Audrey Diwan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "{{Infobox Sinema (tud) | skeudenn = | ment ar skeudenn = | alc'hwez = | anv ofisiel = | lesanv = | deiziad ganedigezh = 1980 | lec'h ganedigezh = | broadelezh = gall ha libanat | deiziad marvedigezh = | lec'h marvedigezh = | micher = kazetennerez, embannerez,<br>senarioourez, filmaozerez | filmoù brudet = L'Evénement | pried = | bugale = | yezhoù = galleg..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 12 Gwe 2021 da 11:02

Audrey Diwan

Ganedigezh 1980
Broadelezh gall ha libanat
Micher(ioù) kazetennerez, embannerez,
senarioourez, filmaozerez
Filmoù brudet L'Evénement
Priz(ioù) Leon aour 2021 ar film gwellañ

Audrey Diwan zo ur skrivagnerez, embanerez, kazetennerez, senarioourez ha filmaozerez c'hall a orin libanat, ganet e 1980. Roet eo bet Leon aour Festival etrebroadel Sinema Venezia dezhi e 2021 evit he eil film L'Événement.

Buhezskrid

Studiet he deus Audrey Diwan ar gazetennerezh hag ar skiantoù politikel. Daou vugel he deus.

Roet eo Priz René-Fallet 2008 d'he romant kentañ La Fabrication d'un mensonge[1].

E 2013 e teu da vezañ renerez embann ar gelaouenn Stylist loc'het ganti hag Aude Walker, ar pennskridaozerez.

Emezellet he deus er stroll 50/50 hag a stourm evit an ingalded etre merc'hed ha paotred hag al liesseurted revel er sinema hag ar c'hleweled[2],[3].

He eil film sevennet ganti L'Événement zo aet gantañ Leon aour festival Venezia 2021[4].

Kazetennerez

  • Technikart
  • Glamour, e karg ar sevenadur
  • Ça balance à Paris, war Paris Première
  • Cinémas, war France 5
  • La Quotidienne du cinéma, war TPS Star.
  • Stylist, evel renerez embann.

Embannadennoù

  • Confession d'un salaud, un enklask ganti ha Fatou Biramah, Denoël, 2004.
  • La Fabrication d'un mensonge, romant, Flammarion, 2007 - priz René-Fallet ; priz Claude Chabrol e Saumur.
  • 11 femmes : 11 nouvelles inédites, kenstroll, J'ai lu, 2008.
  • De l'autre côté de l'été, Flammarion, 2009.
  • How to be parisian, kenskrivet gant Anne Berest, Caroline de Maigret ha Sophie Mas, Random House, 2013. Troet e 31 yezh.

Filmadurezh

Senarioourez

Filmaozerez

Notennoù ha daveoù

Liammoù diavaez