Arvorig FM : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
D
typo, replaced: . S → . S (2) using AWB
(→‎Liammoù diavaez: gl = "galizeg", fr = "galleg")
D (typo, replaced: . S → . S (2) using AWB)
Ur [[skingomz]] hollvrezhonek eo '''Arvorig FM''', nann-kenwerzhel eo. Staliet eo e [[Landerne]], e Park Ijinañ Meskoad. Skingaset e vez hec'h abadennoù war an [[talm]] 91,7 MHz e Bro-Leon ha 107MHz e [[Landerne]]. ''Mouezh [[Bro-Leon]]'' eo he [[lugan]] ha skrivet eo "E brezhoneg penn-da-benn" en he logo. Adkaset e vez lod eus an abadennoù gant [[Radio Kerne]], [[Radio Kreiz Breizh]] ha [[Radio Bro Gwened]].
 
An arc'hant implijet gant ar radio a deu eus [[Kuzul Rannvro Breizh]], [[Kuzul-departamant Penn-ar-Bed]] hag eus un aozadur stad, an [[FSER]] (Fond de Soutien à l'Expression Radiophonique).
 
== Istor ==
Krouet e oa bet Arvorig FM e [[Brest]] e [[1995]].Gireg Konan a oa unan eus ar re o deus krouet Arvorig FM gant David ar Gall, Andrev Roparzh, Ronan Hirrien, Ronan Debel, Jean-luc Bergot ha tud all e Kommana e 1998. Mont a reas studioioù ar radio d'en em staliañ e [[Kommanna]] goude-se. Ha bremañ emaint e Landerne.
 
Bec'h he deus bet ar radio o kaout ur frekañs nevez digant ar CSA e 2007.

Lañser merdeiñ