Yann Loeiz Emili : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Klokaet ar vuhez hag al levrlennadurezh
Linenn 1: Linenn 1:
'''Yann Loeiz Emili''' (''Jean Louis Émily'' e marilh ar boblañs) zo un troour pezhioù-c'hoari hag ur saver eñvorennoù ganet e [[Kleder]], d'an 9 Genver 1884 ha marvet e Lanvolon d'ar 27 Here 1923. Skrivañ a reas pennadoù brezhonek er c'helaouennoù, dindan an anv-pluenn ''Ab Eozen'' peurvuiañ. Mervel a reas diwar ar gloazioù en doa tapet en un emgann evit ar Vro.
'''Yann Loeiz Emili''' (''Jean Louis Émily'' e marilh ar boblañs) zo un troour pezhioù-c'hoari hag ur saver eñvorennoù ganet e [[Kleder]], d'an 9 Genver 1884 ha marvet e [[Lannolon]] d'ar 27 Here 1923. Skrivañ a reas pennadoù brezhonek er c'helaouennoù, dindan an anv-pluenn ''Ab Eozen'' peurvuiañ. Mervel a reas diwar ar gloazioù en doa tapet en un emgann evit ar Vro.


== Buhez ==
== Buhez ==
Mab d'ar gov Yann Vari Eozen Emili ha daVari-Añjela ar Moal e voe. Studioù uhel en doe graet pa voe ur saozneger ampart hag ur saver pennadoù brezhonek evit ar [[Courrier du Finistère]] hag eñ mignon d'ar rener, [[Kaourintin an Ourz]]. E eñvorennoù brezel koulz hag e droidigezhioù pezhioù-c'hoari a voe embannet dalif.<br>
Mab d'ar [[gov]] Yann Vari Eozen Emili ha da Vari-Añjela ar Moal e voe. Studioù uhel en doe graet pa voe ur saozneger ampart hag ur saver pennadoù brezhonek evit ar [[Courrier du Finistère]] hag eñ mignon d'ar rener, [[Kaourintin an Ourz]]. E eñvorennoù brezel koulz hag e droidigezhioù pezhioù-c'hoari a voe embannet dalif.<br>Darempredoù en doe gant ar [[Le Sillon|silhonisted]] hag ar sindikalourien kouer tro-dro da [[Kastell-Paol|Gastell-Paol]], asambles gant ar veleien Francis Bellec ha Charles Bonniec<ref>Anvioù meneget er diaz-stlenn [[PRELIB]].</ref>. Prizoniet e oa bet e emgann [[Bapaume]] e derou an Brezel-bed kentañ ha kaset en ur c'hamp-bac'h prizonidi-brezel betek Nedeleg 1918. Kaset en doe e eñvorennoù a-dammoù er Courrier du Finistère e 1919 ha 1920.
Mervel a reas tri miz goude e eured, war-nes bezañ daou-ugent, diwar ar gloazioù gouzañvet er brezel.
Mervel a reas tri miz goude e eured, war-nes bezañ daou-ugent, diwar ar gloazioù gouzañvet er brezel.


== Oberennoù ==
== Oberennoù ==
A-raok ar brezel e skrivas pennadoù er c'helaouennoù gant ur spered katolik hag voe tost d'al luskad katolik araokour, Le Sillon, ma voe [[Ann Hader]] e gelaouennig e Breizh.<br>
E droidigezhioù diwar an oberour saoznek milbrudet a voe un arouez splann euz mennozh ar skrivagnerien bodet tro-dro d'ar gelaouenn lennegel ''Gwalarn'' a glaske lakaat o yezh a-blom gant lennegeh ar bed.
E droidigezhioù diwar [[William Shakespeare]], an oberour saoznek milbrudet, a voe un arouez splann eus mennozh ar skrivagnerien bodet tro-dro d'ar gelaouenn lennegel [[Gwalarn (kelaouenn)|''Gwalarn'']] a glaske lakaat o yezh a-blom gant lennegezhioù ar bed.


* [[William Shakespeare]], Ar Geben doñvaet. Embannadur diglok e-barzh ''Gwalarn'', n° 12, 1927.
* William Shakespeare, ''Ar Geben doñvaet''. Embannadur diglok e-barzh ''Gwalarn'', n° 12, 1927.
* William Shakespeare, Marc'hadour Venezia. ''Gwalarn'', n° 5, 1926.
* William Shakespeare, ''Marc'hadour Venezia''. ''Gwalarn'', n° 5, 1926.
* Pierre Corneille, Polyeucte, diembann
* [[Pierre Corneille]], ''Polyeucte'', troidigezh e brezhoneg diembann (diank).


* Prizoniad er Ruhr, Hor Yezh, 1992.
* ''Prizoniad er Ruhr'', Hor Yezh, 1992.


* Pennadoù brezhonek e-barzh ar ''Courrier du Finistère'', ''[[Kroaz ar Vretoned]]'', ''Ann Hader'' hag all.


== Levrlennadurezh ==
== Levrlennadurezh ==
* [http://mshb.huma-num.fr/prelib/personne/365/ Pennadig PRELIB (CRBC)]]
* Francis Favereau, ''Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved, levrenn 2, Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, 1919-1944'', Montroulez, Skol Vreizh, 2003, p. p. 418-419.{{ISBN|2-911447-93-X}}
* Lukian Raoul, ''Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek…'', Al Liamm, 1992. Pennad : Émily, Jean-Louis.{{ISBN|2-7368-0034-6}}

== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}


{{DEFAULTSORT:Emili, Yann Loeiz}}
{{DEFAULTSORT:Emili, Yann Loeiz}}

Stumm eus an 18 Gen 2021 da 17:36

Yann Loeiz Emili (Jean Louis Émily e marilh ar boblañs) zo un troour pezhioù-c'hoari hag ur saver eñvorennoù ganet e Kleder, d'an 9 Genver 1884 ha marvet e Lannolon d'ar 27 Here 1923. Skrivañ a reas pennadoù brezhonek er c'helaouennoù, dindan an anv-pluenn Ab Eozen peurvuiañ. Mervel a reas diwar ar gloazioù en doa tapet en un emgann evit ar Vro.

Buhez

Mab d'ar gov Yann Vari Eozen Emili ha da Vari-Añjela ar Moal e voe. Studioù uhel en doe graet pa voe ur saozneger ampart hag ur saver pennadoù brezhonek evit ar Courrier du Finistère hag eñ mignon d'ar rener, Kaourintin an Ourz. E eñvorennoù brezel koulz hag e droidigezhioù pezhioù-c'hoari a voe embannet dalif.
Darempredoù en doe gant ar silhonisted hag ar sindikalourien kouer tro-dro da Gastell-Paol, asambles gant ar veleien Francis Bellec ha Charles Bonniec[1]. Prizoniet e oa bet e emgann Bapaume e derou an Brezel-bed kentañ ha kaset en ur c'hamp-bac'h prizonidi-brezel betek Nedeleg 1918. Kaset en doe e eñvorennoù a-dammoù er Courrier du Finistère e 1919 ha 1920. Mervel a reas tri miz goude e eured, war-nes bezañ daou-ugent, diwar ar gloazioù gouzañvet er brezel.

Oberennoù

A-raok ar brezel e skrivas pennadoù er c'helaouennoù gant ur spered katolik hag voe tost d'al luskad katolik araokour, Le Sillon, ma voe Ann Hader e gelaouennig e Breizh.
E droidigezhioù diwar William Shakespeare, an oberour saoznek milbrudet, a voe un arouez splann eus mennozh ar skrivagnerien bodet tro-dro d'ar gelaouenn lennegel Gwalarn a glaske lakaat o yezh a-blom gant lennegezhioù ar bed.

  • William Shakespeare, Ar Geben doñvaet. Embannadur diglok e-barzh Gwalarn, n° 12, 1927.
  • William Shakespeare, Marc'hadour Venezia. Gwalarn, n° 5, 1926.
  • Pierre Corneille, Polyeucte, troidigezh e brezhoneg diembann (diank).
  • Prizoniad er Ruhr, Hor Yezh, 1992.
  • Pennadoù brezhonek e-barzh ar Courrier du Finistère, Kroaz ar Vretoned, Ann Hader hag all.

Levrlennadurezh

  • Pennadig PRELIB (CRBC)]
  • Francis Favereau, Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved, levrenn 2, Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, 1919-1944, Montroulez, Skol Vreizh, 2003, p. p. 418-419.(ISBN 2-911447-93-X)
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek…, Al Liamm, 1992. Pennad : Émily, Jean-Louis.(ISBN 2-7368-0034-6)

Notennoù ha daveennoù

  1. Anvioù meneget er diaz-stlenn PRELIB.