Novalis : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Krouet o treiñ ar bajenn "Novalis"
 
adwelout ar yezh
Linenn 1: Linenn 1:


[[Restr:Franz_Gareis_-_Novalis.jpg|vignette|Novalis, livadur eus 1799 [[Restr:Novalis_Signature.png|kreizenn|sans_cadre|150x150px]]]]
[[Restr:Franz_Gareis_-_Novalis.jpg|vignette|Novalis, livadur eus 1799 [[Restr:Novalis_Signature.png|kreizenn|sans_cadre|150x150px]]]]
'''Novalis''' (ganet d'an 2 a viz Mae [[1772]] e kastell Oberwiederstedt; marv d'ar 25 a viz Meurzh [[1801]] e Weißenfels), e anv gwir '''Georg Philipp Friedrich von Hardenberg''' eo, a oa ur [[Rollskrivagnerien alamanek|skrivagner alaman]] hag ur prederour eus ar c'houlz [[Romantelezh|romantelel]].
'''Novalis''' (ganet d'an 2 a viz Mae [[1772]] e kastell Oberwiederstedt; marvet d'ar 25 a viz Meurzh [[1801]] e [[Weißenfels]]), eo [[anv-pluenn]] '''Georg Philipp Friedrich von Hardenberg''', a oa ur [[Rollskrivagnerien alamanek|skrivagner alaman]] hag ur prederour eus amzer ar [[Romantelezh]].


== Buhez ==
== Buhez ==

Stumm eus an 24 Du 2021 da 14:41

Novalis, livadur eus 1799 sans_cadre Novalis (ganet d'an 2 a viz Mae 1772 e kastell Oberwiederstedt; marvet d'ar 25 a viz Meurzh 1801 e Weißenfels), eo anv-pluenn Georg Philipp Friedrich von Hardenberg, a oa ur skrivagner alaman hag ur prederour eus amzer ar Romantelezh.

Buhez

Hil

Kastell Oberwiederstedt Friedrich von Hardenberg a zeu eus ur hil nobl kozh eus Alamagn an Hanternoz. E Oberwiederstedt e kontelezh Mansfeld, priñselezh Saks e voe ganet. Amañ e oa dalc'het ur c'hastell eus stil azginivelezh gant un domani. Tremen a reas Novolis e vugaleaj ennañ.

Deskadurezh

Skol en Eisleben Desket e voe gant Carl Christian Erhard Schmid (1761–1812), hag ambrougas betek ar skol-veur anezhoñ e Jena. Goude e heulias studioù klasel ha Retorik er Gymnasium eus Eisleben dindan ren ar rektor Christian David Jani. E eontr Friedrich Wilhelm von Hardenberg, Komander an urzh Teutonek, a gemeras Novalis pa oa daouzek bloaz dezhañ e-pad ur bloaz er prioldi Lucklum, e Erkerode.

Oberenn

Framm ar driadenn

Hervezañ e vez an holl draoù e lusk siklek hag e c'haller bout rannet ar c'houlz e tri lodenn, evel e veze graet gant ar c'hresianedi, (ar Strophe, an Antistrophe hag an Epode), ar wel-se eus ar bed a voe anvet Triadenstruktur ("Framm ar driadenn") gant novalis, hag evit ma vefe ar bed en heson e vefe ret gant pep tra bout en e goulz mat (setu ar pezh a vez anvet Kairos).

Mystik

Levezonet kreñv e voe Novalis gant ar c'hevrinelour Jakob Böhme adalek deroù an XIXvet kantved. E wel gevrinel war ar bed, kevreet gant e zeskadur uhel hag e zedenn ouzh ar relijion a lakaas ar c'hoant ennañ klask adsevel ar gristeniezh, ar feiz, ha doue, en un doare nevez ha tostoc'h ouzh e brederouriezh.

Lennadurezh

Lirik

  • Klagen eines Jünglings (1791 in Wielands <i id="mwAXg">Neuem Teutschen Merkur</i>).
  • Blumen, 1798;
  • Geistliche Lieder (herausgegeben 1802; Wenn alle untreu werden, Wenn ich ihn nur habe)
  • Hymnen an die Nacht (1800)
  • Wenn nicht mehr Zahlen und Figuren (Heinrich von Ofterdingen)
  • An Julien (Entstehungszeit 1800)

Darnadoù

Epik

  • Die Lehrlinge zu Sais, 1802
  • Heinrich von Ofterdingen, 1802

Prederouriezh

  • Blüthenstaub (1798 Athenaeum Friedrich Schlegel)
  • Glauben und Liebe oder Der König und die Königin (1798)
  • Sammlung von Fragmenten und Studien, entstanden 1799–1800

All

  • Europa (1799 Die Christenheit oder Europa (1826))
  • Dialoge, 1802;

Das Allgemeine Brouillon umfasst die enzyklopädistischen Materialien, die 1798/99 zusammengetragen wurden.