Roh Moo-hyun : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[skeudenn:Roh Moo-hyun - cropped headshot, 2004-Oct-26.jpg|thumb|250px|Roh Moo-hyun e 2004.]]
[[skeudenn:Roh Moo-hyun presidential portrait.jpg|thumb|250px|Roh Moo-hyun e 2003.]]
'''Roh Moo-hyun''' ([[6 a viz Eost]] [[1946]] - [[23 a viz Mae]] [[2009]]) a oa ur politikour ha 9{{vet}} prezidant [[Korea ar Su]].
'''Roh Moo-hyun''' ([[6 a viz Eost]] [[1946]] - [[23 a viz Mae]] [[2009]]) a oa ur politikour ha 9{{vet}} prezidant [[Korea ar Su]].



Stumm eus an 20 Mae 2021 da 16:05

Roh Moo-hyun e 2003.

Roh Moo-hyun (6 a viz Eost 1946 - 23 a viz Mae 2009) a oa ur politikour ha 9vet prezidant Korea ar Su.

Dilennet e voe da brezidant e miz Kerzu 2002 ha kemeret e garg d'ar 25 a viz C'hwevrer 2003. Tennet e voe e garg digantañ gant ar Parlamant e miz Meurzh 2004 dre m'en doa skoazellet ar strollad politikel Uri. Daou viz goude e voe adroet e garg dezhañ hag e chomas prezidant Sukorea betek ar 25 a viz C'hwevrer 2008.

Roh Moo-hyun na oa ket ur prezidant karet gant ar bobl dre e c'hwitadennoù war an dachenn ekonomikel hag hini an diplomatiezh. Roh en doa tizhet ar gwashañ sifroù e keñver bezañ a-du gant e poltitikerezh eus istor ar vro. Goude bezañ bet prezidant ha taget kement ha burutellet drouk e kuitaas ar vuhez politikel. En em staliañ a reas e Bongha Maeul lec'h ma oa ganet. Eno e talc'has un ti-feurm houidi.

Un enklask justis a oa bet digoret evit gouzout ma oa bet breinadur e-pad e ren pe get. En em lazhañ a reas en ur lammat diouzh un tornaod a-dreñv e zi.

Colin Powell ha Roh Moo-hyun, d'ar 26 a viz Here

Tro 4 milion a dud o deus bet gweladennet kêr Bongha e-pad ar sizhunvezhioù goude e varv. Ar polis goude un enklask en deus kadarnaet e oa un emlazh.

Lec'h enoriñ Roh Moo-hyun.