James Macpherson : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 22 Gen 2021 da 21:55

James Macpherson (Gouezeleg Skos: Seumas MacMhuirich pe Seumas Mac a' Phearsain), ganet d'an 27 Here 1736 ha marvet d'an 17 C'hwevrer 1796) a zo ur skrivagner, ur barzh, ur un dastumer lennegezh bobl hag ur politiker skosat brudet evit bezañ bet treuzkaser Skourr Oisin (anvet Ossian ivez), un heuliad barzhoniezh meulgan.

Derou e vuhez ha deskadurezh

Ganet e voe Macpherson e Ruthven, parrez Kingussie e Badenoch, Inverness-shire. Ha pa voe ar barrez-se er gouezelegva e voe tost kazarnioù an arme saoz savet e 1719 evit kadarnaat beli ar galloud saoz goude emsavavadeg ar Jacobited e 1715. Un eontr da James,Ewen Macpherso, engouestlet gant eil emsavadeg ar Jacobited e 1745, a yeas d'an emgann hag a dleas bevañ kuzh e-pad 9 bloaz goude Emgann Culloden, ma voe e niz un deskard er mare-se.