Diforc'hioù etre adstummoù "Britannia (skeudenn)"

Aller à la navigation Aller à la recherche
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Britannia''' eo an anv latin implijet da envel ar vaouez a faltazi a zo lakaet da skeudenniñ [[Breizh-Veur]], da gentañ, ar [[Rouantelezh-Unanet]] goude, hag an Impalaeriezh goude, evel ma lakaer [[Marianne (skeudenn)|Marianne]] da skeudenniñ ar [[Republik c'hall]], [[Columbia]] evit [[SUA]].
 
Dont a ra an anv-se eus [[Britannia]], anv latin an enez a weler e skridoù an [[Henamzer]], re [[Julius Caesar]] da skouer. Dont a ra an anv-se eus anv ar bobl '' Pretanī'', e ghenc'hresianeg ''Prettanike'' pe ''Brettaniai''. E kembraeg eo Prydain anv an enez. Er [[Iañ kantved kent JK]] e oa Britannia an anv stag ouzh Breizh-Veur. Goude an aloubadeg roman er bloaz [[43]] e talveze Britannia kement ha Breizh roman, ur broviñs adal kreisteiz [[CaledoniaKaledonia]] (dre vras Bro-Skos hiriv)). E [[197]] e voe rannet ar broviñs roman e peder froviñs, ha div anezho e oa [[ Britannia Superior]] ha [[Britannia Inferior]].
 
En IIvet kanved e teuas Britannia roman da vezañ un doueez, armet gant un [[tridant]] hag ur skoed, un tokarn war he fenn. Chom a reas an anv Britannia goude diskar an impalaeriezh roman en [[Enez Vreizh]] er {{Vvet kantved}}.
74 247

modifications

Lañser merdeiñ