Lise Diwan Karaez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Un tammig istor
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:LogoLiseDiwan.jpg|right|border]]
[[Skeudenn:LogoLiseDiwan.jpg|right|border]]
'''Lise Diwan Karaez''' eo al lise kentañ krouet gant [[Diwan]]. E [[Karaez-Plougêr]] emañ, e-kichen kastell Kerampuilh. Digoret e voe lise kentañ Diwan e miz Gwengolo 1994 er [[Ar Releg-Kerhuon|Releg-Kerhuon]] ([[Kerc'horr]]), evel ur seurt stagadenn eus [[Skolaj Diwan ar Releg]] (Skolaj Diwan [[Roparz Hemon]] en amzer-se). Kaset e oa bet da Garaez e miz Gwengolo 1999.
'''Lise Diwan Karaez''' eo al lise kentañ krouet gant [[Diwan]]. E [[Karaez-Plougêr]] emañ, e-kichen [[maner Kerampuilh]]. Digoret e voe lise kentañ Diwan e miz Gwengolo 1994 er [[Ar Releg-Kerhuon|Releg-Kerhuon]] ([[Kerc'horr]]), evel ur seurt stagadenn eus [[Skolaj Diwan ar Releg]] (Skolaj Diwan [[Roparz Hemon]] en amzer-se). Kaset e oa bet da Garaez e miz Gwengolo 1999.


== Istor ==
== Istor ==
Dibabet e voe al lec'h-se e 1998 gant Kuzul-Merañ Diwan diwar teir ginnagadenn (Brest ha Kemper a oa bet kinniget ivez). En un ti ar retretidi kozh, e-kichen aste Kerampuilh, e voe staliet. Labourioù reneveziñ a voe da vezañ konduet hag arc'hantaet gant [[Rannvro Breizh]]. Koulskoude e voe ret sevel ur "Bod herberc'hiañ Kerampuilh" evit resev [[yalc'had]]où zo ha merañ ar [[kouskva|c'houskvaoù]] hag ar [[kegin (pezh)|gegin]]. Implijet e vez al lec'hioù evit obererezhioù sevenadurel, pa vez serret ar c'hlasoù.
Dibabet e voe al lec'h-se e 1998 gant Kuzul-Merañ Diwan diwar teir ginnagadenn (Brest ha Kemper a oa bet kinniget ivez). En un ti ar retretidi kozh, e-kichen aste Kerampuilh, e voe staliet. Labourioù reneveziñ a voe da vezañ konduet hag arc'hantaet gant [[Rannvro Breizh]]. Koulskoude e voe ret sevel ur "Bod herberc'hiañ Kerampuilh" evit resev [[yalc'had]]où zo ha merañ ar [[kouskva|c'houskvaoù]] hag ar [[kegin (pezh)|gegin]]. Implijet e vez al lec'hioù evit obererezhioù sevenadurel, pa vez serret ar c'hlasoù.







Stumm eus an 26 Eos 2021 da 15:42

Lise Diwan Karaez eo al lise kentañ krouet gant Diwan. E Karaez-Plougêr emañ, e-kichen maner Kerampuilh. Digoret e voe lise kentañ Diwan e miz Gwengolo 1994 er Releg-Kerhuon (Kerc'horr), evel ur seurt stagadenn eus Skolaj Diwan ar Releg (Skolaj Diwan Roparz Hemon en amzer-se). Kaset e oa bet da Garaez e miz Gwengolo 1999.

Istor

Dibabet e voe al lec'h-se e 1998 gant Kuzul-Merañ Diwan diwar teir ginnagadenn (Brest ha Kemper a oa bet kinniget ivez). En un ti ar retretidi kozh, e-kichen aste Kerampuilh, e voe staliet. Labourioù reneveziñ a voe da vezañ konduet hag arc'hantaet gant Rannvro Breizh. Koulskoude e voe ret sevel ur "Bod herberc'hiañ Kerampuilh" evit resev yalc'hadoù zo ha merañ ar c'houskvaoù hag ar gegin. Implijet e vez al lec'hioù evit obererezhioù sevenadurel, pa vez serret ar c'hlasoù.


Brudet e krog al lise-mañ da vezañ dre ma vez disoc'hoù mat-kaer en arnodennoù ar vachelouriezh c'hall, ar feur trec'hiñ a vez bepred etre 90 % ha 100 % a loreidi (e 2006: 96 % -- 100 % er rummad L -- 94% e 2003, 93% e 2004, 96% e 2005, 99% en 2007[1], 90% e 2008 [2] tremen 98% e 2009 [3].)

Hiziv an deiz ez eo meret gant ur genrenerezh : Loeiz Donal, Lomig Bosser-An Dren ha Paol Mingant.

Krouet ez eus bet ur gevredigezh skolidi gozh anvet Diwanet.

Notennoù ha daveoù

  1. « Résultats du baccalauréat 2006 » des lycées du Finistère ; « Résultats au bac » du lycée diwan (Carhaix-Plouguer) ; résultats au baccalauréat du lycée privé de Carhaix-Plouguer en 2006 ; le taux de réussite au bac en 2006 de L'Express ;
  2. L'Internaute
  3. Le Télégramme, 14 juillet 2009