Kartoù : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Pouez ar c'hoarioù: replaced: n t → n t using AWB
Yun (kaozeal | degasadennoù)
ur garoenn -> ur garavenn
Linenn 12: Linenn 12:
== Ar c'hartoù ordinal ==
== Ar c'hartoù ordinal ==
* Daou liv, du ha ruz, zo d'ar c'hartoù, met pevar rumm zo: ''pikez, keur, karo, treflez''.
* Daou liv, du ha ruz, zo d'ar c'hartoù, met pevar rumm zo: ''pikez, keur, karo, treflez''.
** Pa vez komzet eus ur gartenn hepken e vez lavaret: ''ur bikezenn, ur geurenn, ur garoenn, un dreflezenn''.
** Pa vez komzet eus ur gartenn hepken e vez lavaret: ''ur bikezenn, ur geurenn, ur garavenn, un dreflezenn''.
** Pa vez komzet eus [[atou]], e vez lavaret ''un atouenn'' pe ''ur benngartenn''.
** Pa vez komzet eus [[atou]], e vez lavaret ''un atouenn'' pe ''ur benngartenn''.
* Kartoù niverennet zo e pep rumm
* Kartoù niverennet zo e pep rumm

Stumm eus an 28 C'hwe 2021 da 04:37

Kartoù da c'hoari, doare saoz dezho.


Gant kartoù, da lavaret eo rummadoù kartennoù ispisial, e vez graet meur a c'hoari, hervez ar seurt kartoù. Dre vras e kaver e Breizh:

  • ar c'hartoù ordinal, pe doare gall, pe doare saoz dezho, 32, 52 pe 54 c'hartenn enno.
    • en doare gall eo skrivet: R, D, V, war gartoù zo, evit Roi, Dame, Valet
    • en doare saoz eo skrivet K, Q, J, warno, evit King, Queen, Jack
  • ar c'hartoù tarot (pe tarotoù), brasoc'h, 78 kartenn enno
  • ar vuoc'h, disheñvel-mik ar skeudennoù anezho.

Ar c'hartoù ordinal

  • Daou liv, du ha ruz, zo d'ar c'hartoù, met pevar rumm zo: pikez, keur, karo, treflez.
    • Pa vez komzet eus ur gartenn hepken e vez lavaret: ur bikezenn, ur geurenn, ur garavenn, un dreflezenn.
    • Pa vez komzet eus atou, e vez lavaret un atouenn pe ur benngartenn.
  • Kartoù niverennet zo e pep rumm
    • eus 7 da 10, er c'hoari gant 32 gartenn
    • eus 2 da 10 er c'hoari gant 52 gartenn, pe 54 mar konter an 2 farouell (joker) an vez e lod kartoù.
    • ar born a vez graet eus an "1".
  • Kartoù "gwisket" zo e pep rumm:

Ar c'hartoù tarot

Er c'hartoù tarot ez eus

  • e pep rumm
    • dek kartenn niverennet eus 1 da 10,
    • peder c'hartenn gwisket, e-lec'h teir er c'hoari boutin, : ur marc'heg zo etre al lakez hag an itron,
  • ur rumm all, anvet atou, gant kartoù eus 1 (an izelañ) da 21 (an uhelañ)
  • ur gartenn all, anvet ar gitarour pe ar farouell gant lod, an digarez (diwar ar ger gallek) gant lod all.

Ar vuoc'h

Pouez ar c'hoarioù

Gwechall e veze c'hoariet 'r c'hartoù kenañ en ostalerioù. Hiriv ez eus kalz nebeutoc'h a ostalerioù hag e vez c'hoariet gant traoù a bep seurt a zegas arc'hant : bilhard, c'hoarioù tredan, pe redadegoù kezeg.

Poker a vez c'hoariet muioc'h-mui a-drugarez d'ar skinwel ha d'ar c'hazinoioù a zo en em glevet da vrudañ ar c'hoari-se, da sachañ pratikoù d'an tier-c'hoari. War an Internet e c'haller c'hoari ivez, a-benn gounez arc'hant.

Gerioù

  • Ur pleg a vez lavaret eus ar c'hartoù a zo war an daol pa vez bet lakaet e gartenn gant pep c'hoarier,
  • Ober an dorn a vez lavaret eus reiñ ar c'hartoù d'ar c'hoarierien e deroù ur c'hoariadenn. Gant piv emañ an dorn ? a vez goulennet da c'houzout piv zo bet mestr hag a rank c'hoari da gentañ.
  • Pa vez freuz-dorn er c'hoari-c'hartoù ne c'hoarier ket an taol, hag e vez adroet ar c'hartoù.
An Trucher gant ar born treflez , gant Georges de La Tour.
Ar c'hoarierien c'hartoù, gant Paul Cézanne, 1895