The Elder Scrolls Online : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
traoùigoù
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 29: Linenn 29:
;Adembannadur
;Adembannadur
Nebeut amzer goude embannadur ar c'hoari, e oa bet klemmet gant lod c'hoarierien e oa dibosubl lakaat da dalvezout 30 devezh ouzhpenn roet dezho a-raok ma krogfe ar c'houmanant. Ur gudenn a oa savet ivez gant trucherien a oa deuet a-benn da eilskoueriañ objedoù ha deuet e oant a-benn da rastellañ sammadoù arc'hant ramzel er c'hoari. ZeniMax en doa embannet nebeut amzer war-lerc'h e oa bet gwellaet ar c'hoari ha diskoulmet ar gudenn. Milieroù a gontoù a oa bet serret evit bezañ bet implijet an trucherezh-se.

== Doare c'hoari ==
Ar c'hoarier a c'hell krouiñ un dudenn hervez e c'hoantoù e-touezh meur a ouenn:
* Mab-den: Nords, Redguards, Bretons, hag impalaerien
* Gouennoù elved: Dunmer (Elved teñval), Altmer (Elved uhel), Bosmer (Elved ar c'hoadeier), hag Orsimer (Orked)
* Gouennoù anevaled: Khajiit hag Argonians

== Istor ==
== Istor ==
Istor ar c'hoari a dremen war ur c'hevandir ijinet anvet [[Tamriel]] e-kerzh an Eil marevezh, met n'eus ket tu da c'hoari en holl lodennoù eus Tamriel. An darvoudoù a dremen a-raok (mil bloaz) ar c'hoari The [[Elder Scrolls V: Skyrim]] ha tro 800 vloaz a-raok [[The Elder Scrolls III: Morrowind]] ha [[The Elder Scrolls IV: Oblivion]]. Daou vrezel zo er memes mare : unan evit dazont ar bed hag unan evit bezañ penn d'ar c'hevandir. E The Elder Scrolls Online, ar c'hentañ brezel zo a-enep ar priñs Daedric Prince Molag Bal, a glask treiñ ar bed en un ifern gant sikour ur walenn. An eil zo evit bezañ penn an Impalaeriezh gant tri strollad o klask bezañ trec'h. Ar c'hoarier zo bet aberzhet da Volag Bal, ha kollet gantañ e ene, ar c'hoarier a glask da gentañ-holl adkavout e ene.

Stumm eus an 26 Meu 2021 da 14:50

The Elder Scrolls Online
Diorroer ZeniMax Online Studios
Endro Lies-savenn

Windows
PlayStation 4
Xbox One
Xbox Series X/S

Yezhoù Lies-yezh
Doare C'hoari roll, c'hoari gwezh-avantur, liesc'hoarier
Lec'hienn web http://elderscrollsonline.com/

The Elder Scrolls Online berraet en TESO, zo ur c'hoari video liesc'hoarier enlinenn doare RPG (MMORPG) sevenet gant ZeniMax Online Studios hag embannet gant Bethesda Softworks. Embannet eo bet war ar savennoù Microsoft Windows hag OS X e miz Ebrel 2014. Doareoù war PlayStation 5 hag Xbox Series X/S zo da vezañ embannet. Ul lodenn eo eus an heuliad c'hoarioù video The Elder Scrolls.

Ar c'hoari a ro tro d'ar c'hoarierien da vevañ war ar c'hevandir ijinet anvet Tamriel ha da heuliañ un istor liammet gant hini c'hoarioù all an heuliad Elder Scrolls. Seizh vloaz zo bet rekis evit sevel ar c'hoari a-raok an embann e 2014. Da gentañ e oa bet degemeret etre, met gwellaet eo bet dreist-holl gant un adembann anvet The Elder Scrolls Online: Tamriel Unlimited. Ar wech-mañ, ar vurutelladennoù a oa bet mat war ar c'hemmoù degaset.

The Elder Scrolls Online a oa da gentañ dre goumanant miziek betek ma vefe kemmet an doare e miz Meurzh 2015 o rediañ prenañ met gant prenadennoù e-barzh hag ur c'houmanant diret a zegas traoù ouzhpenn d'ar c'hoarier. Ur wech adanvet "The Elder Scrolls Online: Tamriel Unlimited", e voe embannet war ar c'hoñsolennoù PlayStation 4 hag Xbox One e miz Even 2015. Gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 15 milion a skouerennoù e 2020. En holl e oa tro 2,5 milion c'hoarier bep miz e 2017.

Embannadurioù

Embannadur orin

The Elder Scrolls Online a oa bet kemennet d'an 3 a viz Mae 2012, dre al lec'hienn hag er gazetenn Game Informer. Embannet eo bet d'ar 4 a viz Ebrel 2014, war Windows ha Mac. Embannet eo bet goude-se war ar c'hoñsolennoù saloñs d'an 9 a viz Even 2015, war PlayStation 4 hag Xbox One. Goude-se c'hoazh e oa bet embannet war Stadia d'ar 16 a viz Even 2020.

Adembannadur

Nebeut amzer goude embannadur ar c'hoari, e oa bet klemmet gant lod c'hoarierien e oa dibosubl lakaat da dalvezout 30 devezh ouzhpenn roet dezho a-raok ma krogfe ar c'houmanant. Ur gudenn a oa savet ivez gant trucherien a oa deuet a-benn da eilskoueriañ objedoù ha deuet e oant a-benn da rastellañ sammadoù arc'hant ramzel er c'hoari. ZeniMax en doa embannet nebeut amzer war-lerc'h e oa bet gwellaet ar c'hoari ha diskoulmet ar gudenn. Milieroù a gontoù a oa bet serret evit bezañ bet implijet an trucherezh-se.

Doare c'hoari

Ar c'hoarier a c'hell krouiñ un dudenn hervez e c'hoantoù e-touezh meur a ouenn:

  • Mab-den: Nords, Redguards, Bretons, hag impalaerien
  • Gouennoù elved: Dunmer (Elved teñval), Altmer (Elved uhel), Bosmer (Elved ar c'hoadeier), hag Orsimer (Orked)
  • Gouennoù anevaled: Khajiit hag Argonians

Istor

Istor ar c'hoari a dremen war ur c'hevandir ijinet anvet Tamriel e-kerzh an Eil marevezh, met n'eus ket tu da c'hoari en holl lodennoù eus Tamriel. An darvoudoù a dremen a-raok (mil bloaz) ar c'hoari The Elder Scrolls V: Skyrim ha tro 800 vloaz a-raok The Elder Scrolls III: Morrowind ha The Elder Scrolls IV: Oblivion. Daou vrezel zo er memes mare : unan evit dazont ar bed hag unan evit bezañ penn d'ar c'hevandir. E The Elder Scrolls Online, ar c'hentañ brezel zo a-enep ar priñs Daedric Prince Molag Bal, a glask treiñ ar bed en un ifern gant sikour ur walenn. An eil zo evit bezañ penn an Impalaeriezh gant tri strollad o klask bezañ trec'h. Ar c'hoarier zo bet aberzhet da Volag Bal, ha kollet gantañ e ene, ar c'hoarier a glask da gentañ-holl adkavout e ene.

Ouzhpennadurioù

DLC pe Chabistroù

The Imperial City

D'ar 14 a viz Even 2015, e-kerzh an abadenn gant Bethesda en E3, un ouzhpennadur (DLC) a oa bet embannet hag anvet The Imperial City, er gêr-benn Cyrodiil. Embannet eo bet war ar savennoù Windows hag OS X d'an 31 a viz Eost 2015. Evit an Xbox One e oa bet d'ar 15 a viz Gwengolo, ha war ar PlayStation 4 d'ar 16 a viz Gwengolo. Gant an ouzhpennadur e oa bet ouzhpennet ur moneiz nevez anvet Tel Var Stones. An ouzhpennadur a ro tro d'ar c'hoarierien da stourm etrezo dre ganioù-skarzhañ dindan kêr. Un tour-meur a oa ouzhpennet ivez, Toull-bac'h an Impalaeriezh.

Homestead

E miz Here 2016, Firor en doa embannet e vefe ouzhpennet an tu d'ar c'hoarierien da sevel tiez e 2017. Embannet e voe d'ar 6 a viz C'hwevrer 2017, evel lodenn eus an nevezadur 13. En holl e vez 40 doare ti disheñvel. An tiez zo disheñvel hervez an dek gouenn a gaver er c'hoari. Tu zo da gaout tiez leuniet gant arrebeuri pe get. Gant aour gouenezet er c'hoari pe dre brenañ aour pe kurunennoù (ur moneiz elektronek er c'hoari) e vez tu da brenañ an tiez hag an arrebeuri ha peadra da leuniañ an tiez.

Liammoù diavaez