Linchañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ar restr commons:File:Philip_Dawe_(attributed),_The_Bostonians_Paying_the_Excise-man,_or_Tarring_and_Feathering_(1774)_-_02.jpg oa bet lakaet e-lerc’h 1774_lynching.jpg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (redirect linked from other
Arko (kaozeal | degasadennoù)
kempenn, tennañ ar saozneg diezhomm
Linenn 5: Linenn 5:
[[Skeudenn:Lynching-of-lige-daniels.jpg|thumb|right|Kartenn-bost gant skeudenn linchadenn Lige Daniels, krennard du a 16 vloaz, tamallet dezhañ bezañ muntret ur vaouez kozh wenn e [[Texas]], [[SUA]], d'an [[3 a viz Eost]] [[1920]].]]
[[Skeudenn:Lynching-of-lige-daniels.jpg|thumb|right|Kartenn-bost gant skeudenn linchadenn Lige Daniels, krennard du a 16 vloaz, tamallet dezhañ bezañ muntret ur vaouez kozh wenn e [[Texas]], [[SUA]], d'an [[3 a viz Eost]] [[1920]].]]


'''Linchañ''', pe '''lynching''' hervez ar saozneg, zo ur c'hastiz graet gant un [[engroez]] tud, [[krougañ]] un den peurvuiañ, evit spontañ an dud all. Aliezik e c'hoarveze kement-se en amzerioù ma klaske an niver brasañ lakaat an niver bihanañ da blegañ da lezennoù pe d'un urzh kevredigezhel direizh.
'''Linchañ''' zo ur c'hastiz graet gant un [[engroez]] tud, [[krougañ]] un den peurvuiañ, evit spontañ an dud all. Aliezik e c'hoarveze kement-se en amzerioù ma klaske an niver brasañ lakaat an niver bihanañ da blegañ da lezennoù pe d'un urzh kevredigezhel direizh.


En un doare strishoc'h e komzer eus '''lincherezh''' alies diwar-benn doareoù ar re wenn en [[SUA]] da gondaoniñ [[morian]]ed d'ar marv hep prosez, ha dreist-holl adalek an XIXvet kantved goude ar [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika|Brezel-diabarzh]].
En un doare strishoc'h e komzer<sup>piv?</sup> eus '''lincherezh''' alies diwar-benn doareoù ar re wenn en [[SUA]] da gondaoniñ [[morian]]ed d'ar marv hep prosez, ha dreist-holl adalek an XIXvet kantved goude ar [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika|Brezel-diabarzh]].


== Orin ==
== Orin ==
Meur a zisplegadenn zo d'ar ger: pe eus anv un den, pe eus un anv-lec'h. Dont a rafe ar ger eus anv [[Charles Lynch]], barner e [[Virginia]] en {{XVIIIvet kantved}}.
Meur a zisplegadenn zo d'ar ger : pe eus anv un den, pe eus un anv-lec'h. Dont a rafe ar ger eus anv [[Charles Lynch]], barner e [[Virginia]] en {{XVIIIvet kantved}}.


Koulskoude ez eus ivez un aotrou [[William Lynch (lezenn Lynch)|William Lynch]] a oa barner ivez e [[Virginia]], hag a gustume ober prosezioù prim ha prim d'an dud a oa a du gant [[Bro-Saoz]]. Bodañ a rae al lez, kavout touidi, ha kadoriañ el lakidigezh d'ar marv.
Koulskoude ez eus ivez un aotrou [[William Lynch (lezenn Lynch)|William Lynch]] a oa barner ivez e [[Virginia]], hag a gustume ober prosezioù prim ha prim d'an dud a oa a du gant [[Bro-Saoz]]. Bodañ a rae al lez, kavout touidi, ha kadoriañ el lakidigezh d'ar marv.

== Eil Brezel-bed ==
E-pad an Eil Brezel-bed e voe linchet ur bern tud, da skouer gant an Nazied.


== SUA ==
== SUA ==
Linenn 29: Linenn 32:


Eus ar varzhoneg e voe graet ur ganaouenn hag a voe kanet gant [[Billie Holiday]] ha brudet adalek 1939.
Eus ar varzhoneg e voe graet ur ganaouenn hag a voe kanet gant [[Billie Holiday]] ha brudet adalek 1939.



== Notennoù ==
== Notennoù ==
{{Références}}
{{Daveoù}}


==Lennadurezh==
==Lennadurezh==

Stumm eus an 25 Meu 2021 da 13:38

Tri morian linchet e Duluth, Minnesota, SUA, e 1920.
Ur morian-amerikan linchet ha krouget e 1925.
Linchadenn en 1774
Linchadenn Laura Nelson en Okemah, Oklahoma en 1911; klasket he devoa gwareziñ he mab a voe linchet war un dro ganti.
Kartenn-bost gant skeudenn linchadenn Lige Daniels, krennard du a 16 vloaz, tamallet dezhañ bezañ muntret ur vaouez kozh wenn e Texas, SUA, d'an 3 a viz Eost 1920.

Linchañ zo ur c'hastiz graet gant un engroez tud, krougañ un den peurvuiañ, evit spontañ an dud all. Aliezik e c'hoarveze kement-se en amzerioù ma klaske an niver brasañ lakaat an niver bihanañ da blegañ da lezennoù pe d'un urzh kevredigezhel direizh.

En un doare strishoc'h e komzerpiv? eus lincherezh alies diwar-benn doareoù ar re wenn en SUA da gondaoniñ morianed d'ar marv hep prosez, ha dreist-holl adalek an XIXvet kantved goude ar Brezel-diabarzh.

Orin

Meur a zisplegadenn zo d'ar ger : pe eus anv un den, pe eus un anv-lec'h. Dont a rafe ar ger eus anv Charles Lynch, barner e Virginia en XVIIIvet kantved.

Koulskoude ez eus ivez un aotrou William Lynch a oa barner ivez e Virginia, hag a gustume ober prosezioù prim ha prim d'an dud a oa a du gant Bro-Saoz. Bodañ a rae al lez, kavout touidi, ha kadoriañ el lakidigezh d'ar marv.

Eil Brezel-bed

E-pad an Eil Brezel-bed e voe linchet ur bern tud, da skouer gant an Nazied.

SUA

Eus 1882 da 1951 ez eus bet kontet 4700 a dud (ken gwazed, ken maouezi, ken bugale) - dre vras un den ar sizhun e-pad 80 vloaz - lazhet en doare-se en anv ul lezenn nann-skrivet.
Eus ar bloavezhioù 1880 betek ar bloavezhioù 1930 e oa morianed dreist-holl a veze linched: 2400 a dud du evit 300 a dud wenn, hagan darn vuiañ anezho e stadoù kreisteiz SUA. [1]. Alies e veze trawalc'h d'ur morian « bezañ dizouj ouzh dreistelezh ar ouenn wenn  »  : un tamm tabut, kunujennoù, un testeni a-enep un den gwenn, a c'halle kas un den d'ar groug.
E 1946 e voe muntret daou goublad morianed, Roger ha Dorothy Malcolm, war un dro gant George ha Mae Murray Dorsey, e Monroe, ur gêr a zo 70 km er gevred da Atlanta, kêr-benn Georgia. Tennet e voent e-maez o c'hirri gant un 30 den, staget ouzh ar gwez, lazhet gant tennadoù, ha taolet o c'horfoù er strouezh. War-lerc'h an darvoud-se e komzas fraezh ar prezidant Harry S. Truman a-enep al lincherezh, ha seul greñvoc'h a se ma oa bet unan eus ar wazed o vrezeliñ en Eil brezel-bed, ha ma oa dougerez Dorothy Malcolm. Kaset e voe an FBI war al lec'h, met den ne gomzas, an omerta a oa o ren. Ne voe ket kavet ar vuntrerien gant ar justis[2].

Thomas Shipp hag Abram Smith

Daou vorian, Thomas Shipp hag Abram Smith, a voe linchet d'ar 7 a viz Eost 1930 e Marion, Indiana. Harzet e oant bet en noz kent ha tamallet dezho laerezh halazhañ ur micherour gwenn ha gwallañ e zanvez-pried. Un engroez tud a zeredas d'an toull-bac'h, a zrailhas an norejoù gant horzhioù, avazhataas ar wazed, haga grougas anezho. Ofiserien bolis a gemeras perzh.

Strange Fruit

Brudet e voe skeudennoù linchidigezh Thomas Shipp hag Abram Smith, hag ouzh o gwelout e voe savet ar varzhoneg Strange Fruit, gant Abel Meeropol, ur skolaer eus New York, e 1937.

Eus ar varzhoneg e voe graet ur ganaouenn hag a voe kanet gant Billie Holiday ha brudet adalek 1939.

Notennoù

  1. Pennad diwar-benn al linchañ er Stadoù Unanet (pennad e saozneg)
  2. Hiziv emañ diskennidi an dud linchet en ur c'hevredad a c'houlenn digoll ouzh gouarnamant ar vro.

Lennadurezh

  • An American Dilemma, gant Gunnar Myrdal (Harper and Brothers, 1944);
  • A Time of Terror: A Survivor’s Story, gant Dr. James Cameron (Black Classics Press, 1982). This book has an account of this lynching, by the man who escaped.
  • Lynching in the Heartland, gant James Madison (St. Martin’s Press, 2000) ISBN 0-312-23902-5.
  • Without Sanctuary: Lynching Photography in America, gant James Allen, Hilton Als, et al. (Twin Palms Publishers, 2000).
  • The God Moment, gant Alan D. Wright