Gwengelouriezh Hellaz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
D Undenbennak en deus kaset ar bajenn Mitologiezh Henc'hres da Gengeloniezh c'hresian : poellekoc'h, brezhonekozc'h
D Undenbennak en deus kaset ar bajenn Gengeloniezh c'hresian da Gwengeloniezh c'hresian : fari
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 Her 2021 da 07:13

Kadmos o stourm a-enep an aerouant.

Ar wengeloniezh c'hresian e vez lavaret eus hollad an holl wengeloù henamzerel danavellet gant an Henc'hresianed.

Ar marvailhoù-se a gont orin an anien hag ar bed, pe buhez an doueed hag an harozed. MAr wengeloniezh-mañ a oa bet diorroet war hir dermen adalek sevenadur Misenia betek an aloubadeg Roman.

Gwengeloù Gres a oa bet treuzket da gentañ gant ar miseniaed hag ar minoed hag o deus diazezet an hengoun barzhonegel dre-gomz e XVIIIvet kantved. Er mare-se da ziwezhañ e oa bet savet meurganoù evel an Ilias hag an Odysseia. Homer zo anaouet evit bezañ skriver an testennoù-mañ tra ma veze krouet an dTheogonia hag Erga kai Hemerai ("Al Labourioù hag an Deizioù") gant Hesiodos un nebeud amzer diwezhatoc'h. Munudoù zo miret e Kanoù Homeros, meulganoù o lidañ doueed dibar, pe e diskolpadennoù eus ar C'helc'hiad Meurganel, ha gant an drajediennerien hag ar c'homediennerien eus ar mareverezh klassel ha hellenadek.

Ouzhpenn an danvez lennegel e oa bet divarvelet kalz a geloù dre taolennadurioù livus (listri, lidkinnigoù hag artefaktoù liesseurt). Da gentañ e veze kontet Diskar Troia warno, hogen e tedarzhas skeudennoù eus istor all adalek ar Vvet kantved. Ar wengelonizh henc'hres en deus awenet sevenadur Europa da vat. Impalaeriezh roman a adkemeras lod bras anezhi hag e veze anaouezet mat gant tud ar renkadoù dreist betek hiriv an deiz.

E-keit an XVIIvet kantved e voe un tabutat etre daou luskad prederiet e Frañs hag en Europa, anvet "Tabutat etre ar henamzeridi hag an nevezidi" pa oa bet klasket abeg aotrouniezh al lennegezh Gres war sevenadur an amzerioù modern.