Bear : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ar restr commons:File:Flag_of_Wales_(1959).svg oa bet lakaet e-lerc’h Flag_of_Wales.svg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (File renamed: Criterion 4 (harmonizing names of file set)).
Rescuing 1 sources and tagging 0 as dead.) #IABot (v2.0.8
Linenn 561: Linenn 561:
{{Commons|Category:Bégard}}
{{Commons|Category:Bégard}}
* [http://www.ville-de-begard.fr Lec'hienn ofisiel]
* [http://www.ville-de-begard.fr Lec'hienn ofisiel]
*{{br}} [http://www.geobreizh.bzh/geobreizh/bre/keriou-fichenn.asp?insee_ville=22004 Bear war lec'hienn Geobreizh]
*{{br}} [https://archive.today/20151002171039/http://www.geobreizh.bzh/geobreizh/bre/keriou-fichenn.asp?insee_ville=22004 Bear war lec'hienn Geobreizh]
* [http://www.gwallspered.org Lec'hienn ofisiel Gwallspered]
* [http://www.gwallspered.org Lec'hienn ofisiel Gwallspered]



Stumm eus an 25 Gen 2021 da 20:20

Bear
Iliz katolik Gwenezan.
Iliz katolik Gwenezan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Bégard
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Bear (pennlec'h)
Kod kumun 22004
Kod post 22140
Maer
Amzer gefridi
Gérard Le Caër
2014-2020
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Wengamp
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 810 ann. (2020)[1]
Stankter 132 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 37′ 43″ Norzh
3° 17′ 59″ Kornôg
/ 48.6286111111, -3.29972222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 142 m
bihanañ 45 m — brasañ 176 m
Gorread 36,41 km²
Lec'hiañ ar gêr
Bear

Bear (distaget: [ˈbeːar]) a zo ur gumun ha penn-kanton eus Breizh e Treger, war an hent etre Lannuon ha Gwengamp.

Douaroniezh

Anv

Begar, 1130, 1146, 1170, 1184-1189, 1202, 1238

sellet peurliesañ diwar saozneg beggar "klasker-bara" .

Bernard Tanguy en eus ur mennozh all : heñval diouzh germaneg bigard "jardrin kloz e-kichen un ti"

Bégard d'hier à aujourd'hui, p. 26-2 : "Ma'z ez eus ar ger Begar en dielloù diwar an ti se adalek kreiz an XIIvet kantved, ne oa deut ar ger Beggar e saozneg nemet e-kerzh ar XIIIvet ha XIVvet kantved, hag he-se ne c'hall ket bet kemeret evit lez-anv d'ur c'hlasker-boued bennak e vije bet marteze e lec'h se" (tr. JC Even)

Ardamezioù

Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant, ouzh 2 ha 3 en glazur e rozenn en aour.[2]

Istor

Hervez René Couffon, ar plou diazez Plegauguern e oa enni : Bear, Gwenezan, Trezelan, Botlezan, Koadaskorn, Lanneven, Sant-Norvez.

Evit ar pezh a sell talvoudegezh an anv Plegauguern, Couffon o heuliañ R. Largillière, p. 188, a gomz eus ur vreuriez eus 1750 eus Lomikael-an-Traezh, laret "de Guénoson", hag e vefe adkavet en anv Gwenezan.

-----------

Miz Mezheven e penn kentañ Gouere 1487, Yann Koadmen, gouarnour Gwengamp, e dapas aotrouien breton eus tu Gall en abati Bear hag e lazhas meur anezho.

Dispac'h Gall

  • Krouet e voe ar gumun e 1790. E 1792 e voe bodet e parrez Bear parrezioù bihan a oa tro-dro da abati Itron-Varia Vear, Bodlezan, Trezelan, Sant-Norvez ha Gwenezan. D'ar 26 a viz Mae 1793 e voe bodet an holl gumunioù bihan-se da vont d'ober ur gumun vras ha nevez, Bear[3].
  • 3 a viz Du 1791, gwerzet eo an abati evel madoù ar stad d'ur c'henwerzher eus Pariz

XIXvet kantved

  • 21 Here 1809, ar pemp iliz ar barrez a zo lakaet en gwerz gant un dekred eus an impalaeriezh. Gwerzhet int bet ar 16 Ebrel 1810
  • 1868 : savet eo iliz Sant-Rivoal Trezelan
  • 4 Gouere 1880 : beniget eo ar maen kentañ chapell ar Gwir-Salver
  • 21 Kerzu 1896 : tan distruj e-barzh iliz Itron-Varia

XXvet kantved

  • 13 Gwengolo 1903 : beniget eo ar maen kentañ an iliz nevez Itron-Varia
  • 24 Kerzu 1905 : beniget eo an iliz nevez Itron-Varia

Brezel-bed kentañ

  • 241 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,04 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [4].

Eil Brezel-bed

  • D'ar 1 a viz Mae 1944 e voe manifestet er vourc’h betek monumant ar re varv gant ur 15 bennak a dud o kanal La Marseillaise [5].
  • Kemeret e voe 7 590 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 23 a viz Mae 1944 tro 17 eur 15, un eil skipailh pevar den a zeuas un hanter-euriad goude, met gober a reas tro-wenn; 6 995 Lur a voe tapet d'ar 24 a viz Mae gant daou zen ha 32 000 Lur d'an 30 a viz Mae hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg [6].
  • 20 Mezheven 1944 : taget eo Kommandantur Bear gant pemp FTP eus makiz Plouizi (R de St Jouan)
  • 3 Gouere 1944 : goude ur skarbouklenn etre tud an FTP hag an Alamanted, harzet e vez pemzek tud. (R de St Jouan)
  • 31 Gouere 1944 : daou ti-feurm, enno Krec'h-Kaer, a zo devet gant an Alamanted (R de St Jouan)
  • 8 Eost 1944 : tapet eo pemzek Alaman gant tud O.R.A.F ha F.T.P.E (R de St Jouan)
  • Mervel a reas 37 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [7].

Trevadennoù

--------------------

  • 14 Mae 1953 : sakret eo an iliz nevez Itron-Varia (R de St Jouan)
  • 28 Du 1970 : digoret savadurioù nevez an ospital (kemmesk adalek se) (R de St Jouan)

Monumantoù ha traoù heverk

Peulven Kergezhenneg

(enrollet 1887)

Peulven Paskiou

Abati Bear

Iliz Itron-Varia, Bear

Iliz santez Tumel, Bolean / Botlezan

XVIvet, 1702, 1728. Enrollet 5 Here 1981 ha 19 C'hwevrer 1964

Iliz santez Jenovefa, Gwenezan

XVIvet, XVIIvet; enrollet 19 C'hwevrer 1964; kalvar (XVIvet-XVIIvet) enrollet 28 Ebrel 1964

Iliz sant Rivoal, Trezelan

Chapel sant Meven, Lanneven

XVIvet; enrollet 19 C'hwevrer 1964

Chapel sant Nikolaz

fin XVIIIvet; kempennet e 1985.

Maner ar Rechoù

fin XVIvet; en stad fall

Maner Koadgourae

XVvet; enrollet 24 Kerzu 1943

Maner ar Roc'h-Huon

penn kentañ XVIIvet

Maner Park-Lann

1716

Maner Trevoureg

1727

Maner Kervolken

XVIIvet

Ti ar Rest

savet gant mein eus 1615 o tont diouzh iliz Sant-Norvez

Kouldri Maner Kernaudour

Kroazhioù

Kervolken (XVII); Sant-Nikolaz (XVII), en stad fall; Run-ar-Groazh (1659); Kenkiz (1726); Poulloger (1753); Gwern-Nevez (1758); Rukro(k?), XVII ?

Monumant ar re varv

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

  • D’ar 26 a viz Here 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Deskadurezh

  • Ur skol zivyezhek kentañ (skol bublik) zo bet digoret e 2007.
  • E distro-skol 2019 e oa 165 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (18,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [8]

Bugaligoù

  • E 2007 atav he deus divizet magouri Bear sinañ karta Divskouarn evit diorren implij ar yezh er vagouri (ar vagouri gentañ en Aodoù-an-Arvor).
  • d'an 23 a viz C'hwevrer 2008 eo bet sinet live 1 karta Divskouarn gant "Ti Poupigoù", an ti liesdegemer.

Emdroadur ar boblañs

adalek 1962 betek bremañ

Niver a annezidi

abaoe 1793

[9]

Melestradurezh

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2008 → bremañ Gérard Le Caer Strollad Komunour Gall Kuzulier Kanton Bear abaoe 2008
Meurzh 1983 Meurzh 2008 Noël Bernard Strollad Komunour Gall Mezeg-loened, Kuzulier Kanton Bear 1976-2001
1973 1983 Yves Le Pichouron [10]
1944 1973 François Clec'h
1941 1944 Pierre Person
1910 1940 Pierre Person
1904 1910 Louis Le Ravazet
1888 1904 Louis Person
1881 1888 Jean Louis Tassel
1878 1881 Yves Le Calvez
1875 1877 Marc Jézéquel
1875 1875 Yves Le Calvez
1865 1875 Yves Marie Le Guyader
1848 1865 Guillaume Tassel
1848 1848 Vincent LeTiec
1840 1848 Antoine Person
1833 1840 François Penanhoat
1832 1833 Henry Le Calvez
1812 1832 Jean Louis Le Gac
1808 1812 Yves Scolan
1800 1808 Vincent LeTiec
1793 1800 François Le Bonniec Maer da c'hortoz, bet maer Sant-Norvez adalek 1790 betek 1793
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

[11].

Tud brudet

Tud bet ganet eno

  • Adrien Hamon : livour. Bear, 16 Gwengolo 1876 / 15 Meurzh 1963

Tud bet marvet eno

Tud bet beziet enno

Ardamezeg ar familhoù

Philippe de Coëtquis,

abad

En argant e lammell en gul, heuliet ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir fempdiliaouenn, hag ouz kab gant ur rilhenn, an holl ivez en gul

Gevelliñ

Bro Kêr Abaoe
Kembre Llanelwy 1993

Levrioù ha studiadennoù talvoudus

  • René Couffon : Recherche sur les églises primitives. Bulletins et Mémoires. Société d'Émulation des Côtes du Nord. 1945-1946
  • Hervé Le Goff : Bégard ou le petit Citeaux de l'Armorique. De l'abbaye à la commune(1130-1793)
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Diwar tu-kein ardamezioù manati sistersian Bear, XIIvet kantved
  3. Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, 1990
  4. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 217, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  6. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 256, 257, 258 ha 269, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  7. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  8. Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
  9. Cassini-EHESS hag EBSSA
  10. Le Télégramme
  11. Bégard d'hier à aujourd'hui, pajennoù 222 ha 223