Georges Danton : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Georges Jacques Danton''', lesanvet d'Anton, ganet d'ar [[26 a viz Here]] [[1759]] en [[Arcis-sur-Aube]] hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel [[1794]] (16 germinal bloavezh II) e Pariz, a oa un alvokad e [[Kuzul roue Bro-C'hall|kuzul ar Roue]] hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an [[Dispac'h Gall]], evel [[Honoré-Gabriel Riqueti de Mirabeau|Mirabeau]]. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « le Mirabeau du ruisseau »), memestra evit Robespierre. Danton eo hag a oa bet paotr ar « Patrie en danger » pa oa aloubet ar vro e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae evit trec'hiñ an enebour e vo ret " Ret eo deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savataet". Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.
'''Georges Jacques Danton''', lesanvet d'Anton, ganet d'ar [[26 a viz Here]] [[1759]] en [[Arcis-sur-Aube]] hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel [[1794]] (16 germinal bloavezh II) e Pariz, a oa un alvokad e [[Kuzul roue Bro-C'hall|kuzul ar Roue]] hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an [[Dispac'h Gall]], evel [[Honoré-Gabriel Riqueti de Mirabeau|Mirabeau]]. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « le Mirabeau du ruisseau »), memestra evit [[Robespierre]] en doa ur vuhez enep a-grenn diouzh e hini. Danton eo hag a oa bet paotr ar « Patrie en danger » pa oa aloubet ar vro e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae evit trec'hiñ an enebour e vo ret " Ret eo deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savataet". Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.


Evel Robespierre, dont a ra buan da vezañ un den dreistordinall gant harperien leal. Evit an istorourien hervez ma z'int evit Robespierre pe Danton e vo stourmoù ideologel ha politikel garv dreist-holl e-kerzh an [[Trede Republik c'hall|Trede Republik]]. Evit harperien Robespierre, Danton a oa ur politikour hep damant, tost ouzh an arc'hant, prest da dreitouriñ an Dispac'h. Evit e harperien e oa un demokrat birvidik, brogarour don hag un den Stad brokus.
Evel Robespierre, dont a ra buan da vezañ un den dreistordinall gant harperien leal. Evit an istorourien hervez ma z'int evit Robespierre pe Danton e vo stourmoù ideologel ha politikel garv dreist-holl e-kerzh an [[Trede Republik c'hall|Trede Republik]]. Evit harperien Robespierre, Danton a oa ur politikour hep damant, tost ouzh an arc'hant, prest da dreitouriñ an Dispac'h. Evit e harperien e oa un demokrat birvidik, brogarour don hag un den Stad brokus.

Stumm eus an 25 Gen 2021 da 09:43

Georges Jacques Danton, lesanvet d'Anton, ganet d'ar 26 a viz Here 1759 en Arcis-sur-Aube hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel 1794 (16 germinal bloavezh II) e Pariz, a oa un alvokad e kuzul ar Roue hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an Dispac'h Gall, evel Mirabeau. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « le Mirabeau du ruisseau »), memestra evit Robespierre en doa ur vuhez enep a-grenn diouzh e hini. Danton eo hag a oa bet paotr ar « Patrie en danger » pa oa aloubet ar vro e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae evit trec'hiñ an enebour e vo ret " Ret eo deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savataet". Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.

Evel Robespierre, dont a ra buan da vezañ un den dreistordinall gant harperien leal. Evit an istorourien hervez ma z'int evit Robespierre pe Danton e vo stourmoù ideologel ha politikel garv dreist-holl e-kerzh an Trede Republik. Evit harperien Robespierre, Danton a oa ur politikour hep damant, tost ouzh an arc'hant, prest da dreitouriñ an Dispac'h. Evit e harperien e oa un demokrat birvidik, brogarour don hag un den Stad brokus.

Flastridigezh al luskadoù

Danton ne glev ket an dud a lar dezhañ skampañ kuit : « ne gemerer ket ar vro dindan e solioù. » D'an 30 a viz Meurzh 1794, Komite ar Salud Publik a embann an urzh harzañ anezhañ gant Delacroix, Camille Desmoulins ha Philippeaux. Da Saint-Just eo bet fiziet sevel un dezrevell justis gant ar Goñvañsion Vroadel. Harpet gant Robespierre, c'hoant en deus e vefe amañ ar re tamallet pa vo lennet an dezrevell hag e vefent harzet a-raok e fin al lennadenn. Darn ar C'homite a zo enebet rak soñjal a ra dezho e c'hellfe bezañ embannet titouroù arvarus dre gomz. "Ma ne vez ket dibennet eo ni hag a vo dibennet". Fuloret ruz, Saint-Just a vije bet o bannañ e dog en tan.

An deiz war-lerc'h, ar Goñvañsion a zo sabatuet, Legendre a c'houlenn e c'hellfe an damallidi en em zifenn. Ul lodenn eus ar Vodadeg a sav a-du gantañ. Ezhomm e oa bet pouez Robespierre hag e zonezon a gomz evit lakaat an avel da dreiñ da vat: « Legendre a parlé de Danton, parce qu’il croit sans doute qu’à ce nom est attaché un privilège. Non, nous ne voulons point de privilèges ! Nous ne voulons pas d’idoles ! Nous verrons dans ce jour si la Convention saura briser une prétendue idole, pourrie depuis longtemps, ou si dans sa chute elle écrasera la Convention et le peuple français ! »

Goude bezañ embannet ar c'homzoù-se, en devoa sellet Legendre (gant ur sell drouk) : « Quiconque tremble est coupable. » Ur wech echuet komzadenn Barère, Saint-Just a ginnig an dezrevell savet a-ziwar notennoù Robespierre (an notennoù a zo bet embannet e 1841). Memes mod evit ar re hébertistes, kemmesket e vez tud a-bep seurt.