Battlestar Galactica (stirad skinwel, 1978) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 30 Du 2021 da 12:51

Battlestar Galactica zo ur stirad skinwel skiant-faltazi stadunanat krouet gant Glen A. Larson hag a voe mammen d'ar Frañchiz Battlestar Galactica. An aktourien penn a oa Lorne Greene, Richard Hatch, ha Dirk Benedict. An istor a roe tro da heuliañ dreistbeverien an denelezh el lestr-egorel Battlestar Galactica ha nebeut reoù all o terc'hout rak ar Cylons. Skignet eo bet e 1978–1979 evit ar c'houlzad unan ha paouezet eo bet goude 24 lodenn.

E 1980, e voe kendalc'het ar stirad gant 10 lodenn ouzhpenn evel Galactica 1980. Levrioù a zo bet skrivet ivez eviel kenderc'hel an istor. Battlestar Galactica a voe adsavet e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 gant ur ministirad ha goude-se ur stirad skinwel sizhuniek.

An istor

En ur sistem egorel pell diouzhomp, an 12 Trevadenn denel a zo darbet dezhi bezañ trec'h er brezel mil bloaz a-enep ar re Cylons, robotoù brezel savet gant ur ouenn stlejvil aet da get. Ar re-se a vefe bet riñset dre ar Cylons bet krouet ganto. A-benn ar fin eo taget an denelezh gant un dagadenn brim ha trec'het. Harpet eo bet o enebourien gant an treitour den Baltar (John Colicos).