Theseüs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
lodennoù digomprenus
Linenn 42: Linenn 42:
[[Rummad:Rouaned Aten]]
[[Rummad:Rouaned Aten]]
[[Rummad:Theseüs]]
[[Rummad:Theseüs]]
[[Rummad:Harozed]]
[[Rummad:Harozed hellazat]]

Stumm eus an 30 Kzu 2021 da 15:20

Trec'h Theseüs ouzh ar Minotaoros
Kib gant Aison al livour.

Theseus (Θησεύς e henc'hresianeg) a voe ur roue eus Aten hag unan eus an harozed vrudetañ Mitologiezh Henc'hres. Ren a reas war-dro 1250 kent JK, hervez Kronikennoù Paros.
Theseus zo taolennet evel mab Aigeüs, pe mab doue Poseidon. Desavet e voe gant e vamm Aethra, ha kuit ez eas da Aten pa glevas e oa mab da Aegeüs. Ahont e kavas e oa dimezet Aegus gant Medea, bet gwreg Iason.

Ar vojenn vrasañ a-zivout Theseus eo e emgann ouzh ar Minotaoros (un den dezhañ penn un tarv), gant skoazell Ariadne, merc'h ar roue Minos. Ezhomm e oa dezhañ unvaniañ holl an Attika gant Aten, synoikismos (annezañ a-gevret) e voe graet ag an darvoud-se. Theseus a c'hourlakaas azeul Afrodite Pandemos ("Afrodite an holl tud") e su Akropolis.

Buhez Theseus skrivet gant Ploutarc'hos a zastumas meur a istor diwar marv ar Minotaoros, fuadur Theseus, penaos e oa kouezhet Ariadne e karantez gantañ hag an drubarderezh anezhañ outi. Ploutarc'hos a anzavas ar pal a voe sav buhez an haroz e kenstur gant Buhez Romulus an diazezer eus Rome. Mamennoù an oberer a vez puñset e Ferec'hydes Leros, Demon Philoc'horos, ha Kleidemos dreistholl.

Mojenn

Theseüs hag ar Minotaoros, pri-poazh dremmoù du

Aigeüs, roue kêr Aten, n'en doa bet bugel ebet gant hini ebet eus e wragez, ha c'hoantaat a rae ur mab. Petra a reas neuze, nemet ober evel hervez ar c'hiz, ha mont da z-Delfi da welout ar velegez evit gouzout penaos ober. Hag ar Pythia ha lavarout dezhañ :

« Arabat dit, da briz ebet, distardañ gouzoug da sac'had gwin a-raok bezañ erruet war bazenn uhelañ kêr Aten. »

Ar vojenn en arzoù

El lennegezh

Sonerezh

Levrioù

  • Claude Calame, Thésée et l'imaginaire athénien, Payot, coll. « Sciences humaines », Lausanne, 1996 (2vet embannadur) (ISBN 2601031751).
  • Henri Jeanmaire, Couroi et Courètes : essai sur l'éducation spartiate et sur les rites d'adolescence dans l'Antiquité hellénique, Lille, Bibliothèque universitaire, 1939.
  • Nicole Loraux :
    • Les Enfants d'Athéna, Seuil, coll. « Points Essais », Paris, 1990 (ISBN 2020124688),
    • Né de la terre. Mythe et politique à Athènes, Seuil, coll. « Librairie du XXIe », Paris, 1996 (ISBN 2020282402).
  • Annick de Souzenelle, Œdipe intérieur. La présence du verbe dans le mythe grec, Albin Michel, coll. « Spiritualités vivantes », 1999 (ISBN 2226106820).

Pennadoù kar



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.