Gilles Servat : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Ar red arzour: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
Linenn 16: Linenn 16:
Adalek 1993 e krog «L'Héritage des Celtes» gant [[Dan Ar Braz|Dan ar Braz]], ur raktres savet evit embann pinvidigezh ar sonerezh keltiek. Adkavout a reer ivez Elaine Morgan, Nollaig Casey, Karen Matheson (hag a gan evit ar strollad [[Capercaillie]]), [[Yann-Fañch Kemener]] ha Donald Shaw. Kemer a ra perzh e-barzh enrolladur pevar fladenn: ''Héritage des Celtes'' (1994), ''Finisterres'' (1997) hag ar ''Zénith'' (sonadeg e 1998). Ar bloavezh war-lerc'h e vo Gilles Servat en emgav Bretagnes à Bercy gant, da skouer, arzourien an Héritage, Armens, Alan Stivell hag an [[Tri Yann]].
Adalek 1993 e krog «L'Héritage des Celtes» gant [[Dan Ar Braz|Dan ar Braz]], ur raktres savet evit embann pinvidigezh ar sonerezh keltiek. Adkavout a reer ivez Elaine Morgan, Nollaig Casey, Karen Matheson (hag a gan evit ar strollad [[Capercaillie]]), [[Yann-Fañch Kemener]] ha Donald Shaw. Kemer a ra perzh e-barzh enrolladur pevar fladenn: ''Héritage des Celtes'' (1994), ''Finisterres'' (1997) hag ar ''Zénith'' (sonadeg e 1998). Ar bloavezh war-lerc'h e vo Gilles Servat en emgav Bretagnes à Bercy gant, da skouer, arzourien an Héritage, Armens, Alan Stivell hag an [[Tri Yann]].


E 1996 ec'h embannet ''Sur Les Quais de Dublin''. Evit ar bladenn-mañ ez eus bet pedet un nebeud arzourien: Ronnie Drew (des [[Dubliners]]), [[Andy Irvine]], [[Rita Connolly]] ha [[Bagad Roñsed-Mor]] deus [[Lokoal-Mendon]].
E 1996 ec'h embannet ''Sur Les Quais de Dublin''. Evit ar bladenn-mañ ez eus bet pedet un nebeud arzourien: Ronnie Drew (des [[Dubliners]]), [[Andy Irvine]], [[Rita Connolly]] ha [[Bagad Roñsed-Mor]] deus [[Lokoal-Mendon]].
''Touche pas à la Blanche Hermine'' a zo ur bladenn embannet dirak an holl, en 1998 en [[an Alre|Alre]]. Adkavet e vez kanaouennoù mil anavezet (Vieille ville de merde, Sur les quais de Dublin, hag all) hag a-raok ar ganaouenn ''La blanche Hermine'' ez eus an destenn ''Touche pas à la Blanche Hermine'', un destenn a-enep d'ar [[Front National]] hag o deus adkemeret ar meeting ''Comme je voudrais'' e 2000. goude ez eus ur ganaouenn war an Erika met ivez kanaouennoù war Iwerzhon.
''Touche pas à la Blanche Hermine'' a zo ur bladenn embannet dirak an holl, en 1998 en [[an Alre|Alre]]. Adkavet e vez kanaouennoù mil anavezet (Vieille ville de merde, Sur les quais de Dublin, hag all) hag a-raok ar ganaouenn ''La blanche Hermine'' ez eus an destenn ''Touche pas à la Blanche Hermine'', un destenn a-enep d'ar [[Front National]] hag o deus adkemeret ar meeting ''Comme je voudrais'' e 2000. goude ez eus ur ganaouenn war an Erika met ivez kanaouennoù war Iwerzhon.
E 2003 e [[Sant-Maloù]], en deus resevet kolier [[Urzh an Erminig]].
E 2003 e [[Sant-Maloù]], en deus resevet kolier [[Urzh an Erminig]].

Stumm eus an 1 Gen 2022 da 13:31

Gilles Servat en Oriant.

Gilles Servat zo bet ganet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1945 e Tarbes, e Pireneoù-Uhel, e Bro-C'hall. Ur sonaozer ha kaner breizhat eo.

Krog e oa da ganañ e Pariz en ostalerioù ar Vretoned, ha goude e Groe war-dro 1970. Da vare ar stourmadoù da skoazellañ micherourien ha labourerien-douar e 1972 e voe brudet e Breizh a-bezh gant kanaouennoù a-du gant Breizh.

Gilles Servat e Sal al Lisoù e Roazhon.

E vuhez

Gilles Servat a zo ganet e Tarbes, d'ar c'hentañ a viz C'hwevrer 1945, e-barzh ur familh a orin eus Naoned. Dilojañ a reont un nebeud mizioù war-lerc'h da vont da Cholet da vevañ. Tremen a reas eno e yaouankiz gant beajoù e Naoned. Goude ar vachelouriezh en em enskrivas e skol an arzoù-kaer en Angers evit mont war hent ar c'hizellerezh, met e-kerzh ur veaj e Groe e krogas da ganañ diwar-benn Breizh. Dizoloiñ a raio Glenmor hag Alan Stivell. En em staliañ a ra e Pariz evit deskiñ c'hoarierezh ar margodennoù. Dilezel a ra ul labour kargad er PPP evit kregiñ gant ar sonerezh e-barzh tavarn Ti Jos, ul lec'h emgav evit ar Vretoned e Pariz. Chom a raio e-pad daou vloaz. Eno en deus kanet evit ar wech kentañ «La Blanche Hermine». E penn kentañ ar bloavezhioù 1970 e kemer perzh Gilles Servat e-barzh krouidigezh al label "Kelenn" hag e 1972 ec'h embann e bladenn gentañ, «La Blanche Hermine», hag a raio berzh peogwir e vo roet dezhañ ar bladenn aour evit se.

Ar red arzour

Kaset war-raok gant berzh «La Blanche Hermine» en deus kresket e roll pladennoù tamm-ha-tamm. Er memes mare en deus graet sonadegoù e Bro-C'hall hag en estrenvro. Er bloavezhioù 1970 ec'h embann war-dro ur bladenn bep bloaz: Ki du e 1973 ha L'Hirondelle, La Liberté dans la nuit, Le pouvoir des mots. An testennoù skrivet gantañ a zo awenet gant e stourm evit Breizh ha gant e varzhoniezh. E 1977 en deus savet Chantez la vie, l'amour et la mort.

Goude L'Or et le Cuivre e 1979, e raio enor da René-Guy Cadou (1920-1951), ur barzh breizhat marv re abred. En 1981 e kinnig ur bladenn e-pad ur sonadeg hag en 1982, Je ne hurlerai pas avec les loups. E 1984 ha 1985 e kemeras perzh e Théâtre de la chimère Michel Ecoffart. 1988, Mad in Sérénité a zo priziet gant Priz Braz Akademiezh Charles-Cros ha Priz kuzul rannvro Breizh. Savet ez eus bet un arvest e «Tombées de la Nuit», ur gouel lidet e Roazhon diwar ar bladenn Le Fleuve embannet e 1992.

Adalek 1993 e krog «L'Héritage des Celtes» gant Dan ar Braz, ur raktres savet evit embann pinvidigezh ar sonerezh keltiek. Adkavout a reer ivez Elaine Morgan, Nollaig Casey, Karen Matheson (hag a gan evit ar strollad Capercaillie), Yann-Fañch Kemener ha Donald Shaw. Kemer a ra perzh e-barzh enrolladur pevar fladenn: Héritage des Celtes (1994), Finisterres (1997) hag ar Zénith (sonadeg e 1998). Ar bloavezh war-lerc'h e vo Gilles Servat en emgav Bretagnes à Bercy gant, da skouer, arzourien an Héritage, Armens, Alan Stivell hag an Tri Yann.

E 1996 ec'h embannet Sur Les Quais de Dublin. Evit ar bladenn-mañ ez eus bet pedet un nebeud arzourien: Ronnie Drew (des Dubliners), Andy Irvine, Rita Connolly ha Bagad Roñsed-Mor deus Lokoal-Mendon. Touche pas à la Blanche Hermine a zo ur bladenn embannet dirak an holl, en 1998 en Alre. Adkavet e vez kanaouennoù mil anavezet (Vieille ville de merde, Sur les quais de Dublin, hag all) hag a-raok ar ganaouenn La blanche Hermine ez eus an destenn Touche pas à la Blanche Hermine, un destenn a-enep d'ar Front National hag o deus adkemeret ar meeting Comme je voudrais e 2000. goude ez eus ur ganaouenn war an Erika met ivez kanaouennoù war Iwerzhon. E 2003 e Sant-Maloù, en deus resevet kolier Urzh an Erminig. D'an 19 a viz mae 2005 ec'h embann Servat ur bladenn nevez Sous le ciel de cuivre et d'eau gant ur ganaouenn en enor Polig Monjarret lesanvet «Le Général des Binious», krouer Bodadeg ar Sonerion. E 2006 evit 35 bloaz e red-arzour e laka da zont er-maez Gilles Servat ur c'hendastumad div bladenn gant 35 son choazet gant an dud. D'an 12 a viz Du e sav un arvest en Olympia gant Nolwenn Korbell.

Ur skrivagner a skiant-faltazi eo ivez Gilles Servat. Meur a romant zo bet embannet gant L'Atalante, embanner e Naoned.

Roll pladennoù

  • 1971 : La Blanche Hermine - 45 tro - embannet gant. Kelenn
  • 1972 : La Blanche Hermine - 33 tro - embannet gant. Kelenn, Phonogram
  • 1973 : Ki Du - 33 tro - embannet gant. Kelenn, Phonogram
  • 1973 : Bretagne d'aujourd'hui (compilation[2]) - double 33 tro - embannet gant. Philips, 6680 272
  • 1974 : L'Hirondelle - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1975 : La Liberté brille dans la nuit - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1976 : Le pouvoir des mots - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1977 : Chantez la vie, l'amour et la mort - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1979 : L'Or et le Cuivre - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1980 : Hommage à René Guy Cadou - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1981 : Gilles Servat en public - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1982 : Je ne hurlerai pas avec les loups - 33 tro - embannet gant. Kalondour, Phonogram
  • 1985 : La douleur d'aimer - CD - Servat, Pluriel
  • 1988 : Mad in Serenite, - CD - Escalibur, Coop Breizh
  • 1988 : Rochambeau 88 - K7 – nann embanet
  • 1991 : L'Albatros Fou, - CD - embannet gant. Keltia musique
  • 1992 : Le Fleuve - CD - Escalibur, Coop Breizh
  • 1994 : A-raok mont kuit (Avant de partir) - CD - embannet gant. Keltia musique
  • 1994 : Les Albums de la Jeunesse - CD - embannet gant. Keltia musique
  • 1996 : Litanies pour l'an 2000 (kendastumad) - CD - Mercury, Philips
  • 1996 : Sur les quais de Dublin - CD - Columbia, Sony Music
  • 1998 : Touche pas a la Blanche Hermine - CD - Saint-George, Sony Music
  • 2000 : Comme je voudrai - CD - Columbia
  • 2003 : Escales, - CD - Columbia
  • 2005 : Sous le ciel de cuivre et d'eau - CD - Coop Breizh
  • 2006 : Je vous emporte dans mon cœur (35 ans - 35 titres) – kendastumad gant daou CD - Coop Breizh

Kenlabouret en deus gant:

  • 1993 gant Alan Stivell : Again
  • 1994 gant Dan Ar Braz : Héritage des Celtes
  • 1995 gant Dan Ar Braz : Héritage des Celtes en Concert
  • 1997 gant Dan Ar Braz : Héritage des Celtes, Finisterres
  • 1998 gant Dan Ar Braz : Héritage des Celtes, Zénith
  • 1999 Bretagnes à Bercy
  • 2000 gant Donal lunny : Saint-Patrick
  • 2003 Stade de France 2002
  • 2003 Carlos Núñez : Un Galicien en Bretagne
  • 2010 Les Ramoneurs de menhirs : Amzer an dispac'h

Skridoù lennegel

  • Mise à mort des cultures populaires gant Guy Millière, embann Syros (1978).
  • Connemara (skeudennoù gant Didier Houeix), ti-embann Apogée, dastumad. « Terres celtes », Roazhon.

E-barzh ar rummad skiantou-faltazi :

  • La naissance d'Arcturus (1986), ti-embann Kornog.
  • Les chroniques d’Arcturus, ti-embann L’Atalante
  • 1- Skinn Mac Dana (1995)
  • 2- La navigation de Myrdhinn (1996)
  • 3- Arcturus (1997)
  • 4- Les Ssahanis (2000)
  • 5- Le dixième jour de Branvode (2003)
  • 6- La lance de Lughern (2007)
  • Postface ar roman Les Sonneurs Noirs deus Jean-Pierre Hubert, dastumad Autres Mondes, Mango.

Klokadurioù

Tarzhoù ha levrlennadur

  • Erwan Chartier, Gilles Servat, portrait, embannadur Blanc Silex Editions (144 pajenn), 23 a viz C'hwevrer 2004. (ISBN 978-2914875042)
  • Guy Millière, Gilles Servat (Poésie et chansons), dastumadenn Chansons d’aujourd’hui, embannadur Seghers (192 pajenn), 1975. (ASIN B00936ZTUI)
  • Christian Renaut, Regard sur Gilles Servat (poltriji), embannadur C. Renaut, 1añ a viz Genver 1989. (ISBN 978-2903197087)

Liammoù