Kaledonia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5: Linenn 5:
== Orin an anv ==
== Orin an anv ==
[[Restr:Schiehallion NW ridge.jpg|thumb|Menez [[Sìdh Chailleann]]]]
[[Restr:Schiehallion NW ridge.jpg|thumb|Menez [[Sìdh Chailleann]]]]
Rivet & Smith :
* [[Tacitus]], ''[[Agricola (levr)|Agricola]]'', 10 4, hag all : CALEDONIA
* [[Tacitus]], ''[[Agricola (levr)|Agricola]]'', 10 4, hag all : CALEDONIA
* [[Xiphilinus]], 322 ( = Cassius Dio LXXVI, 13) : CALEDONIAM
* [[Xiphilinus]], 322 ( = Cassius Dio LXXVI, 13) : CALEDONIAM
* [[Solinus]], 22, 1 : CALIDONIA
* [[Solinus]], 22, 1 : CALIDONIA
* Jordanes, 2, 13 : CALYDONIA<ref>A.L.F. Rivet & Colin Smith : ''The Place-Names of Roman Britain''. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982</ref>
* Jordanes, 2, 13 : CALYDONIA

<nowiki>-----------</nowiki>


Talvoudegezh :
Talvoudegezh :
Linenn 18: Linenn 17:
Hervez Moffat (2005) e teu an anv eus ''caled''. Marteze abalamour d'''ar vro kalet ha roc'hellek'', pe marteze ''bro an dud kalet''<ref>Moffat (2005) p. 22.</ref>. Keay ha Keay (1994) avat a soñj gante eo un anv rag[[Yezhoù indezeuropek|indezeuropek]]<ref name="K">Keay (1994) p. 123.</ref>.
Hervez Moffat (2005) e teu an anv eus ''caled''. Marteze abalamour d'''ar vro kalet ha roc'hellek'', pe marteze ''bro an dud kalet''<ref>Moffat (2005) p. 22.</ref>. Keay ha Keay (1994) avat a soñj gante eo un anv rag[[Yezhoù indezeuropek|indezeuropek]]<ref name="K">Keay (1994) p. 123.</ref>.


Gwellout ivez : [[Ancalites]] = ar re kreñv
Gwelout ivez : [[Ancalites]] = ar re kreñv


Gwellout ivez : [[Nennius]] 56, diwar-ben un emgann ar [[Roue Arzhur]] : ''bellum in silva Calidonis (Celidonis), id est Cat Coit Celidon'' ( = emgann ''Koad Kalidon'', e kembraeg ''Coed Celyddon'')
Gwelout ivez : [[Nennius]] 56, diwar-ben un emgann ar [[Roue Arzhur]] : ''bellum in silva Calidonis (Celidonis), id est Cat Coit Celidon'' ( = emgann ''Koad Kalidon'', e kembraeg ''Coed Celyddon'')


== Dihelloù ==
== Dihelloù ==
Implijet eo bet an anv Caledonia gant [[Tacitus]], [[Ptoleme]], [[Marcus Annaeus Lucanus]] ha [[Plinius kozh]]. Lavaret e veze ivez ''Pictavia'', da lavarout eo Bro ar Bikted.<ref>Moffat (2005) pp. 21-22.</ref>
Implijet eo bet an anv Caledonia gant [[Tacitus]], [[Ptoleme]], [[Marcus Annaeus Lucanus]] ha [[Plinius kozh]]. Lavaret e veze ivez ''Pictavia'', da lavarout eo Bro ar Bikted.<ref>A. Moffat (2005) pp. 21-22.</ref>
=== Pelec'h e oant o chom ===
=== Pelec'h e oant o chom ===
Linenn 38: Linenn 37:
== Lennadurezh ==
== Lennadurezh ==
* [http://en.wikisource.org/wiki/1911_Encyclop%C3%A6dia_Britannica/Caledonia "Caledonia"] (1911) Encyclopædia Britannica.
* [http://en.wikisource.org/wiki/1911_Encyclop%C3%A6dia_Britannica/Caledonia "Caledonia"] (1911) Encyclopædia Britannica.
* A.L.F. Rivet & Colin Smith : ''The Place-Names of Roman Britain''. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
* Hanson, William S. "The Roman Presence: Brief Interludes", in Edwards, Kevin J. & Ralston, Ian B.M. (Eds) (2003) ''Scotland After the Ice Age: Environment, Archaeology and History, 8000 BC - AD 1000''. Edinburgh. Edinburgh University Press.
* Hanson, William S. "The Roman Presence: Brief Interludes", in Edwards, Kevin J. & Ralston, Ian B.M. (Eds) (2003) ''Scotland After the Ice Age: Environment, Archaeology and History, 8000 BC - AD 1000''. Edinburgh. Edinburgh University Press.
* Keay, J. & Keay, J. (1994) ''[[Collins Encyclopaedia of Scotland]]''. London. HarperCollins. ISBN 0002550822
* Keay, J. & Keay, J. (1994) ''[[Collins Encyclopaedia of Scotland]]''. London. HarperCollins. ISBN 0002550822

Stumm eus an 14 Gen 2021 da 12:07

Kaledonia, pe Caledonia e latin, eo an anv kozh a veze roet d'al lodenn eus Enez Vreizh a zo en hanternoz da voger Hadrian, hag a oa neuze bro ar Bikted, chomet dizalc'h diouzh krabanoù Impalaeriezh Roma, daoust da droiad-vrezel Gnaeus Julius Agricola er bloaz 84.

Pa voe aloubet gant ar Skoted e teuas da vout Scotia, anv latin Bro-Skos.

Orin an anv

Menez Sìdh Chailleann


Talvoudegezh :

Savet eo an anv diwar ar wrizienn bredenek caletos « kalet », a gaver en anv ur meuriad pikt anvet Caledonii, a oa marteze unan eus ar re c'halloudusañ. O anv a gaver ivez e Dùnchailden / Dùn Chailleann, anv gouezelek kêr Dunkeld, a dalvez kement ha « kreñvlec'h pobl ar g-Caledonii », hag en anv ar menez Sìdh Chailleann pe Schiehallion, « Boudig ar g-Caledonii ». Ivez Schiehallion ha Rohallion, e Perthshire.

Hervez Moffat (2005) e teu an anv eus caled. Marteze abalamour d'ar vro kalet ha roc'hellek, pe marteze bro an dud kalet[2]. Keay ha Keay (1994) avat a soñj gante eo un anv ragindezeuropek[3].

Gwelout ivez : Ancalites = ar re kreñv

Gwelout ivez : Nennius 56, diwar-ben un emgann ar Roue Arzhur : bellum in silva Calidonis (Celidonis), id est Cat Coit Celidon ( = emgann Koad Kalidon, e kembraeg Coed Celyddon)

Dihelloù

Implijet eo bet an anv Caledonia gant Tacitus, Ptoleme, Marcus Annaeus Lucanus ha Plinius kozh. Lavaret e veze ivez Pictavia, da lavarout eo Bro ar Bikted.[4]

Pelec'h e oant o chom

N'ouzer ket gwall vat pelec'h e oa Caledonia ar Romaned, ha ne oa ket harzoù anavezet.[5] E-pad an troiadoù brezel berrbad graet gant ar Romaned e kreiz Kaledonia hag en hanternoz anezhi,[6] e oa bet marteze ebarzhet douaroù zo e proviñs Britannia, ha Britannia a veze graet gant ar Romaned, abaoe a-raok o alaoubadeg, eus Enez Vreizh penn-da-benn.

Bro all

Abaoe meur a gantved e vez implijet Caledonia e saozneg evel un anv romantel roet da Vro-Skos.

Adkemeret eo bet an anv d'ober Kaledonia-Nevez, an anv roet gant ar c'habiten saoz James Cook, a oa skosat e dad, d'an enezenn er Meurvor Habask.

Anv

  • Caledonian Club, anv ur c'hleub skosat evit paotred e Londrez: Skosiz hepken, Skosadez ebet.

Lennadurezh

  • "Caledonia" (1911) Encyclopædia Britannica.
  • Hanson, William S. "The Roman Presence: Brief Interludes", in Edwards, Kevin J. & Ralston, Ian B.M. (Eds) (2003) Scotland After the Ice Age: Environment, Archaeology and History, 8000 BC - AD 1000. Edinburgh. Edinburgh University Press.
  • Keay, J. & Keay, J. (1994) Collins Encyclopaedia of Scotland. London. HarperCollins. ISBN 0002550822
  • Moffat, Alistair (2005) Before Scotland: The Story of Scotland Before History. London. Thames & Hudson. ISBN 050005133X
  • Smout, T.C. MacDonald, R. and Watson, Fiona (2007) A History of the Native Woodlands of Scotland 1500-1920. Edinburgh University Press. ISBN 9780748632947

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  2. Moffat (2005) p. 22.
  3. Keay (1994) p. 123.
  4. A. Moffat (2005) pp. 21-22.
  5. En Encyclopædia Britannica (1911) e lenner kement-mañ: "ur meuriad Caledones" zo "meneget gant an douaroniour Ptolemaios evel o vevañ etre harzoù ha n'haller ket resisaat".
  6. Bezañs armeoù Roma e Skos a badas un tamm muioc'h eget 40 vloaz, evit an darn vrasañ eus ar vro aloubet, ha 80 bloaz en holl a-hend-all. N'eo ket bet an hanter eus Skos dindan ar Romaned gwech ebet. Gwelout Hanson (2003) p. 198.