Charlez ar Gall : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D pennlizherennoù
Arko (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
Linenn 22: Linenn 22:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1921]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1921]]
[[Rummad:Marvioù 2010]]
[[Rummad:Marvioù 2010]]
[[Rummad:Skinwel brezhonek]]
[[Rummad:Skingomz vrezhonek]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Tud Breizh]]
[[Rummad:Urzh an Erminig]]
[[Rummad:Urzh an Erminig]]

Stumm eus an 14 C'hwe 2021 da 08:30

Charlez ar Gall e 1966.

Charlez ar Gall (An Ospital, 5 a viz Meurzh 1921Brest, 3 a viz Du 2010) a oa ur skolaer, ezel eus Ar Falz, hag a gemeras lec'h Pêr-Jakez Heliaz e penn an abadenn skingomz sizhuniek e 1959 (Radio-Kimerc'h). Eilet e veze gant e wreg Chanig ar Gall.

Goude-se e voe an den kentañ da ginnig abadennoù skinwel e brezhoneg e 1964, bepred gant e wreg Chanig. Reiñ a reas e zilez e 1974 pa oa bet silziget unan eus e abadennoù. Anvet e voe Fañch Broudig en e lec'h.

Roet e oa bet Kolier an Erminig dezhañ ha d'e wreg, gant Skol-Uhel Ar Vro e 1990 en Alre.

Kenlabourat a reas gant Brud Nevez. Ur pennad barn gantañ er gelaouenn-se diwar-benn Geriadur brezhoneg An Here a servijas da ziazez d'ur c'hazetenner brestat evit sevel Afer Geriadur an Here.

Oberennoù

  • Breizh hor bro (gant Job Jaffré). 1955. Adembannet en 2005, Toutes les Cultures de Bretagne, Ed. Skol Vreizh.
  • Disterachou diwar netraig, embannadurioù Brud Nevez, 1998.
  • Breiz o veva, Vivre la Bretagne, skridoù e brezhoneg hag e galleg gant Charlez ar Gall, kinniget gant F. Broudig, embannadurioù Emgleo Breiz, 2011.

Liammoù diavaez