oa e [[Cartersville]], ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.
 
En 1959 ez eas [[Evrog Nevez]] hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e [[Columbia University]]. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù [[Greenwich Village]]. Kanañ a reas gant [[Pete Seeger]] en ur sonadeg e [[Carnegie Hall]]. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.
 
E derou ar bloavezhioù 1960 ez eas da chom da [[Los Angeles]] ma veze o kanañ ha ma timezas.
E 1964 e kanas en Newport Folk Festival. E 1966 e voe gwelet en abadenn skinwel [[Rainbow Quest]], war un dro gant Mississippi John Hurt, a veze kaset en-dro gant [[Pete Seeger]]. A-benn neuze e oa krog da vont aliezik da Vro-Saoz. Seiz vloaz e chomas e Londrez.
 
E 1968 e timezas e Londrez da Pete Myers (1939-1998), a laboure er BBC, ha dizimeziñ prestik goude.
 
E diskar-amzer 1970 e tistroas da SUA gant he fried all,Joseph, da chom e [[Stony Brook (New York)]] hag ur verc'h he doe, anvet Talitha.
 
Er bloavezhioù 1980 ez eas da chom da [[Princeton (New Jersey)]] gant gwaz ha merc'h, ha goude marv Joseph e deroù ar bloavezhioù 1990, da Philadelphia, en Pennsylvania.

Lañser merdeiñ