Tự Đức : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
D
typo, replaced: . K → . K (2) using AWB
D (corr using AWB)
D (typo, replaced: . K → . K (2) using AWB)
Kendelc'her a reas Tự Đức gant politikerezh e ziagentourien : serriñ Vietnam ouzh an diavaez, nac'h modernaat ar vro. Un den desket ha seven oa hervez an testenioù met e bolitikerezh a zegasas un diemglev gant Europa ha n'helle ket Vietnam gounit.
 
Gwaskañ a reas an estrenien hag ar gristenien o doa klasket diskar e ziagentourien meur a-wech evel e-kerzh emsavadeg Lê Văn Khôi. Klak a reas ar mandarin kristen Nguyễn Trường Tộ displegañ dezhañ e oa ar politikerezh-se un hent-dall met ne selaouas ket. Krediñ a rae he doa Frañs trawalc'h d'ober en Europa goude emsavadegoù [[1848]] evit enebiñ outañ. Faziet e oa.
 
====[[Europiz]] e Viêt Nam ====
 
Kas a reas Frañs ur c'horf brezelekaat bras ha tagañ a reas adalek su Viêt Nam. Stourm kalonek a reas armeoù Nguyễn e-pad ur mare met re diamzeret oa o armoù hag o zaktik evit dont a-benn eus ar C'hallaoued. Goulenn a reas Tự Đức sikour digant e bennaotrou, impalaer [[Qing]] [[Sina]]. Kregiñ a reas neuze brezel etre Frañs ha Sina. Echuiñ a reas an emgannoù tro-dro da [[Hanoï]] etre Frañs hag armeoù Sina hag ar morlaeron [[Banieloù-Du]] gant trec'h Frañs. Dilezel a reas impalaer Sina e aotrouniezh gladdalc'hel war Vietnam. Anavezout a reas renerezh Frañs war ar vro.
 
====Reuz diabarzh hag emglev gant Frañs====

Lañser merdeiñ