Emgann Kırkkilise : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D Llydawr en deus kaset ar bajenn Emgann Kirk Kilisse da Emgann Kırkkilise
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 13 Gen 2021 da 08:21

Soudarded otoman a-raok an emgann
An arme vulgar dirak kêr Kırklareli.

Emgann Kirk Kilisse pe emgann Lozengrad a c'hoarvezas d'ar 24 a viz Here 1912 e-pad ar c'hentañ brezel balkanek e-tal kêr Kırklareli, hiriv en Turki, etre arme Bulgaria ha hini an Impalaeriezh otoman.

Trec'h e voe ar Vulgared, ha kregiñ a rejont en nebeud kirri-nij otoman ha ne oant ket bet tennet eus o c'hasedoù.

Goude an emgann-se ec'h embannas Alexandre Millerand, ministr gall ar brezel, e oa an arme vulgar an hini a oa gwellañ arme Europa, hag e kave gwell kaout skoazell digant 100 000 Bulgar eget ne vern pe arme europat.

Goude an emgann

887 soudard bulgar a voe lazhet, ha 4034 a voe lazhet en emgann. 1500 soudard a voe lazhet pe gloazet e-touez an arme otoman, hag entre 2000 ha 3000 prizoniad a voe graet anezho.

Pennad kar