Wilhelmine von Hessen-Kassel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: n H → n H (2) using AWB
correct representation of this princess
Linenn 1: Linenn 1:
[[Image:Wilhelmine von Hessen-Kassel.jpg|thumb|280px|right|Poltred Wilhelmine von Hessen-Kassel]]
[[Image:Portrait of Wilhelmine of Hesse-Kassel (1726-1808) by Johann Valentin Tischbein.jpg|thumb|280px|right|Poltred Wilhelmine von Hessen-Kassel]]
'''Wilhelmine von Hessen-Kassel''' ([[Kassel]] 1726 - 1808 [[Berlin]] ) a oa ur briñsez alaman, eus [[landgraviezh Hessen-Kassel]], deuet da vout priñsez a [[Prusia|Brusia]] dre zimeziñ.
'''Wilhelmine von Hessen-Kassel''' ([[Kassel]] 1726 - 1808 [[Berlin]] ) a oa ur briñsez alaman, eus [[landgraviezh Hessen-Kassel]], deuet da vout priñsez a [[Prusia|Brusia]] dre zimeziñ.



Stumm eus an 7 Gen 2021 da 22:02

Restr:Portrait of Wilhelmine of Hesse-Kassel (1726-1808) by Johann Valentin Tischbein.jpg
Poltred Wilhelmine von Hessen-Kassel

Wilhelmine von Hessen-Kassel (Kassel 1726 - 1808 Berlin ) a oa ur briñsez alaman, eus landgraviezh Hessen-Kassel, deuet da vout priñsez a Brusia dre zimeziñ.

He buhez

He zad e oa ar priñs Maximilian von Hessen-Kassel, ur breur da Wilhelm VIII von Hessen-Kassel, Landgrav Hessen-Kassel, ha da Friedrich von Hessen-Kassel, deuet da vout Fredrik Iañ Sveden, roue Sveden .
He mamm e oa Friederike Charlotte von Hessen-Darmstadt (1698–1777), merc'h da Ernst Ludwig von Hessen-Darmstadt, Landgrav Hessen-Darmstadt.
Brud he doa da vezañ ur vaouez kenedus ha plijus he doare.

Dimeziñ

E 1751 e teuas ar priñs Heinrich von Preußen (1726-1802), ur breur da Frederig Veur, roue Prusia, da weladenniñ Kassel .

Dimeziñ a rejont e Mezheven 1752 e kastell Charlottenburg. Ar roue Frederig a roas dezho kastell Rheinsberg, petra bennak ma veze tabut alies etre an daou vreur ha brudet o dizemglev. Ur palez o doa ivez e Berlin, en Unter den Linden.

‎Dispartiañ a reas an daou bried e 1766 ha bugel ebet n'o doa. Kaoz a voe eus un darempred avoultr a-berzh ar briñsez, dilezet alies gant he gwaz a gave gwell kompagnunezh ar soudarded evit hini e wreg.

Hi a chomas en he falez en Unter den Linden, savet etre 1748 ha 1766 (a zo hiziv Skol-veur Humboldt Berlin). Ar priñs a veze e-keit-se oc'h ober war-dro an aferioù-brezel, digarez da vezañ gant soudarded ha da dabutal gant e vreur roue. Mervel ar reas e 1802.

Pa erruas Napoleon Iañ e Berlin e 1806 e oa pevar-ugent vloaz ar briñsez, hag an hini nemeti, pe dost, eus an tiegezh roueel a oa chomet er gêr-benn.

Lennadurezh

  • Albert Moll, Die konträre Sexualempfindung, Fischer's Medicin Buchhandlung, 1899, p. 128.
  • Frank Bauer, Napoleon in Berlin, Berlin Story Verlag, 2006, p. 78.