Livia della Rovere : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8: Linenn 8:


==Un dugelezh==
==Un dugelezh==
Dimezet e oa [[Francesco Maria II della Rovere]], dug Urbino, e 1570 , da [[Lucrezia d'Este]], merc'h da [[Ercole II]], [[dug Ferrara]]. Ur gwall zimeziñ e voe: kalz koshoc'h e oa an ozhac'h eget e wreg, [[naplezek]] e oa Francesco Maria, reiñ a reas e gleñved d'ar paourkaezh Lucrezia. Dispartiañ a rejont en 1578, hep gallout dizimeziñ avat. Distreiñ a reas Lucrezia da Ferrara, ma varvas en 1598.
Dimezet e oa [[Francesco Maria II della Rovere]], dug Urbino, e 1570 , da [[Lucrezia d'Este (1535 – 1598)]], merc'h da [[Ercole II d'Este]], [[dug Ferrara]]. Ur gwall zimeziñ e voe: kalz koshoc'h e oa an ozhac'h eget e wreg, [[naplezek]] e oa Francesco Maria, reiñ a reas e gleñved d'ar paourkaezh Lucrezia. Dispartiañ a rejont en 1578, hep gallout dizimeziñ avat. Distreiñ a reas Lucrezia da Ferrara, ma varvas en 1598.





Stumm eus an 8 Ebr 2021 da 12:48

Livia Della Rovere.

Livia della Rovere (ganet e Pesaro d'ar 16 a viz Kerzu 1585 ha marvet eno d'ar 6 a viz gouhere 1641) a oa ur briñsez italian eus an tiegezh della Rovere, anezhi diwezhañ dugez Urbino (1599-1631).

He buhez

Merc'h henañ Ippolito della Rovere, markiz San Lorenzo in Campo, e oa. E dad a oa mab divastardet ar c'hardinal Giulio della Rovere, hag Isabella Vitelli, marquizez dell'Amatrice. Ur breur he doa, Giulio, markiz San Lorenzo in Campo ha dell'Amatrice, ha peder c'hoar da vihanañ : *Lucrezia, pried da Marcantonio Lante, markiz San Lorenzo in Campo, ha mamm da Ippolito Lante Montefeltro della Rovere, dug Bomarzo ha diazezour an tiegezh Lante Montefeltro della Rovere,

  • Elisabetta, marvet en-bugel
  • Eleonora ha Livia, leanezed e manati Corpus Domini, e Pesaro.

Un dugelezh

Dimezet e oa Francesco Maria II della Rovere, dug Urbino, e 1570 , da Lucrezia d'Este (1535 – 1598), merc'h da Ercole II d'Este, dug Ferrara. Ur gwall zimeziñ e voe: kalz koshoc'h e oa an ozhac'h eget e wreg, naplezek e oa Francesco Maria, reiñ a reas e gleñved d'ar paourkaezh Lucrezia. Dispartiañ a rejont en 1578, hep gallout dizimeziñ avat. Distreiñ a reas Lucrezia da Ferrara, ma varvas en 1598.




He bloavezhioù diwezhañ

En em dennañ a eure Livia da Castelleone er palez della Rovere savet gant he zad. Mervel a reas eno e Gouhere 1641. Beziet e voe en iliz Pesaro gant menec'h ar c'hCorpus Domini, hervez he youl.[1]


Perc'hennez e oa d'ur bern oberennoù arzel

  1. Solari, p. 389