Livia della Rovere : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ rummadoù
D italian
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Livia_Della_Rovere_duchess_of_Urbino.jpg|thumb|Livia Della Rovere]]
[[Restr:Livia_Della_Rovere_duchess_of_Urbino.jpg|thumb|Livia Della Rovere]]
'''Livia della Rovere''' ([[Pesaro]], [[16 a viz Kerzu]] [[1585]] – eno, [[6 a viz Gouhere]] [[1641]]) a oa ur briñsez [[italia]]n eus an [[tiegezh della Rovere]], anezhi diwezhañ dugez Urbino ([[1599]]-[[1631]]).
'''Livia della Rovere''' ([[Pesaro]], [[16 a viz Kerzu]] [[1585]] – eno, [[6 a viz Gouhere]] [[1641]]) a oa ur briñsez [[italian]] eus an [[tiegezh della Rovere]], anezhi diwezhañ dugez Urbino ([[1599]]-[[1631]]).


==He buhez==
==He buhez==

Stumm eus an 8 Ebr 2021 da 17:31

Livia Della Rovere

Livia della Rovere (Pesaro, 16 a viz Kerzu 1585 – eno, 6 a viz Gouhere 1641) a oa ur briñsez italian eus an tiegezh della Rovere, anezhi diwezhañ dugez Urbino (1599-1631).

He buhez

Merc'h henañ Ippolito della Rovere, markiz San Lorenzo in Campo, e oa. E dad a oa mab divastardet ar c'hardinal Giulio della Rovere, hag Isabella Vitelli, marquizez dell'Amatrice. Ur breur he doa, Giulio, markiz San Lorenzo in Campo ha dell'Amatrice, ha peder c'hoar da vihanañ :

  • Lucrezia, pried da Marcantonio Lante, markiz San Lorenzo in Campo, ha mamm da Ippolito Lante Montefeltro della Rovere, dug Bomarzo ha diazezour an tiegezh Lante Montefeltro della Rovere ;
  • Elisabetta, marvet en-bugel ;
  • Eleonora ha Livia, leanezed e manati Corpus Domini, e Pesaro.

Un dugelezh

E 1570 e voe dimezet Francesco Maria II della Rovere, dug Urbino, da Lucrezia d'Este (1535–1598), merc'h da Ercole II d'Este, dug Ferrara. Ur gwall zimeziñ e voe : kalz koshoc'h e oa ar wreg eget an ozhac'h, naplezek e oa Francesco Maria, reiñ a reas e gleñved d'ar paourkaezh Lucrezia. Dispartiañ a rejont e 1578, hep gallout dizimeziñ avat. Distreiñ a reas Lucrezia da Ferrara, ma varvas e 1598.

He bloavezhioù diwezhañ

En em dennañ a eure Livia e Castelleone er palez della Rovere savet gant he zad. Mervel a reas eno e Gouhere 1641. Beziet e voe en iliz Pesaro gant menec'h ar c'hCorpus Domini, hervez he youl.[1]

Perc'hennez e oa d'ur bern oberennoù arzel.

Notennoù

  1. (it) Giovanna Solari, 22 Storie dei Duchi di Urbino tra il Sole e la Luna', Mondadori, Milano 1973, p. 389.