Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: a G → a G (9) using AWB
Linenn 1: Linenn 1:
[[Image:Wotp.en.svg|300px|thumb|Kartenn a ziskouez ar cheñchamantoù harzoù goude ar brezel]]

'''Brezel ar Meurvor Habask''' (e spagnoleg '''La Guerra del Pacífico''', pe '''La Guerra del Guano y Salitre''') zo ur brezel a darzhas e kornôg [[Suamerika]] e [[1879]] hag a badas betek [[1883]]. Brezel a voe etre [[Chile]] hag armeoù [[Bolivia]] ha [[Perou]]. Daoust da gevredadenn an teir bro er [[brezel an inizi Chincha |brezel a-enep Bro-Spagn]] e savas buan [[tabut]] diwar-benn ar proviñsoù ma oa puilh ar c'hailh enno e Peroù ([[rannvro Tarapacá]], Tacna, hag Arica), hag e Bolivia ([[proviñs Antofagasta]]). An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus [[gouelec'h Atacama]].

==Deroù==
==Deroù==
Kregiñ a reas ar brezel d'ar [[14 a viz C'hwevrer]] 1879 pa voe kemeret porzh ha kêr Antofagasta gant an arme chilean, goude gourdrouz Bolivia da lemel perc'henniezh kompagnunezh nitrat chilean Antofagasta. Perou a glaskas mont da dredeog, met pa zisklêrias Bolivia e oa e stad a vrezel e trenkas an traoù. Bolivia a c'houlennas digant Perou he skoazellañ hervez an emglev kendifenn etre Perou ha Bolivia, tra ma c'houlenne Chile e tisklêirfe Perou diouzhtu e oa neptu. D'ar [[5 a viz Ebrel]], goude eneberezh Perou ouzh ar goulenn-se, e tisklêrias Chile ar brezel d'an div vroad.

Ar brezel eus an [[nitrat Potassiom|holen-moger]]-se a badas pemp bloaz e tachennoù disheñvel evel [[Gouelec'h Atacama]], gouelec'hioù Perou ha broioù meneziek. Kentañ emgann ar brezel e voe [[emgann Topáter]]. E-doug ar pep brasañ eus ar bloavezh kentañ he doe ar brezel war vor ar pouez brasañ, rak Chile a stourme da sevel un hent mor da adpourveziñ he soudarded er gouelec'h sec'hañ er bed. Gant morlu Perou ez eas an tu kreñv da gentañ met trec'h e voe morlu Chile. Da c'houde e trec'has Chile armeoù Bolivia ha Perou, sterniet fall. Faezhet e voe Bolivia penn-da-benn en [[emgann Tacna]] d'ar [[26 a viz Mae]] 1880 ha rediet da gilañ. Arme Perou a voe trec'het en [[emgann Arica]] d'ar [[7 a viz Mezheven]].

==Fin==
==Fin==
Ergerzhadenn an arme chilean war an douar a echuas e 1881, gant kemeredigezh [[Lima]] gant Chile. Dont a reas neuze ar brezel da vezañ ur [[gouvrezel|guerrilla]] renet gant dilerc'hioù arme Peroù ha siviled. Berzh a-walc'h a reas ''stourmadenn ar Breña'' da herzel ouzh Chile met ne cheñchas ket disoc'h ar brezel. Goude faezhidigezh Perou en [[emgann Huamachuco]] e sinas Chile ha Perou [[skrid-emglev Ancón]] d'an [[20 a viz Here]] 1883. Bolivia a sinas un dreverzh gant Chile e 1884.

Chile a c'hounezas tammoù eus Perou ([[Departamant Tarapacá (Perou)|Tarapacá]]), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù [[proviñs Tacna|Tacna]] hag [[proviñs Arica (Perou)|Arica]]. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "[[emglev peoc'h ha mignoniezh (1904)|emglev peoc'h ha mignoniezh]]" a ziazeze o harzoù da viken. Gwashaat a reas an darempredoù etre Chile ha Perou pa ne voe ket dalc'het [[mouezhiadeg-pobl]] 1893 da zivizout tonkad proviñsoù Arica ha Tacna. Da c'houde un trevadennadur eus an takadoù-se hag ur chileanekadur feuls e oa torret an darempredoù etre an div vro e 1911. [[Treuzvarc'had Tacna–Arica]] e 1929 a roas Arica da Chile ha Tacna da Berou, met ne lakas ket an digarantez da baouez etreze. Seul wech ma sav kudennoù nevez etre an div vro e vez kaoz adarre eus ar brezel-se.

Stumm eus an 2 Gen 2022 da 21:28

Kartenn a ziskouez ar cheñchamantoù harzoù goude ar brezel

Brezel ar Meurvor Habask (e spagnoleg La Guerra del Pacífico, pe La Guerra del Guano y Salitre) zo ur brezel a darzhas e kornôg Suamerika e 1879 hag a badas betek 1883. Brezel a voe etre Chile hag armeoù Bolivia ha Perou. Daoust da gevredadenn an teir bro er brezel a-enep Bro-Spagn e savas buan tabut diwar-benn ar proviñsoù ma oa puilh ar c'hailh enno e Peroù (rannvro Tarapacá, Tacna, hag Arica), hag e Bolivia (proviñs Antofagasta). An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus gouelec'h Atacama.

Deroù

Kregiñ a reas ar brezel d'ar 14 a viz C'hwevrer 1879 pa voe kemeret porzh ha kêr Antofagasta gant an arme chilean, goude gourdrouz Bolivia da lemel perc'henniezh kompagnunezh nitrat chilean Antofagasta. Perou a glaskas mont da dredeog, met pa zisklêrias Bolivia e oa e stad a vrezel e trenkas an traoù. Bolivia a c'houlennas digant Perou he skoazellañ hervez an emglev kendifenn etre Perou ha Bolivia, tra ma c'houlenne Chile e tisklêirfe Perou diouzhtu e oa neptu. D'ar 5 a viz Ebrel, goude eneberezh Perou ouzh ar goulenn-se, e tisklêrias Chile ar brezel d'an div vroad.

Ar brezel eus an holen-moger-se a badas pemp bloaz e tachennoù disheñvel evel Gouelec'h Atacama, gouelec'hioù Perou ha broioù meneziek. Kentañ emgann ar brezel e voe emgann Topáter. E-doug ar pep brasañ eus ar bloavezh kentañ he doe ar brezel war vor ar pouez brasañ, rak Chile a stourme da sevel un hent mor da adpourveziñ he soudarded er gouelec'h sec'hañ er bed. Gant morlu Perou ez eas an tu kreñv da gentañ met trec'h e voe morlu Chile. Da c'houde e trec'has Chile armeoù Bolivia ha Perou, sterniet fall. Faezhet e voe Bolivia penn-da-benn en emgann Tacna d'ar 26 a viz Mae 1880 ha rediet da gilañ. Arme Perou a voe trec'het en emgann Arica d'ar 7 a viz Mezheven.

Fin

Ergerzhadenn an arme chilean war an douar a echuas e 1881, gant kemeredigezh Lima gant Chile. Dont a reas neuze ar brezel da vezañ ur guerrilla renet gant dilerc'hioù arme Peroù ha siviled. Berzh a-walc'h a reas stourmadenn ar Breña da herzel ouzh Chile met ne cheñchas ket disoc'h ar brezel. Goude faezhidigezh Perou en emgann Huamachuco e sinas Chile ha Perou skrid-emglev Ancón d'an 20 a viz Here 1883. Bolivia a sinas un dreverzh gant Chile e 1884.

Chile a c'hounezas tammoù eus Perou (Tarapacá), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù Tacna hag Arica. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "emglev peoc'h ha mignoniezh" a ziazeze o harzoù da viken. Gwashaat a reas an darempredoù etre Chile ha Perou pa ne voe ket dalc'het mouezhiadeg-pobl 1893 da zivizout tonkad proviñsoù Arica ha Tacna. Da c'houde un trevadennadur eus an takadoù-se hag ur chileanekadur feuls e oa torret an darempredoù etre an div vro e 1911. Treuzvarc'had Tacna–Arica e 1929 a roas Arica da Chile ha Tacna da Berou, met ne lakas ket an digarantez da baouez etreze. Seul wech ma sav kudennoù nevez etre an div vro e vez kaoz adarre eus ar brezel-se.

Notennoù