Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16: Linenn 16:
[[Restr:RomanVirgilFolio101r.jpg|thumb|250px|Sinon zo degaset da Briamos, folio 101r eus ar ''[[Vergilius Romanus]]'']]
[[Restr:RomanVirgilFolio101r.jpg|thumb|250px|Sinon zo degaset da Briamos, folio 101r eus ar ''[[Vergilius Romanus]]'']]
Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg [[Laokoon]] a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "[[Timeo Danaos et dona ferentes]]" (Aon am eus rak an [[Danaed]] memes ar re a zegas profoù)<ref>Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις [http://www.poetryintranslation.com/PITBR/Latin/VirgilAeneidII.htm#_Toc536009311 Virgil:Aeneid II Aeneis II]</ref>. Met an doue [[Poseidon]] a gasas div naer-vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vije kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez ''[[Bibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]] e oa kaset an div naer gant [[Apollon]] abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue<ref>''[[Bibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]], ''[http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0022%3Atext%3DEpitome%3Abook%3DE%3Achapter%3D5%3Asection%3D18 Epit. E.5.18 Epitome]''</ref> [[Elena Troia]] a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da [[Antiklos]] respont met Odysseüs a serr e c'henoù gant e zorn<ref>[[Homeros]], ''Odysseia'', [http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0136%3Abook%3D4%3Acard%3D265 4. pp 274-289].</ref>. Merc'h ar [[Priam|roue Priamos]], [[Kassandra]], diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat<ref>[[Virgilius]], an ''[[Aeneis]].'' troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.</ref>.

==Hiriv==
Hiriv e vez klasket peseurt fedoù istorel a zo kuzhet er vojenn, ha kavout a ra da lod eo ul lestr, pe ur vag vras, e oa ar ''marc'h Troia'', dre an abeg ma veze lakaet penn ur marc'h e daou benn al listri, hag anvet ''hippoi'', da lavarout eo kezeg.

== Mammennoù ==
== Mammennoù ==

Stumm eus an 28 Meu 2021 da 15:11

Ambrougadeg ar marc'h e Troia, gant Tiepolo.
Marc'h implijet er film Troia (2004).

Istor marc'h Troia zo unan eus ar re vrudetañ eus Brezel Troia, danevellet er meurgan latin anvet an Aeneis, gant ar barzh roman Virgilius, hag ivez gant Dionysios, ar Pseudo-Apollodoros ha Kointos Smyrnaeos‎.

C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odysseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.

Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo diwar intrudu Odysseüs, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.

En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.

An istor el lennegezh

Hervez Kointos Smyrnaeos e soñjas Odysseüs sevel ur pikol marc'h (arouez Troia), e koad, da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh Epeios e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odysseüs e ranke chom un den er-maez eus al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o dije lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet Sinon a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an Akeaned. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez Athena abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.

Sinon zo degaset da Briamos, folio 101r eus ar Vergilius Romanus

Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg Laokoon a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "Timeo Danaos et dona ferentes" (Aon am eus rak an Danaed memes ar re a zegas profoù)[1]. Met an doue Poseidon a gasas div naer-vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vije kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez Bibliotheke ar Pseudo-Apollodoros e oa kaset an div naer gant Apollon abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue[2] Elena Troia a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da Antiklos respont met Odysseüs a serr e c'henoù gant e zorn[3]. Merc'h ar roue Priamos, Kassandra, diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat[4].

Hiriv

Hiriv e vez klasket peseurt fedoù istorel a zo kuzhet er vojenn, ha kavout a ra da lod eo ul lestr, pe ur vag vras, e oa ar marc'h Troia, dre an abeg ma veze lakaet penn ur marc'h e daou benn al listri, hag anvet hippoi, da lavarout eo kezeg.

Mammennoù

Levrlennadur

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις Virgil:Aeneid II Aeneis II
  2. Bibliotheke ar Pseudo-Apollodoros, Epit. E.5.18 Epitome
  3. Homeros, Odysseia, 4. pp 274-289.
  4. Virgilius, an Aeneis. troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.